Afon Wnion

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
An Afon Wnion e-kichen Rhydymain

Ur stêr eus gevred Gwynedd eo an Afon Wnion, pe Stêr Gwnion. 16 km hed zo dezhi.

Eieniñ a ra e menez uhel Aran Benllyn, peder lev bennak eus Llanuwchllyn. Goude e red war-du ar mervent da gemberañ gant ar stêr Mawddach e-kichen Abaty Cymer. War he hent e tremen dre gêriadennoù bihan Rhyd-y-main ha Bontnewydd, dindan ur pont ken kozh hag an XVIIIvet kantved, ha goude e kêr Dolgellau ma tremen dindan ur pont brav arall, anvet Y Bont Fawr.

Dont a ra hec'h anv eus an anv-den Gwynion, ha troet eo gwyn en gwn; ul lec'h anvet Pennar(th) Gwynion zo en tolead, e-kichen Hengwrt.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Melville Richards, 'Enwau Lleoedd', yn Atlas Meirionnydd (Y Bala, 1975)