Mont d’an endalc’had

Ahel ar Rezistañs

Eus Wikipedia
Ahel ar Rezistañs e 2025.

Ahel ar Rezistañs a zo un emglev milourel etre Iran, un nebeud luskadoù armet e Palestina (Hamas ha Djihad Islamek), an Hezbollah e Liban, ar milisoù chiit en Irak, hag an Houthied e Yemen. Siria Bashar al-Assad a oa ivez un ezel eus an Ahel a-raok ma vefe echu gant renad al-Asad e 2024.

Pal an Ahel eo aozañ ur rezistañs a-enep d'ar Stadoù-Unanet ha da Israel er Reter-Kreiz. Enebiñ a reas ivez ouzh Stadoù Arab ar Pleg-mor, kevredidi ar Stadoù-Unanet, hag ivez ouzh an aozadur Stad Islamek. An enebiezh-se a zo aet war washaat kenañ abaoe penn-kentañ enkadenn ar bloavezhioù 2020 er Reter-Kreiz (Brezel ha gouennlazh Gaza abaoe 2023, Brezel etre Israel hag an Hezbollah e 2024, diskar Bashar el-Asad, Brezel an Daouzek Devezh, Brezel 2026 etre Iran hag ar Stadoù-Unanet). An darvoudoù-se o deus gwanaet an Ahel, evit poent (Meurzh 2026).

Kerkent ha dispac'h islamek 1979 e krogas Iran da harpañ luskadoù dispac'hel chiit er Reter-Kreiz, dreist-holl an Hezbollah goude aloubadeg Israel e Liban e 1982 ha milisoù irakian enebet ouzh renad Saddam Husain e-pad ar brezel etre Iran hag Irak.

Ne grogas Ahel ar Rezistañs da frammañ en-dro nemet goude aloubadeg Irak gant ar Stadoù-Unanet e 2003 hag ar gourdrouzoù stadunanat a vrezel a-enep Iran, kinniget evel ur mailh eus «Ahel an Droug». Evit Tehran ez a Ahel ar Rezistañs d'ober un emglev disujus evit mirout ouzh un dagadenn stadunanat pe israelat a-enep ar vro, ar pezh a zo c'hwitet[1].

  1. ↑ (en) https://www.chathamhouse.org/2025/03/shape-shifting-axis-resistance