Mont d’an endalc’had

Aimo Lahti

Eus Wikipedia
Aimo Lahti
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFinland Kemmañ
Anv-bihanAimo Kemmañ
Anv-familhLahti Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Ebr 1896 Kemmañ
Lec'h ganedigezhViiala Kemmañ
Deiziad ar marv19 Ebr 1970 Kemmañ
Lec'h ar marvJyväskylä Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetfinneg Kemmañ
MicherArmerezh, milour, inventor Kemmañ
Oberenn heverkSuomi KP/-31 Kemmañ
Prizioù resevetCross of Liberty, 4th Class, Knight of the Order of the White Rose of Finland, Memorial medal of the Winter War Kemmañ

Aimo Lahti, ganet d’an 28 a viz Ebrel 1896 e Viiala (Finland) ha marvet d’an 19 a viz Ebrel 1970 e Jyväskylä, a oa un ofisour hag ijinour finlandat. Brudet eo evit an armoù-tan en doa savet etre ar bloavezhioù 1920 ha 1940, hag a voe implijet gant arme e vro e brezelioù ar mare-se.

Goude e studioù e labouras Lahti evit an hentoù-houarn e Finland. Ur wech echuet gant e amzer-servij en arme finlandat e 1921 tivizas chom da labourat enni evel armeurer, ha goude bezañ diskouezet e varregezhioù war an teknik e voe kaset da Servijoù an Dafar e Ministrerezh Diabarzh ar vro e 1925. Asambles gant ar c’habiten Saloranta e ijinas ur fuzuilh-vindrailher, al Lahti-Saloranta M/26, hag a voe implijet gant an arme adalek 1926[1].

E 1928 e voe anvet da c’hourseller en embregerezh-stad armoù VKT, hag e 1930 e voe lakaet e penn servij an armoù skañv eno. Er bloavezhioù 1930 e savas armoù a bouez e istor milourel Finland, en o zouez ar bistolenn-vindrailher Suomi KP/-31 (1931), ar bistolenn damaotomatek Lahti L-35 (1935) hag ar fuzuilh eneptank Lahti L-39 (1939). An armoù-mañ a voe implijet er Brezel Goañv a-enep an URSS (1939-1940) hag er Brezel Kendalc’h war-lerc’h, betek 1944[1].

An AAC (Allied Control Commission) a erruas er vro e miz Gwengolo 1944 evit kontrolliñ hag e oa doujet an harz-tan etre Finland hag an URSS, ha diwar-neuze e voe berzet da Lahti ijinañ armoù nevez. Bevañ a reas diwar ul leve major-jeneral roet gant an arme betek e varv e 1970.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fi) VAAJAKALLIO Maire, Aimo Lahti: Asesuunnittelijana Suomessa, Jyväskylä, K.J. Gummerus, 1970, 12430/1970
  1. 1,0 ha 1,1 (en) Aimo Lahti, HLEBooks (lennet d'an 12/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan