Mont d’an endalc’had

Adé

Eus Wikipedia
Adé
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanAdélaïde Kemmañ
Anv-familhChabannes de Balsac Kemmañ
LesanvAdé Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Ebr 1995 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherkanerez Kemmañ
Ezel eusTherapie Taxi Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://adeofficiel.com/ Kemmañ
Adé o kanañ en Erer Kozh e 2018 gant Thérapie Taxi

Adélaïde Chabannes de Balsac, lesanvet Adé, ganet d'an 20 a viz Ebrel 1995 e Pariz, a zo ur skrivagnerez-sonerez-kanerez ha sonourez c'hall. Da gentañ e oa deuet da vezañ kanerez ar strollad Therapie Taxi a-raok kregiñ gant ur respet solo.

Kanerez ar strollad Therapie Taxi e voe bet adalek ar penn kentañ e 2013, betek o disparti e 2021. Kroget e oa gant ur respet solo adalek 2022[1][2]. E miz Ebrel, er memes bloavezh, he doa embannet he single kentañ : Tout savoir.

D'an 23 a viz Gwengolo 2022 e embannas he albom solo kentañ, Et alors?. Kenlabouret he deus ivez gant Benjamin Biolay da skouer evit ar ganaouenn Parc fermé (2021)[1], gant Nolwenn Leroy evit an albom La Cavale (2021) pe c'hoazh gant Louane evit ar ganaouenn Pleure (2020)[3].

  1. 1,0 ha1,1 (fr) PIERRET Benjamin, Adé, ancienne chanteuse de Thérapie Taxi, se lance en solo avec "Tout savoir", war BFMTV, 12/04/2022 (lennet d'an 30/04/2025)
  2. « Adé, ex chanteuse de Therapie Taxi : « J’ai envie d’exister par moi-même », war elle.fr, 23 a viz Ebrel 2022
  3. « Louane choisit "Désolée" comme son nouveau single », war chartsinfrance.net