Mont d’an endalc’had

Adstrat

Eus Wikipedia

Hervez ar yezhoniezh ez eo ur yezh adstrat ur yezh hag en devez ul levezon war ur yezh all hag e vez levezonet ganti hep ma'z afe da get nag an eil nag eben. Un doare levezoni etre yezhoù (saoz. linguistc interference) eo. (Gw. superstrat ha substrat).

Da skouer eo bet levezonet ar galleg gant an alamaneg hag levezonet eo bet an alamaneg ivez d'e dro gant ar galleg met n'eo ket aet da get nag an alamaneg nag ar galleg :

  • das Abenteuer (al.) < l'aventure (gall)
  • la valse (gall.) < der Walzer (al.)

Ret eo anzav memestra ez eo bet levezonet an alamaneg gant ar galleg kalz muioc'h evit n'eo bet levezonet ar galleg gant an alamaneg, da lavarout eo ez eo ledanoc'h adstrat ar galleg en alamaneg evit ar c'hontrol. Anat eo abegoù seurt liammoù levezoni pa seller ouzh istor politikel ar yezhoù: ar yezh uhel e oa ar galleg e meur a vro eus Europa, en o zouez an Alamagn kantvedoù'zo, met n'eo ket deuet biskoazh an alamaneg da vezañ unan eus yezhoù uhel Europa estreget e Kreizeuropa.


Gwelet ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]