Al Leur Nevez
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Al Leur Nevez a oa ur gevredigezh vreton, dezhi da bal lakaat an nevezvrezhonegerien gant brezhonegerien a-vihanik, a-hed stajoù-deskiñ ar yezh peurvuiañ, ha dre embannadennoù kanaouennoù-pobl ar Poc'hêr. Dre ar c’hanaouennoù da zañsal e klaskas mirout o flas d'ar yezh ha d'an dañs hengounel. Krouet e oa bet e 1964[1] e-touez « Kevrenn ar Yezh » savet gant Kendalc'h, diwar atiz Loeiz Roparz, ar prezidant kentañ hag e-pad pell. Harpet e voe kalz gant Yann-Ber Duval, sekretour yaouankoc’h egetañ, ha gant e vab, Jefig Roparz, ur c’hrennard e penn an istor hag aet da brezidant goude marv an diazezer. Pa oa ganet Loeiz Roparz e Poullaouen e poueze evit ma vije lakaet ar re yaouank da ganañ gavotennoù ar Menez en ur zañsal asambles, evel ma reas-eñ gant tud e bastell-vro broudet gantañ da adsevel ar festoù-noz e 1957[2]. Diouzh-se ez eas Al Leur Nevez da embann pladennoù diwar enrolladurioù kanaouennoù-dañsal enrollet war al leurenn-zañs. Kevredet e voe Al Leur Nevez e-barzh Emgleo Breiz, pa voe anezhañ evel ur c’hevredad sevenadurel. Kenderc’hel a ra obererezhioù troet ouzh embann kanaouennoù ar Poc'hêr ha memor Loeiz Roparz ha kanerien e vro.
Plegenn ar grouidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Personelezh Loeiz Roparz ha levezon e bastell-vro warnañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammet eo bet kreñv krouidigezh Al Leur Nevez ouzh Loeiz Roparz, aet da vezañ kelenner e Kemper, pa zalc’has da virout darempredoù gant e gumun, hag eñ bet desavet e-tal-kichen an iliz, tostik a-walc’h da bep sonadeg da-geñver an euredoù. Diwar-se e teuas e volontez da zeskiñ seniñ ar vombard, pa ne veze ket mui dalc'het gant ar c'hanaouennoù da zañsal abaoe ar Brezel-bed kentañ. Pa oa 17 vloaz (e 1938) ez eas da C'hoursez ar Varzhed, dalc'het e Kastellin, asambles gant e c'hoar, Eugénie, hag ur bodad Poullaoueniz pedet da gemer perzh en dibunadeg[3]. E maezioù paour ar Poc’hêr ne veze ket trawalc’h a binvidigezh evit paeañ sonerien evit ar festoù ordinal, ken e voe diorroet arz ar c’han da zañzal dre werzioù hir klotennet hag eizhsilabennek, hag a veze kanet war « n’eus forzh peseurt ton »[4]. Eñ a c’hounezas doujañs ha fiziañs kouerien hag artizaned Poullaouen ha Lokmaria-Berrien, ken e kendrec'has anezho da adkavout an hengoun arsavet ha lakaat anezho da ganañ gantañ. Enrollañ a reas meur a abadenn war e sonskriverez er bloavezhioù 1950 ha pelloc'h.
Anv arouezius ar gevredigezh ha raktres evit ar brezhoneg war un dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv an aozadur a ra dave da leurioù palumet a veze prientet gant ar c’hounizerien, pe evit kompezañ porzh ar feurm, pe evit dornañ an ed gant ar freilh warno. Goloet e veze al leur dornañ gant pri gleb ha kompezet e veze gant an dañserien bodet evit lidañ diwezh an eost[5].
Un obererezh mennet mat evit ma chomje bev ar brezhoneg eo bet mennozh Loeiz Roparz ivez, evel m’en displegas e 1962 :
…ez eo bet soñjet ganeom skriva kanaouennou ar bladenn ar resisa ar gwella evid :
- Ar re, niverusoh niverusa, o deus desket ar brezoneg lennegel, med n’anavezont ket mad ar rannyezou- An dud a gomz mad tre brezoneg o farrez, med n’anavezont ket mad a-walh ar brezoneg lennegel evid kompren eur rannyez all
- Brezonegerien an amzer da zond
Kentskrid al levrig deuet gant ar bladenn Vogue, Kan ha diskan : gavottes de Bretagne, Emgleo Breiz.
