Action Française

Eus Wikipedia
"Vive le Roi", pegsun an Action Française e Pariz.

L'Action Française (berraet e AF) zo ur skol prederouriezh kement hag ul luskad broadelour ha roueelour gall. Oberiant e voe dreist-holl e-pad hanterenn gentañ an XXvet kantved. An Action Française a oa bet savet e 1898 gant Henri Vaugeois ha Maurice Pujo. Ar pal a oa nevesaat mennozhioù al luskadoù broadelour er vro. Da gentañ holl e oa al luskad-se unan broadelour republikan hag enep Dreyfus, goustadik ez eas war-zu ar roueelouriezh dindan levezon Charles Maurras hag e vennozh eus ar vroadelouriezh hollek (nationalisme intégral).

Evel-se e teu da vezañ an AF, ul luskad gant mennozhioù enep-reveulzier, enep-republikan hag enep-hiniennel gant ul lodenn araoker. Brudet eo buan dre an tagadennoù lies a-enep ar pezh a vez galvet gant an izili ar « Stadoù er Stad  ». Feuls eo an doare da embann e soñjoù gant an AF dreist-holl a-fed enepyuzevegezh.

Goude an Eil Brezel-bed, bountet gant Pierre Boutang, kendalc'her Charles Maurras, al luskad a lak a-gostez an enepyuzevegezh « a Stad ». Adal ar mare-se ez eo dreist-holl ur stourm evit ar vonarkiezh mod-kozh, enep-parlamantel ha digreizennet.

Ar gazetenn l'Action Fraçaise, 3 a viz Du 1923