Adolphe Billault
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Adolphe Billault |
| Anv-bihan | Adolphe |
| Deiziad ganedigezh | 12 Du 1805 |
| Lec'h ganedigezh | Gwened |
| Deiziad ar marv | 13 Here 1863 |
| Lec'h ar marv | Goueled-Goulen |
| Tad | Augustin Billault |
| Mamm | Marie-Rose Jamet du Kergoët |
| Pried | Françoise Bourgault-Ducoudray |
| Bugel | Fanny Billault, Marie Billault |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | alvokad, politiker |
| Bet war ar studi e | Q3064267 |
| Ezel eus | Academic Society of Nantes and the Department of Loire-Inférieure |
| Perc'henn war | château des Grésillières |
| Prizioù resevet | Grand Cross of the Legion of Honour, Knight Grand Cross of the Order of Saints Maurice and Lazarus, Commander of the Order of the Netherlands Lion, Grand Cross of the Order of Charles III, Order of the Medjidie |
Adolphe Augustin Marie Billault, ganet d'an 12 a viz Du 1805 e Gwened ha marvet d'an 13 a viz Here 1863 e Goueled-Goulen[1], a zo un alvokad hag ur politikour breizhat, bet ministr ha kannad al Liger-Izelañ meur a wech. Frankizour da gentañ e tuas gant renad an Eil Impalaeriezh c'hall goude.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orinoù, stummadur ha buhez familh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Augustin Billault, resever maltouterezh, anvet e Montroulez e 1815, ha da Marie-Rose Jamet du Kergoët, eus ur familh paramantourien rivinet gant brezelioù Napoleone Buonaparte. Ober a reas e studioù eil derez e skolaj Kastell-Paol, ha tremen a reas e vachelouriezh e Roazhon e 1822.
Studiañ a reas ar gwir e Roazhon[2] ha dont a reas da vezañ mignon gant Ange Guépin, genidik eus Pondivi hag a vo naonedat eveltañ goude[3]. Bet en doe e aotreegezh e 1825 hag en em staliañ a reas evel alvokad e Naoned goude e staj (1825-1828). Dont a reas da vezañ ezel eus Kuzul an urzh e 1830.
E 1830 e timezas da Françoise Bourgault-Ducoudray, merc'h d'ar paramantour Guillaume Bourgault-Ducoudray, prezidant Kambr Kenwerzh Naoned ha perc'henn domani ar Grézillières e Goueled-Goulen (ul lodenn anezhañ a vo da Adolphe Billault ha lakaat a reas sevel ur c'hastell hag a zo anezhañ c'hoazh hiziv ; tisavour : Joseph-Fleury Chenantais[4]), ha nizez da Louis-François de Tollenare. Div verc'h o doe, Fanny ha Marie, o gwaz a gemero anv o zad-kaer : Julien-Henri Busson-Billault (ministr-prezidant Kuzul ar Stad) ha François Colas de La Noue-Billault (kuzulier Stad ha pennsekretour Kuzul ar Stad).
Monarkiezh Gouere
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennalvokad urzh alvokaded Naoned e teuas da vezañ e 1838. Breutaet en doa, e-touez an aferioù en doa graet war o zro, e prosez ar jeneral Kersabiec e 1832[5], tapet e-barzh taol-esae emsavadeg lejitimour dukez Berry, hag a dremen hebiou ar c'hastiz a varv. Dont a reas da vezañ ivez alvokad-kuzulier meur a benn bras : dug Aumale, dukez Valençay, dug La Rochefoucaud-Liancourt[6].
Ezel e voe, e-kichen Camille Mellinet, Ange Guépin hag an diazezer Voruz, eus ar Gevredigezh C'hreantel hag a oa he fal gwellaat aozioù ar vicherourien[7]. Ezel e voe ivez eus ar Gevredigezh akademek. Skrivañ a rae pennadoù e-barzh Le Breton, kazetenn Camille Mellinet. Sevel a reas a-du gant lakaat e-pleustr ur sistem gwarez sokial peurgetket.
Boulc'hañ a reas ur resped a guzulier-kêr e Naoned e 1830. Addilennet e voe e 1831 ha 1837. Tost e oa d'ar metoù bourc'hiz naonedat, ha mouezh eo ar c'hreantourien ha marc'hadourien hag a c'houlenne un deskadurezh pleustrek[8].
D'an 24 a viz Du 1860 e teuas da vezañ unan eus an tri ministr hep portfolio, karget da zifenn politikerezh an Impalaeriezh dirak ar C'hambroù. Gallout a reas displegañ e chemet dre gomz eta, ha kalz gwelloc'h e voe eget an daou vinistr all. E 1861 e voe roet an ostel Saltykoff e Pariz dezhañ gant Napoleon III[9] hag anvet e voe da ministr a Stad d'an 23 a viz Even. Sellet e voe evel un den a-bouezh kenañ eus ar renad mùet e gwirionez n'en doa ket a c'halloud. Skuizhus e oa an tabutoù er parlamant hag ur seurt diwaskadur e tapas, ar pezh a weller el lizhiri eskemmet gant ar briñsez Julie Bonaparte[10]. Gwall skoet e voe ivez gant marv e wreg.