Kenlabour gant al luskad rannvroelour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok an Eil Brezel-bed en doa gellet Loeiz Roparz kejañ gant Taldir, Drouiz-Meur Breizh ha penn a-raok ar rannvroelourien, ha roet en doa dorn d'e c'hoar, Eugénie, evit aozañ kelc'h keltiek Poullaouen, Mesaerien Poullaouen e anv, hag a zañse diwar binviji seniñ. Darempredoù aes a veze gant Loeiz Roparz ha Per-Jakez Helias, hag int-o-daou kelennerien war al lizhiri klasel e Kemper goude ar brezel. En aozadur Kendalc’h, krouet e 1950, ha pelloc’h er c'hevredad sevenadurel Emgleo Breiz, oberiant e 1957, e kemerjont perzh o-daou, o vezañ ma oant dedennet gant ar brezhoneg komzet gant tud ar bobl ha prest da vroudañ implij ar yezh e pep korn eus ar gevredigezh e Breizh. Dont a reas Al Leur Nevez da vezañ liammet ouzh perzhidi an embannadurioù e brezhoneg skolveuriek, ken e veze embannet e broduadurioù dindan ar merk embann Al Leur Nevez-Brud Nevez’’[6].
Obererezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mare an enrolladurioù hag an embann pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ adlañset ar festoù-noz evel darvoudoù foran e lakaas Loeiz Roparz ar strollad dañserien e Poullaouen, kelc’h keltiek ar gumun, Mesaerien Poullaouen[7], da adsevel an dañs diwar ar c'han, ar c'han ha diskan. Klask a reas enrollañ mouezhioù ar ganerien pa vezent o tañsal hag e kavas un teknikour war ar son, Hermann Wolf, marc’hadour binviji-seniñ ha skingomzioù e Kemper, hag e embannas peder fladenn dindan label Al Leur Nevez adalek 1964. Ar c'hentañ pladenn dindan anv Mesaerien Poullaouen a voe embannet gant an ti-embann pladennoù Vogue e 1958[8]. Evit boueta e raktresoù ec'h embanne Loeiz Roparz forzhik enrolladurioù gant kanerien e bastell-vro.
Mare ar stajoù brezhoneg ha deskiñ dansal mod-Poc’hêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ha pa voe pal kentañ Al Leur Nevez gwellaat live ar brezhoneg e-touez ar re yaouank e sachas brud diwar an implij a veze graet eus ar c’hanaouennoù da zañsal e-pad ar stajoù aozet e pastell-vro Karaez, e-lec’h e veze pleustret arz an dañs hep binviji-seniñ, ar c’han ha diskan, hag e roas brud dezhañ er bloavezhioù 1970. An dra a zo liammet-kreñv ouzh Loeiz Roparz, kelenner lise e Kemper, ha kelenner war ar brezhoneg ha war ar c’han brezhonek a-youl-vat ivez. E 1969 e voe digoret ur greizenn sevenadurel breizhek e Speied, e-kreiz ar Menez Du, e-barzh maner Menez Kamm, ha pelloc'h e Plonevell. Eno e talc'has Al Leur Nevez stajoù brezhoneg ha dañs da vare ar vakañsoù-skol e-pad pevar bloaz[9].
Labour enrollañ an abadennoù dañsal ha testennoù ar c’hanaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar pladennoù 45 ha 33 tro embannet gant an ti-embann pladennoù Mouez Breiz, dindan atebegezh teknikel Hermann Wolf, e voe degaset muioc’h a vrud pa zeuas ar c'hiz da zañsal mod-Breizh er bloavezhioù 1970. Pelloc’h e voent adembannet dindan stumm pladennoù-arc’hant. Goude marv Hermann Wolf e 1978 e voe degaset e varregezhioù war tretiñ ar son gant Jefig Roparz, e eil mab.
Embannadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pladenn kelc'h keltiek Poullaouen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok Al Leur Nevez, met gant ul lodenn vras eus ar ganerien a voe embannet o mouezhioù war he fladennoù.
