Adiós muchachos (tango)
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Adiós muchachos zo un tango brudet, son gant César Felipe Vedani ha ton gant Julio César Sanders, hag a voe kanet hag enrollet gant Agustín Magaldi en Eost 1927, ha gitarourien d'e heul.
Er ganaouenn emañ an daneveller war e dalaroù o kimiadiñ diouzh e vignoned.
Komzoù all zo bet savet ivez e meur a yezh.
Doare saoznek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un doare saoznek, I get ideas, zo bet savet gant Dorcas Cochran, hag embannet e 1951. Kaoz zo eus un den a sav soñjoù c'hoantus ennañ o sellout ouzh ur plac'h (pe ur paotr, hervez gant piv eo kanet). Netra da welout gant ar son spagnolek.
Kanet eo bet gant Tony Martin, Peggy Lee, ha Louis Armstrong, o-zri e 1951. Kanet eo bet ivez gant April Stevens, ha gant Rosemary Clooney a-unan gant Bing Crosby e 1961.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kanet gant Carlos Gardel : [1]