Aerva
| Iskevrennad eus | human-geographic territorial entity, brezel armet |
|---|---|
| Rann eus | brezel |
| Anvet diwar | theatre |
E geriaoueg ar brezel e vez graet aerva eus un dachenn lec'h ma vez obererezhioù milourel pouezus o vezañ sevenet. Disheñvel eo an aerva diouzh un talbenn dre ledander an dachenn engouestlet, an talbenn a zo ul linenn kejañ etre daou nerzh enebet ; pa vez bras an dachenn e tro d'un aerva.
Aerva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e levr Vom Kriege (Diwar-benn ar brezel), Carl von Clausewitz a zispleg ar ger Kriegstheater (un droidigezh eus ur ger koshoc'h, e latin hag implijet abaoe ar XVIIvet kantved theatrum belli) evel unan hag :
A zispleg anatoc'h ul lodenn eus ar spas lec'h ma vez ar brezel, gant harzoù gwarezet anat, hag a zo dizalc'h a-walc'h. Ar gwarez-se a c'hell bezañ kreñvlec'hioù, pe harzoù naturel meur ha betek bezañ pell-tre diouzh ar peurrest eus an talbenn brezel. Al lodenn-se n'eo ket un tamm bihan eus ar brezel hepken, met kentoc'h unan klok e-unan; dre-se n'eo ket stag ouzh ar c'hemmoù hag a c'hell c'hoarvezout e takadoù all eus ar brezel, ar re-se ne zegasont levezon ebet pe dost. Evit reiñ ur soñj sklaeroc'h eus kement-se, ret eo deomp soñjal ez eus un araokadenn en ul lec'h, tra ma'z eus ur giladenn en ul lec'h all, pe emañ al lu o'n em zifenn en ul lec'h tra ma'z eus un argadenn en ul lec'h all. Seurt displegadenn ne c'hell ket bezañ implijet en un doare hollek; implijet eo amañ kentoc'h evit lakaat kompren ar c'hemm[1].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Carl von Clausewitz (1956). On War. Jazzybee Verlag. 162 p. ISBN 9783849676056.