- 1958
- Kan ha diskan : gavottes de Bretagne, Le Cercle celtique de Poullaouen, 1 bladenn ervennig, 33 tro, Vogue, LDM 30057. War ar golo : Édité sous l'égide des fédérations bretonnes de Paris.
Embannet gant Loeiz Roparz a-raok ma savas Al Leur Nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1955
- Gavotte de Poullaouen, biniou bras gant Marcel Roparz[10], bombard gant Loeiz Roparz, pladenn ervennig, 45 tro, 17 cm, Mouez Breiz, MB4509.
Embannet dindan anv Al Leur Nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1964
- Kan ha diskan, kanet gant Catherine Guern ha Loeiz Roparz, pladenn ervennig 45 tro, 17 cm. MB 4511.
- 1965
- Fest-noz war ar mêz gant dañserien Poullaouen ha Locmaria : pladenn genta Al Leur Nevez, kanerien Loeiz Roparz, Frañsou Menez ha Bastien Guern, pladenn ervennig, 33 tro, 25 cm. Mouez Breiz, MB3341.
- 1966
- Compagnons de festou-noz : gand danserien Poullaouen ha Locmaria, kanaouennoù gant Yvonig Lavenant, G. Jaffré ha F.-L. Gall... [et al.], Kemper, Mouez Breiz, 1 pladenn ervennig (18 min 32 s), 33 tro, 25 cm.
- 1972
- Deut da zansal, gand kanerien Brasparz ha Poullaouen ha gand danserien Locmaria : trede pladenn Al Leur Nevez, kanet gant Loeiz Roparz, Pierre-Jean Motreff, Jean Broustal, Frañsou Menez hag all…, Mouez Breiz. pladenn ervennig, 33 tro, 30 cm.
- 1974
- Gavotte de l’Aven, kan ha bombard gant Loeiz Roparz, biniou gant Yvon Palamour hag Alain Le Buhé, pladenn ervennig, 33 tro, 25 cm, MB3325.
- 1985
- Beva 'n eur gana : Rimodell ha kanaouenn, Emgleo Breiz-Al Leur Nevez ha Brud Nevez / Skol-uhel ar Vro, pladenn ervennig 33 tro, ALN 484
- 1991
- Beva 'n eur gana : Rimodell ha kanaouenn, Emgleo Breiz-Al Leur Nevez, 35 p. + 1 kased. (ISBN 2906373095)
- 1992
- Kan ha diskan, gant Kanerien-Dañserien Poullaouen Gavotte de Poullaouen, 1956. Pladenn ervennig 33 tro
- 2002
- Kan ba'n dañs, gant Kanerion Pleuigner. Embannet gant Loeiz Roparz.
Pladennoù o tennañ d’Al Leur Nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1979
- A-bouez penn, gant Pierre-Jean Motreff ha Loeiz Roparz, pladenn ervennig, 33 tro, 25 cm, Coop Breizh, CB1003.
- 1980
- Pemp Bloavez War'n Ugent Kan Ha Diskan 1955-1980 = 25 Années de Kan Ha Diskan, pladenn arc’hant, Rikou Soner, RS179.
- 2007
- 50 Ans De Kan Ha Diskan avec Loeiz Ropars, 2 pladenn arc’hant, Coop Breizh, CD 994.
Levrioù ha levrigoù staget ouzh pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1985
- Digor an abadenn : Kanaouennou-dansal, soniou dastumet pe savet toniou koz pe nevezet gand Cheun ar C'hann, daou ger a-raog gand Jef ar Penven ha Per-Jakez Helias, 2l embannadur, Emgleo Breiz-Al Leur Nevez hag Ar skol vrezoneg, 66 p.
- 1986
- Brezoneg 'n eur gana, kan gant Loeiz Roparz, Emgleo Breiz, Al Leur Nevez hag Ar Helenner, 1 kased. Hentenn-zeskiñ brezhoneg.
- 1991
Beva 'n eur gana : Rimodell ha kanaouenn, Emgleo Breiz-Al Leur Nevez/Ar Skol vrezoneg, 35 p. + 1 kased. (ISBN 2906373095).
- 1992
- Sonioù-pobl. 1, dastumet gant Kerlann, Emgleo Breiz-Al Leur Nevez, 103 p. (ISBN 2900828678).
