Ahazia (roue Israel)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ahazia, e Promptuarii Iconum Insigniorum Guillaume Rouillé

Ahazia, pe Akazia [1] (hebraeg: אֲחַזְיָה‎ ’Ăḥazyāhū, "Yahu en deus tapet krog"; Ochozias e latin) a oa mab da Ahav, a voe roue Israel e-pad daou vloaz (-853 KJK - -852 KJK), hervez an Testamant Kentañ.

Setu ar pezh a lenner diwar e benn e Kentañ Levr ar Rouaned (1R 22, 53-54) :

« Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, hag e kerzhas war roudoù e dad ha war roudoù e vamm, ha war roudoù Yarovam, mab Nevat, a rae da Israel pec'hiñ. Hag e servijas Baal, hag e stouas dirazañ, hag e hegasas Doue Israel, a-grenn evel m'en devoa graet e dad. » [2]

Hervez Eil Levr ar Rouaned e kouezhas klañv goude bezañ kouezhet « dre gloued e gambr-uhel, e Shomron ».
Kas a reas kannaded da c'houlenn digant Baal-Zevouv hag-eñ e vevfe diwar ar c'hleñved. Ar re-mañ a gavas war o hent ar profed Elia a lavaras dezho « Evel-hen e komz an Aotroù : Ha n'eus ket a Zoue en Israel pa gasez da c'houlennata Baal-Zevouv, doue Ekron ? Setu perak, ar gwele ma'z out savet warnañ, ne ziskenni ket dioutañ, rak mervel a ri ! [3]

Lenn a reer en destenn e varvas Ahazia « hervez komz an Aotroù lavaret gant Elia ».

E vab Yoram a renas war e lerc'h.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Akazia" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 322
  2. Troididigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 163
  3. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, pp 167-168.