Mervel a reas abred en e zomani ar Grézillières. Gwall boaniet e voe Prosper Mérimée ha Napoleon III gant kement-se. Lidet e voe e obidoù en iliz Saint-Germain-l'Auxerrois e Pariz.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arouezennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kroaz-Veur Lejion a enor Bro-C'hall e 1857 (marc'heg e 1840, ofiser ha komander e 1852, ofiser meur e 1855)
- Komandour urzh al Leon nederlandat e 1840
- Kroaz-veur urzh Charlez III Bro-Spagn e 1855
- Kroaz-veur urzh Sent-Maoris-ha-Lazar Sardegna e 1855
- Kentañ klas urzh ar Medjidie e 1860
Straedoù ha delwennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- War ar blasenn Aristide-Briand ("Lafayette" d'ar mare-se), e-tal Palez ar Justis, e voe savet un delwenn anezhañ gant ti-kêr Naoned, dioueliet d'ar 15 a viz Gwengolo 1867, dirak ar ministr Eugène Rouher. Goude diskar an Eil Impalaeriezh e voe tennet alese didrouz gant ar maer Gabriel Lauriol evit chom hep bezañ distrujet gant republikaned. Lakaet e voe e kavioù Palez ar Justis ha goude e liorzh ar mirdi Dobrée. Teuzet e voe gant gouarnamant Bro-C'hall e-pad an Ac'huberezh evit implij ar metaloù amhouarnus[11].
- e Pariz e oa anvet « straed Billault » ar straed Washington etre 1867 ha 1879.
- e 1868 e voe krouet ur straed nevez adalek kreiz-kêr Gwened, anvet "rue Billault".
- e 1963 e voe lidet 100 vloaz e varv dre un diskouezadeg e Naoned : Adolphe Billault et son temps, 1805-1863 gant Henri de Berranger ha L. Rouzeau (Dielloù departamant Liger-Atlantel).
- e 1964 e voe anvet ar boulouard Adolphe-Billault en enor dezhañ e Naoned, war enez Naoned.
Embannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- De l'Éducation en France et de ce qu'elle devrait être pour satisfaire aux besoins du pays gant Adolphe Billault, Imprimerie de Mellinet, Naoned, 1834, 43 p., nv bnf 30105631.
- Question Italienne - Discours de son excellence M. Billault, ministre sans portefeuille, au sénat et au corps législatif Imprimerie impériale, Pariz, 1861, 120 p.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Mortuaj meneget er Bulletin de la Société archéologique de Nantes
- ↑ Le Marec, pajenn 10 e vit studioù Adolphe Billault.
- ↑ Philippe Le Pichon, "Ange Guépin dans l'histoire de Nantes", e : Du sentiment de l'histoire dans une ville d'eau : Nantes gant Alain Croix, Editions de l'Albar, Thonon-les-Bains, Haute-Savoie, 1991 (ISBN 9782908528312) p. 155-172.
- ↑ Cf. lec'hienn glad Goueled-Goulen ha Bulletin de la Société archéologique cité supra.
- ↑ Jean-Marie-Angélique Sioc'han de Kersabiec, beskont, ganet d'ar 14 a viz Ebrel 1769 e Kastell-Paol, marvet d'ar 16 a viz Mae 1840 e Naoned, maer Pont-Marzhin ha tad Marie Louise Eulalie Sioc'han de Kersabiec.
- ↑ Henri de Berranger, 1960.
- ↑ Philippe Le Pichon, "Ange Guépin dans l’histoire de Nantes", pajenn 162
- ↑ Patrom:Harvsp.
- ↑ 10 straed Saint-Arnaud, bremañ straed Volney.
- ↑ Julie Charlotte Bonaparte (1830-1900), merc'h da Zénaïde Julie. Cf. : lec'hienn The peerage.
- ↑ La presse à Nantes de 1757 à nos jours, levrenn I. Les années Mangin (1757-1876), gant Jean-Charlez Cozic ha Daniel Garnier, L'Atalante, Naoned, (ISBN 978-2-84172-395-9), 2008, p. 249-250.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberennoù hollek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Billault gant Victor Frond, Le panthéon des illustrations françaises au XIXe siècle, levrenn II (lenn enlinenn)
- Dictionnaire des parlementaires français gant Adolphe Robert ha Gaston Cougny, 1889-1891, levrenn 1, Pariz
- Nantes et les Nantais sous le Second Empire gant Claude Kahn ha Jean Landais, Ouest Éditions, Naoned, 1992 (ISBN 978-2-908261-92-9)
Oberennoù arbenniget
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Henri de Berranger, Un Nantais ministre de Napoléon III, Adolphe Billault, 1805-1863, e Bulletin de la Société archéologique de Nantes et de Loire-Atlantique, 1960 (levrenn 99, p. 60-72) ha 1961 (levrenn 100, p. 3-18)
- Noël Blayau, Adolphe Billault, ministre de Napoléon III d'après ses papiers personnels, 1805-1863, Embannadurioù Klincksieck, Pariz, 1969. Recension critique de Geneviève Massa-Gille dans Bibliothèque de l’École des Chartes, 1971, levrenn 129, No. 2, p. 488-491, da welet war lec'hienn Persée
- Yann Le Marec, L'entrée en politique d'Adolphe Billault, e Politix, 1996, levrenn 9, No. 35, p. 7-22, da welet war lec'hienn Persée
- Une ville et ses écoles - Nantes, 1830-1940 gant Marc Suteau, Gwask Skol-veur Roazhon, 1999, 254 p., dastummad Histoire (ISBN 2-86847-428-4)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennadoù da dreiñ e brezhoneg
- Alvokaded Breizh
- Ganedigezhioù 1805
- Tud eus Gwened
- Marvioù 1863
- Ministred Bro-C'hall
- Kannaded Breizh
- Kuzulierien-gêr Naoned
- Ministred an Diabarzh Bro-C'hall
- Senedourien Bro-C'hall
- Pennalvokaded
- Kroaz-veur al Lejion a enor
- Urzh ar Medjidie
- Urzh Charlez III Bro-Spagn
- Urzh al Leon nederlandat
- Kuzulierien-departamant Liger-Atlantel