Mont d’an endalc’had

Accuracy International Arctic Warfare

Eus Wikipedia
Accuracy International Arctic Warfare


Ur fuzuilh Arctic Warfare, en he stumm Psg 90 implijet gant arme Sveden.
Kinnig
Bro Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare Fuzuilh-resisted
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù .308 Winchester / 7,62 × 51 mm NATO
Produer Accuracy International
Mare produiñ Abaoe 1982
Perzhioù teknikel (stumm kinniget d'ar SOCOM)
Mas (hep kartouchenn) 6,5 kg
Hirder 1 180 mm
Hirder ar c'hanol 660 mm

Hed-tenn efedus 800 m
Tizh ar boledoù V0 850 m/s
Endalc'h Karger fiñv 10 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An Arctic Warfare zo ur rummad fuzuilhoù-resisted savet gant an embregerezh saoz Accuracy International e deroù ar bloavezhioù 1980. Implijet e vez er British Army ha gant armeoù all er bed, dindan anvioù disheñvel.

Awenet eo ar fuzuilh gant an armoù-skoaz implijet er sportoù tennañ. Savet eo tro-dro d'ur framm aluminiom, savet warnañ elfennoù e danvezioù plastek hag ur c'hanol ponner war-neuñv. E gulasenn-vorailh zo soñjet evit ma n'en defe ket an tenner da sevel e benn pa adkarg. Kambret eo evit kartouchennoù 7,62 × 51 mm, pourveziet gant ur c'harger 5 tenn. Ar stumm breizhveuriat a vez savet ul lunedenn Schmidt & Bender warni, dezhi ur c'hreskadur ×6[1].

Istor hag implij

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe an Artic Warfare goude ur galv gant ar British Army e 1982 evit kaout fuzuilhoù-resisted nevez e lec'h an L42A1, a oa diazezet war al Lee-Enfield[2]. Diazezerien an embregerezh Accuracy International a gemeras perzh er genstrivadeg gant ur fuzuilh-vorailh awenet gant armoù ar sportoù tennañ. An arm, anvet Precision Marksman da gentañ, a voe dibabet gant an arme dindan an anv L96[3].

Ar G22 hag he reduer-son, stumm an Arctic Warfare implijet gant arme Alamagn.

E miz Here 1988[4] e voe prenet ur stumm eus an arm gant arme Sveden, a implijas anezhañ dindan an anv Psg 90 (evit Prickskyttegevär, «fuzuilh sniper»). Gwellaet e oa bet evit talañ ouzh endroioù yen norzh Europa, alese he anv Arctic Warfare evit ar marc'had sivil. Ar British Army a zegemeras ar stumm-mañ ivez, dindan an anv L96A1, evel arme Aostralia, a anvas anezhi SR98.

Stummoù all zo bet deveret anezhi :

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Steve HOUGHTON, The Green Meanie. L96A1, Swift an Bold Publishing, 2021, 280 p., ISBN 978-1527274617
  1. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, p. 253
  2. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, ISBN 979-1029509872, p. 178
  3. (en) Maxim POPENKER, AI Arctic Warfare / L96, Modern Firearms (lennet d'an 11/06/2026)
  4. (en) POTD: Accuracy International Arctic Warfare, The Firearm Blog, 08/07/2020 (lennet d'an 11/06/2026)