- 1993
- Kan ha diskan : 7ved pladenn, kanaouennoù gant Loeiz Ropars ha Kanerien-dañserien Poullaouen, Emgleo Breiz-Al Leur Nevez ha Brud Nevez, 15 p. + 1 pladenn 33 tro. (ISBN 2867751160).
- 1995
- Sonioù-pobl. 2, dastumet gant Kerlann, Emgleo Breiz-Al Leur Nevez, 176 p. (ISBN 2900828855) (direizh).
- 1999
- "Rimodell ha kanaouenn » dastumet gant Loeiz Roparz, Al Leur Nevez, 100 p. (ISBN 2913860001). Adembannet e 2001 ((ISBN 2913860036)).
- 2002
- Yann ar Floc'h, Koñchennou euz bro ar ster Aon, Emgleo Breiz-Al Leur Nevez, 326 p. (ISBN 2913860044).
- 2003
- Yeun ar Gow, E skeud tour braz Sant-Jermen : eñvorennou bugaleaj, renket ha troet gant Jefig Roparz ha Mikêl ar Gow, Emgleo Breiz-Al Leur Nevez, 279 p. (ISBN 291386001X).
- 2011
- Loeiz Roparz : paotr ar festou-noz : le rénovateur du fest-noz, testennoù dastumet gant Jefig Roparz, kentskrid gant Fañch Broudig, Emgleo Breiz-Al Leur Nevez, 192 p. + 1 pladenn-arc’hant. (ISBN 978-2-35974-025-7).
Levrlennadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Fañch Postic, "Aux origines du fest-noz : histoire d'un renouveau", ArMen, niv. 93, miz Ebrel 1998, pp. 12-23.
- 50 ans de kan ha diskan avec Loeiz Ropars, Coop Breizh, 2008, 78 p. + 2 bladenn-arc’hant. Divyezhek brezhoneg-galleg. Priz arbennik juri Produet e Breizh.
- (fr) Loeiz Roparz : paotr ar festou-noz : le rénovateur du fest-noz, testennoù dastumet gant Jefig Roparz, kentskrid gant Fañch Broudig, Emgleo Breiz-Al Leur Nevez, 2011, 192 p. + 1 bladenn-arc’hant. (ISBN 978-2-35974-025-7).
- [1]
- Video ar gelaouadenn savet evit an abadenn skinwel "Breiz o veva" skignet d’an 10 a viz Eost 1972, da geñver ur staj-deskiñ brezhonek aozet gant Al Leur Nevez
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Meneget gant Soazig Daniellou e-barzh he addispleg savet pelloc’h da enrolladur ur gelaouadenn sevenet e 1972 (sellet ouzh al levrlennadurezh).
- ↑ Kentañ fest-noz ha ne oa ket ur fest hengounel en ur c’harter war ar maez a voe aozet gant Loeiz Roparz, izili e familh hag e vignoned, e-kreiz bourc’h Poullaouen e 1957.
- ↑ Fañch Postic, Aux origines du fest-noz, p. 15.
- ↑ E brezhoneg Poullaouen : « fout peseurt ton », Loeiz Roparz, kenstskrid levrig ar bladenn embannet e 1962.
- ↑ Son al leur nevez a voe dastumet gant Teodor Kervarker hag embannet en e Varzhaz Breizh.
- ↑ Unan eus ar merkoù meret gant Emgleo Breiz e voe Brud Nevez, titl e gelaouenn lennegel, d'ar mare-se.
- ↑ Roet e voe an anv diwar ar arvest c’hoariva, Maesaergan Poullaouen, a veze savet gwezhall e Poullaouen gant tud ar vro gwisket evel mesaerien o tegemerout ar Mabig Jezuz.
- ↑ Kan ha diskan : gavottes de Bretagne, 1 bladenn ervennig, 33 tro, LDM 30057. En diwezh ez eo bet lakaet Loeiz Roparz da brezidant kelc’h keltiek Poullaouen hag « animatour Kevrenn ar yez e Kendalc’h ». Adembannet eo bet ar bladenn hag e levrig gant Emgleo Breiz e 1962.
- ↑ Koll a reas he nerzhioù evit sevel stajoù Al Leur Nevez, pa voe krouet Brezoneg, yez veo e 1975. Sellit Mikael Madeg, Skrivagnerien.
- ↑ Breur da Loeiz Roparz.