Alain Orsoni
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Alain Orsoni |
| Anv-bihan | Alain |
| Anv-familh | Orsoni |
| Deiziad ganedigezh | 27 Gwe 1954 |
| Lec'h ganedigezh | Aiacciu |
| Deiziad ar marv | 12 Gen 2026 |
| Lec'h ar marv | Vero |
| Doare mervel | muntr |
| Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
| Tad | André Orsoni |
| Mamm | Marinette Catherine Orsoni |
| Breur pe c'hoar | Guy Orsoni |
| Bugel | Guy Orsoni |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, korseg |
| Micher | politiker, association football executive |
| Karg | leader of organization |
| Bet war ar studi e | Skol-Veur Panthéon-Assas |
| Strollad politikel | Movement for Self-Determination |
| Sport | mell-droad |
| Ezel eus | Groupe Union Défense |
| Difenner | Antoine Sollacaro |
Alain Orsoni (korseg : Alanu Orsoni), ganet d'ar 27 a viz Gwengolo 1954 hag aet da Anaon d'an 12 a viz Genver 2026[1](fr) [2], a oa ur politikour, stourmer broadelour ha penn klub mell-droad korsat. Unan eus krouerien an FLNC-Canal Habituel (korseg : Canale Abituale, FLNC-CA) hag e skourr politikel, al luskad evit an emdermeniñ (Muvimentu per l’Autodeterminazione, MPA), Orsoni a oa e penn an aozadur betek ma'z aje da get e 1997.
Orsoni a oa lesanvet an "den gant seizh buhez" pe ar "paeron korsat", dre ma oa bet furchet pe barnet evit obererezhioù torfedel ha dre ma oa aet da vevañ en estrenvro evit tec'hout rak furchadennoù, pe dre ma oa klasket lazhañ anezhañ[3]. Orsoni a oa ganet e kêr Vero, nepell diouzh kêr Aiacciu. E dad a oa un haroz brezel eus an Eil Brezel-bed. Aet e oa kuit pa oa yaouank e vab evit stourm en Aljeria, lec'h ma oa bet oc'h emzelañ en OAS. Goude ur mare berr o stourm en tu dehoù pellañ, Alain Orsoni a oa troet d'un harper don da zieubidigezh Korsika diouzh Bro-C'hall, hag aet e oa muioc'h war-zu an tu kleiz. E 1976, ur bloavezh goude bezañ kemeret perzh e Darvoudoù Aleria, e oa bet en aozadur nevez-savet Talbenn Broadel evit dieubidigezh Korsika. E 1988, Orsoni en doa difennet an harz-an-tan gant Bro-C'hall a-enep lod eus an FLNC. Goude-se e oa bet Orsoni e penn an FLNC-CA, o kenderc'hel da lakaat da dalvezout un harz-an-tan gant ar gournamant gall. Ur brezel a oa savet neuze gant luskadoù all an FLNC. Goude seizh vloaz brezel gant an FLNC-Canal Historique (Canale Storicu, FLNC-CS), lec'h ma oa bet e-kreiz an darvoudoù, ar Canal Habituel a oa aet da get hag Orsoni a oa tec'het da Nicaragua. Eno e oa bet o labourat war ar c'hoarioù arc'hant ha kemeret en doa perzh e distoupadoù. E 2008, Orsoni a oa distroet da Gorsika hag a oa bet lakaet da prezidant ar c'hlub mell-droad AC Aiacciu[4].
Lazhet eo bet Alain Orsoni d'an 12 a viz Genver 2026 e Vero[5]..
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Vaillant, Luc Le. Corse accort.
- ↑ "Alain Orsoni, ancien dirigeant nationaliste, abattu lors des obsèques de sa mère en Corse" (2026-01-12).
- ↑ (fr) Les sept vies d'Alain Orsoni (2010-04-01).
- ↑ (fr) Les sept vies d'Alain Orsoni (2010-04-01).
- ↑ (fr) Corse. L'ex-dirigeant nationaliste Alain Orsoni abattu aux obsèques de sa mère (12.01.2026).