Achal Prabhala

Eus Wikipedia
Achal Prabhala (Wikimania 2009)

Achal Prabhala a zo ur skrivagnour, ur stourmer hag ur c'hlasker eus India a zo o chom e Bangalore bremañ, e Karnataka. Anavet eo dreist-holl a-drugarez d'e labour diwar-benn ar gwirioù perc'henniezh spered war dachenn ar medisinerezh hag ar ouiziegezh. Ezel eo eus kuzul merañ ar Greizenn evit ar Gwiad hag ar gevredigezh (saozneg: Centre for Internet and Society) hag eus an Advisory board er Wikimedia Foundation.