Adolfo Farsari
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Italia |
| Anv e yezh-vamm an den | Adolfo Farsari |
| Anv-bihan | Adolfo |
| Anv-familh | Farsari |
| Deiziad ganedigezh | 11 C'hwe 1841 |
| Lec'h ganedigezh | Vicenza |
| Deiziad ar marv | 7 C'hwe 1898 |
| Lec'h ar marv | Vicenza |
| Micher | luc'hskeudenner |
| Lec'h labour | Yokohama, 日光市, Japan |
| Floruit | 1880 |
| Deroù ar prantad labour | 1873 |
| Dibenn ar prantad labour | 1901 |
| Oberennoù zo en dastumad | Wereldmuseum, Netherlands Photo Museum, Wereldmuseum Rotterdam, J. Paul Getty Museum |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Adolfo Farsari, ganet d'an 11 a viz C'hwevrer 1841 hag aet da Anaon d'ar 7 a viz C'hwevrer 1898, a oa ur poltrejer italian o labourat e Yokohama, e Japan. E studio, an hini diwezhañ perc'hennet gant un estrañjour ha brudet e Japan, a oa unan eus ar re vrasañ o produiñ poltriji niverus hag o kaout berzh-bras. Dre ma oa mailh Farsari war mestroniañ an teknikoù poltredañ ha dre m'en doa donezonoù evel embreger, eo bet hollbouezus a-fed diorroadur ar poltrejerezh e Japan.
Goude ur mare berr en arme, m'en doa servijet e-kerzh ar Brezel diabarzh stadunanat, e oa troet d'un embreger ha gwerzher poltriji. E labourioù poltredañ a veze degemeret mat ha priziet, dreist-holl ar re livet gant an dorn gant poltredoù tud pe gweledvaoù. An darn vrasañ anezho a veze gwerzhet da estrañjourien o vevañ er vro pe da dud oc'h ober un dro gweladenniñ.
Skeudennoù Farsari a veze implijet kalz, kinniget e levrioù, kazetennoù, ha raloc'h e adimplijet gant arzourien all evit mediaioù all. E labourioù niverus o deus kemmet an doare da welet tud Japan, kement hag ar gweledvaoù, ha kemmet o deus ivez an doare ma en em wele Japaniz o-unan hag o bro dezho.