Accuracy International

Accuracy International zo un embregerezh armoù-tan diazezet e Porsmouth (Bro-Saoz). Arbennikaet eo war ar fuzuilhoù-resisted milourel. Savet e voe adalek 1978 gant tennerien-sport saoz ha skosat hag a gustume dresañ o armoù o-unan. Goude Brezel an Inizi Maloù (1982), ar British Army a c'halvas da ginnigoù evit ur gevrat 1 212 fuzuilh-resisted nevez. Accuracy International a gemeras perzh en amprouennoù a-enep fuzuilhoù kinniget gant embregerezhioù stadunanat hag europat bras. En ur mod dic'hortoz e c'hounezas. Abalamour ma oa re vihan evit produiñ an armoù e-unan penn-da-benn e rankas goulenn gant un embregerezh all e Dartford en ober, met tamm-ha-tamm e tapas krog war sevel e armoù e-unan. Dibaoe en deus an embregerezh pourveziet armeoù all evel reoù Sveden hag Aostralia[1][2].
E miz Mae 2026 eo bet prenet Accuracy International gant ar strollad belgiat FN Browning Group[3].
Produioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Accuracy International PM ("Precision Marksman") : fuzuilh-resisted kentañ dibabet gant arme Breizh-Veur er bloavezhioù 1980, dindan an anv L96A1, kambret e 7,62 × 51 mm.
- Rummad fuzuilhoù Accuracy International Arctic Warfare, stummoù gwellaet eus ar fuzuilh PM, dezhi adstummoù evel :
- L118A1 : e servij e Breizh-Veur ;
- Psg90 : e servij e Sveden ;
- SR988 : stumm e servij e Aostralia ;
- AWM, kambret e kalibroù magnum.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Miles VINING, Accuracy International, Small Arms Defense Journal, 15/08/2023 (lennet d'ar 04/06/2026)
- ↑ (en) OVER 40 YEARS AT THE FRONT..., Accuracy International (lennet d'ar 04/06/2026)
- ↑ (en) Matthew MOSS, FN Acquires Accuracy International, The Firearm Blog, 28/05/2026 (lennet d'ar 04/06/2026)