Afer an Tour de Nesle
Afer an Tour de Nesle zo un afer brudet hag a vije c'hoarvezet e deroù ar XIVvet kantved, en Tour de Nesle, un tour ouzh mogerioù Pariz er Grennamzer, ma kemeras perzh teir merc'h-kaer ar roue gall. Er XVvet kantved e voe savet ur vojenn diwar-benn ur rouanez a vije bet oc'h ebatal eno hag a lakae he serc'heien en seier goude kousket ganto, ha taolet goude d'ar stêr.
An tour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Tour de Nesle a oa un tour war lez kleiz ar stêr Saena, dirak tour al Louvre, hag a oa bet anvet « tour Hamelin ». An daou dour-se a oa daou eus pevar zour bras ar voger savet adal 1214, anvet diwar-lerc'h an ostel Nesle, tostik dezhañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar bugel en doa ar roue gall Fulup IV le Bel, ha tri mab anezho (a reno war e lerc'h), hag o-zri dimezet:
An tri a voe dimezet:
- Loeiz en 1305, da Marc'harid Bourgogn, merc'h da Zug Bourgogn, a oa 15 vloaz ;
- Fulup en 1306, da Janed Bourgogn, merc'h henañ Mahaut Artez;
- Charlez en 1308 da Blanche Bourgogn, eil merc'h Mahaut Artez, a oa 12 vloaz.
Mignonezed e oa an teir friñsez yaouank, plac'hed lirzhin ha kran en ul lez tristik, ha brud fall a voe savet dezho. Kontet e veze e tegemerent gwersed, hogen prouenn ebet ne oa, ha derc'hel a raent da gas o buhez laouen ha dibreder.
E deroù 1314 e krogas an afer. Urzh a roas ar roue gall Fulup IV le Bel da herzel e deir merc'h-kaer
Hervez ur c'hronikour e oant bet flatret gant o c'hoar-gaer, merc'h ar roue, Isabelle de France, rouanez Bro-Saoz.
Tapet e vijent bet pa oant a-greiz o ebatoù gant daou varc'heg yaouank, an daou vreur Philippe ha Gauthier d'Aunay.
Anavezet eo ar gwallabadenn-se evel afer tour Nesle.
Boureviet e voe an daou varc'heg, hag anzav a rejont o darempredoù gant ar priñsezed. Diskroc'henet e voent e Pontoise en-bev, spazhet, dibennet, ha lakaet ouzh ar groug.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dre fazi eo e vez staget anv ar prederour gall Jean Buridan ouzh an afer abalamour d'ar varzhoneg c'hallek, Ballade des dames du temps jadis gant François Villon.