Mont d’an endalc’had

Adc’hanedigezh vroadel tchek

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Lid diazez ar c’hentañ maen evit sevel ar C’hoariva Broadel, 1868

An Adc’hanidigezh vroadel dchek a voe ul luskad sevenadurel er broioù tchekek e-pad an XVIIIvet hag an XIXvet kantved, dezhañ da bal adsevel implij an tchekeg, ar sevenadur tchek hag an identelezh vroadel tchek. Er penn kentañ ne veze ket lakaet ar gaoz war vBro-Tchekia, met war Bohemia, al lodenn vrasañ anezhi.
Pennoù uhelañ al luskad e voe Josef Dobrovský ha Josef Jungmann hag a savas o-daou ul labour heñvel ouzh hini Yann-Frañsez ar Gonideg evit ar brezhoneg[1]. Trec’h e voe an adsavidigezh pa 'z eas Impalaeriezh Aostria da get e 1918 ken e c’hellas an Dcheked hag ar Slovaked sevel Republik Tchekoslovakia, gant o yezhoù adsavet hag adimplijet ez-ofisiel. Ur skouer e voe eus un adsavidigezh vroadel ha yezhel, ha ne chomas ket hep bezañ gwelet gant begennoù ar pobloù distad.

Goude bezañ bet trec’h en Emgann ar Menez Gwenn, e 1620, e voe renet alamanekadur ar broioù tchekek gant impalaerien an Tiegezh Habsburg. Liammet e voe ar politikerezh-se ouzh an emgann etre ar Gatoliked (tu an impalaerien) hag ar Brotestanted, pa oa aet an hanter eus an Dcheked war ar mennozioù nevez-se dindan levezon luskad an Hussited.
Ar galloud a strivas evit adlakaat ar relijion gatolik e penn ar gevredigezh en ur heskinañ an Disivoud protestant. Ken tagus e voe an ober-se ma voe kuitaet o bro gant ul lodenn vras eus ar vegenn[2].
E-doug ar bloavezhioù 1800 ha 1900 e voe lamet implijoù ar tchekeg koulz er velestradurezh, en deskadurezh hag e metoù an dud desket, er sevenadur peurgetket. Miliadoù a levrioù tchekek a voe distrujet diwar abegoù relijiel. A-nebeudoù e voe klenket ar yezh ken ne veze ket mui implijet estreget gant an dud vunut, ar gouerien da gentañ penn. Eus ar maezioù e teuas an awen evit adkrouiñ ur yezh tchekek azasaet ouzh ar vuhez sevenadurel.

An intrudu kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez James Naughton e c’heller merzout e voe lieskementet al levrioù tchekek goude 1780 hag e voe savet un ti-embann arbennik, Česká expedice, e 1790. Kalz a varzhonegoù, a bezhioù-c’hoari troet eus an alamaneg hag a gontadennoù-pobl a veze embannet, met ne oa ket uhel al live e-ser al lennegezh hag ar skiantoù.
E 1809 ec’h embannas Josef Dobrovský yezhadur yezh Bohemia, savet e alamaneg, Ausführliches Lehrgebäude der Böhmischen Sprache, zur gründlichen Erlernung derselben für Deutsche he zitl, hag a oa modernoc’h eget hini František Martin Pelcl, kelenner war al lennegezh tchekek e Skol-veur Praha. E 1817 e tiskouezas Václav Hanka dornskridoù tchekek kinniget gantañ evel pezhioù savet er Grennamzer, met kavet e voe goude bloavezhioù e oant bet goveliet gantañ.

Mirdi Broadel Praha, kavell an Adc’hanidigezh vroadel.

Eus 1834 da 1839 ec’h embannas Josef Jungmann ar geriadur tchekeg-alamaneg kentañ (Slownjk česko-německý Josefa Jungmanna). Ul labour bras e oa a-fet e vent hag a voe pouezus-tre evit sevel diazezoù an tchekeg modern. Kemer a reas harp war geriaoueg Bibl Kralice (1579–1613, met amprestañ a reas kalz a c’herioù kavet e yezhoù slavek all. Gerioù kentañ an termenadur skiantel a zegasas ivez, ken e voe posubl da ziorren an enklask e tchekeg e berr amzer. Embannet e voe al labour-se gant un ti-embann, Matice česká "Kalonenn dchek" he anv, savet e 1831 gant František Palacký, e-barzh ar Mirdi Broadel[3], e Praha. Bloaz goude e voe embannet gant Matice česká ar gelaouenn skiantel Časopis Společnosti Wlastenského Museum w Čechách ("Kelaouenn Kevredigezh Mirdi Wlastensky e Bohemia" ; Časopis Národního muzea Matice česká hiziv, "Kelaouenn Mirdi Broadel ar Galonenn Dchek"), e-lec’h ma c’hellas al lennerien dchekek skrivañ traoù a denne d’o bro en o yezh. En enep, al labourioù sevenet dindan paeroniezh Akademiezh roueel ar skiantoù e Bohemia a veze graet e alamaneg. Muioc’h-mui a aozadurioù o plediñ gant ar yezh tchekek a zeuas war wel (ar C’hoariva Broadel e 1883, da skouer), pa voent arc’hantaet gant pennoù uhel ha pinvidik, tudjentiled vras en o zouez.

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Grammaire celto-bretonne, gant Ar Gonideg, 1807 : yezhadur Dobrovský, 1809 ha Dictionnaire celto-breton (1821) : geriadur Jungmann, 1834–39.
  2. Seblantout a ra da veur a istorour ez eo an abeg brasañ d'an dizoueegezh a gaver stank e Tchekia hiziv.
  3. Mirdi brogar Bohemia, er mare-se.