Aborigened (Latium)
An Aborigened (en latin Abǒrĩgǐnes, -um; en gregach : Ἀβοριγῖνες) a oa ur bobl eus Latium en Italia rakroman.
Hengoun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez Titus Livius eo gant an Aborigened e vefe bet degemeret Aeneas hag e dud goude brezel Troia. Daou zoare d'ar vojenn a ro Titus:
- trec'h e vije bet an Droianed war an Aborigened,
- brezeliet o dije an div bobl skoaz-ouzh-skoaz a-enep ar Rutuled, ha goude marv roue an Aborigened e vefe deuet Aeneas da vezañ roue an div bobl, hag roet dezho an anv a Latined.
Aostralia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar anv ar bobl vojennel-se eo bet anvet Aborigened Aostralia.