Mont d’an endalc’had

Adriano Celentano

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Adriano Celentano e 1961.

Adriano Celentano, bet ganet e Milano (Italia) d'ar 6 a viz Genver 1938, zo ur c'haner, un aktour, un dañsour hag ur produer italian. Unan eus arzourien anavezetañ ha poblekañ Italia eo. Abaoe 1956 en deus embannet 49 fladenn ha gwerzhet kantadoù a vilionoù anezhe.

Kregiñ a reas Adriano Celentano da ganañ roc'k 'n' roll e kreiz ar bloavezhioù 1956 a-raok ledanaat e zoareoù sonerezh. E-touez e ganaouennoù brudetañ emañ Il ragazzo della via Gluck (1966) ma kont e vugaleaj, hag a voe troet e 18 yezh[1]. E 1973 e savas Prisencolinensinainciusol, skrivet ha kanet en ur seurt brizh saozneg. E 1976 e lakaas er gouloù Svalutation ("istalvoudekaat") ma rae anv eus ar stroñsoù tireoul hag eus ar cheñchamantoù gouarnamantoù dizehan en e vro. Berzh a reas er bed a-bezh[2].

C'hoariet en deus Celentano e meur a film, ken abred hag e 1960 e La dolce vita gant Federico Fellini.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (it) La storia war lec'hienn an arzour (lennet d'ar 15/08/2025)
  2. (fr) "Svalutation" d'Adriano Celentano, l'hymne politique italien, France Inter, 17/09/2023 (lennet d'ar 15/08/2025)