Adkargañ (munisionoù)

An adkargañ, e bed an hoplologiezh, zo sevel kartouchennoù armoù-tan en ur vodañ o elfennoù (emors, douilhez, poultr ha boled) gant an dorn hag ostilhoù bihan, e-lec’h prenañ reoù graet ha tout savet gant embregerezhioù[1].

Perzhioù mat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bannouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adkarget e vez o munisionoù gant tennerien hag a fell dezhe bezañ mistri war perzhioù bannouriezh o c’hartouchennoù, e bed ar sportoù tennañ dreist-holl, evit bezañ ar resisañ ar gwellañ. Dre-se e c’hallont dibab da skouer pouez, stumm ha danvez o boledoù, pe ar mas poultr enbarzhet en douilhez. A-drugarez d’un argerzh strizh e c’hall bezañ produet kartouchennoù unvan hag a vo reoliekoc’h o emzalc’h, ha reoliekoc’h o disoc’h ouzh ur sibl ivez. Kalz a dennerien a bell a live uhel, evel ar re a gemer perzh er genstrivadeg King of 2 Miles, a adkarg o munisionoù o-unan.
Diwar taolioù-arnodiñ un adkarger e c'hall dont ur gartouchenn Wildcat, hag a c'hallo dont da vezañ ur munisionoù standart nevez.
Espern arc’hant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marc’hadmatoc’h eo produiñ e vunisionoù e-unan er gêr dre vras evit daou rummad tud : an dennerien sport pe dudi hag a denn ouzhpenn miliadoù a gartouchennoù ar bloaz, hag ar re a implij armoù kozh, kambret evit munisionoù ral, ha ne vezont ket fardet gant kalz a embregerezhioù, pe n’int ket produet ken zoken, hag a c'hall bezañ gwerzhet ker a-walc'h[2]. Nebeutoc'h a zouilhezioù a ranker prenañ, pa vezont adimplijet e pep tenn.
Dafar ha teknik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar munisionoù skoet war o zro (.17 HMR, .22 Long Rifle ha .22 WMR da skouer) n’hallont ket bezañ adkarget, abalamour d’o emors bezañ ensoc’het e diabarzh o bourled. O douilhezioù n’int ket gwelet evel elfennoù a c’haller adimplij goude an tenn.
| An holloueziadur Wikipedia brezhonek eo embanner ar bajenn-mañ, met ne c'hall ket an titouroù embannet amañ bezañ lakaet da stummadur pe da aotre evit fardañ danvezioù-tarzh pe munisionoù. |
Ar munisionoù skoet en o c’hreiz a c’haller adkargañ er gêr eta, en ur heuliañ lod eus ar pazennoù-mañ, pe an holl anezhe :
- tennañ an emors skoet diouzh e zouilhez ;
- naetaat an douilhez a-drugarez d'un hejerez enni boulennoù bihan ispisial, pe d'ur mekanik ultrason ;
- adstummañ an douilhez diouzh an ezhomm, m’eo bet distummet da vare an tenn ;
- adtroc’hañ kolier an douilhez diouzh an ezhomm ;
- sterniañ un emors nevez e strad an douilhez ;
- ensoc’hañ ar c’hementad poultr a-zere ;
- sterniañ ur boled e kolier an douilhez.
Dafar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez gwaskerezioù un-ostilh a c'hall bezañ savet ostilhoù disheñvel warne evit pep hini eus pazennoù argerzh an adkargañ. Ar merkoù brudetañ, en o zouez Lyman, Lee Precision, Hornady ha RCBS, a ginnig gwaskerezioù hag a vod an holl ostilhoù war ar memes stern. Un dasparzher poultr hag ur bouezerez a ranker kaout ivez evit ensoc'hañ ar poultr en douilhezioù ha gwiriekaat reizhded ar c'hementadoù. Taolennoù-adkargañ skrivet, warne ar c'hementadoù poultr hag an doareoù boledoù da implijout, a gaver e levrioù arbennikaet, pe war lec'hiennoù internet produerien elfennoù adkargañ[3].
-
Un hejerez evit naetaat an douilhezioù.
-
Ur waskerez-adkargañ un-ostilh Hornady.
-
Ostilhoù da viñsat ha dalc'herezioù-douilhez evit adkargañ kartouchennoù 7,5 mm Suis.
-
Ur bouezerez poultr.
-
Dasparzher poultr Lee.
Dañjerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abalamour e raer gant danvezioù-tarzh (poultr hag emorsoù) e ranker teurel evezh ouzh ar mammennoù tredan statek pe tommder el lec'h implijet evit adkargañ. Ur munision ennañ re a boultr a c'hall lakaat an arm da darzhañ da vare an tenn, en ur c'hloazañ e implijer pe an dud tro-dro.
Lezenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro-C’hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Melestret eo an adkargañ munisionoù gant Kod ar Surentez Diabarzh[4]. Difennet eo akargañ munisionoù sañset (mellad L313-2), nemet en doare meneget er mellad R311-1 III 7° a), da lavaret eo "en ur mod prevez, a-drugarez da elfennoù kavet en ur mod lezennel". Gellet a ra un den adkargañ evitañ e-unan hepken neuze, ha n’hall ket ar munisionoù savet gantañ bezañ gwerzhet pe implijet gant tud all. N'haller ket berniañ ouzhpenn 1000 munision war un dro en e annez (mellad R312-49)[5].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement n°6, Crépin-Leblond, 2005, 384 p., ISBN 978-2703002352
- (fr) BEURTHERET Jean-Pierre, DRUBIGNY Freddy, Le rechargement, composants, outils, procédures, balistique, EPGUDR, 2017, 368 p., ISBN 9791094323182
- (en) WOORDARD W. Todd (renerezh), BARNES Frank C. (skrivagner orin), Cartridges of the World: A Completed and Illustrated Reference for 1700+ Cartridges, 17vet embannadur, Gun Digest Books, 2022, 704 p., ISBN 978-1951115593
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Skouerioù taolennoù-adkargañ kinniget gant daou embregerezh poultr european : Vitahvuori (en) ha Vectan (fr).
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ An termen "adkargañ" a c'hall talvezout ivez "adlakaat ur munision e kambr un arm".
- ↑ (en) MASSARO Philip, Factory Ammunition vs. Handloading: The Pros and Cons of Each, American Hunter, 30/05/2024 (lennet d'an 02/09/2025)
- ↑ (fr) COMPIÈGNE Jéremy, Tables de Rechargement PDF : La Clé d'un Rechargement Prudent et Précis, Bullet Addict, 09/08/2025 (lennet d'an 02/09/2025)
- ↑ (fr) BUIGNE Jean-Jacques, Rechargement des munitions dans un cadre privé, UFA, 04/02/2022 (lennet d'an 02/09/2025)
- ↑ (fr) Code la Sécurité Intérieure - Livre III : Polices administratives spéciales - Titre Ier : Armes et munitions, Légifrance (lennet d'an 02/09/2025)