Aigos Potamoi

Eus Wikipedia

Aigos Potamoi (en henc'hresianeg Αἰγὸς Ποταμοί, stêr ar c'havr : kavout a reer ivez ar stummoù latinekaet Aegos pe Ægos evit al lodenn gentañ ha Potamos evit an eil), anvet hiziv Indjé-limen pe Galata, zo ur wazh dour vihan e Kersonesos Trakia (Gallipoli), e Turkia. Aigos Potamos a oa ivez anv ur geoded c'hresian en henamzer, savet e-tal al lec'h ma skoe ar wazh-se en Hellespontos, un nebeud kilometroù e norzh keoded Sestos.

Brudet eo al lec'h abalamour da emgann Aigos Potamos a enebas flodadoù Aten ha Sparta e-kichen genou ar wazh e -405. Distrujet e voe listri Aten gant Spartaiz renet gant Lysandros, ar pezh a lakaas un termen da Vrezel ar Peloponnesos.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]