Adil Rami

Adil Rami, ganet d'ar 27 a viz Kerzu 1985 e Bastia, zo ur c'hoarier mell-droad etrebroadel gall hag en deus c'hoariet evel difennour.
Buhez micherel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a reas Rami gant e vicher melldroader en ES Fréjus, hep bezañ tremenet dre ur greizenn stummañ. Merzet e voe neuze gant LOSC Lille ma c'hoarias e c'hoari kentañ e Ligue 1. Goude bezañ gounezet ar c'hopa doubl e 2011 ez eas e-barzh ar c'hevread spagnol hag er Valencia CF. En em staliañ a reas Rami ha dizoloiñ a reas ar Champions League, ha goude-se e kollas e blas tamm-ha-tamm.
E miz Genver 2014 ez eas kuit evit mont da AC Milano, a oa o stourm war dachenn ar sport d'ar mare-se. E-kerzh an hañv 2015 e tistroas Rami da Spagn, da Sevilla FC, ma roas e c'hoarioù tro dezhañ da zistreiñ d'ar skipailh gall. E fin e goulzad kentañ e c'hounezas Kevre Europa 2016 hag e voe ezel eus ar gourfenn e Kib Spagn.
E-kerzh an hañv 2017 e oa aet Rami en-dro gant Rudi Garcia, e c'hourdoner eus Lille, en Olympique de Marseille ha c'hwitet en doa e gourfenn Kevre Europa 2018.
Daoust da c'houlennoù kentañ kevredad Maroko e tibabas Rami c'hoari evit Bro-C'hall. Gant Les Bleus en doa kemeret perzh en Euro 2012 hag e kampionad 2016 e Bro-C'hall, a-raok gounit Kib vell-droad ar bed 2018 hep bezañ c'hoariet krogad ebet er genstrivadeg.
Abaoe 2022 ez eo Rami kuzulier mell-droad evit TF1. E 2023 e teuas da vezañ ezel eus Les Grosses Têtes war RTL.