Mont d’an endalc’had

Aberzh

Eus Wikipedia
Aberzh Joachim, livet gant Giotto.

An aberzh er relijion a zo kinnig boued pe ur banne evaj pe buhez ul loen pe buhezioù tud, d'un doue evit plijout dezhañ. Er relijionoù kozh e veze lazhet ur penn chatal ha devet en enor d'un doue evit e drugarekaat pe evit kaout e skoazell.

Un ober kozh eo en istor Mab-Den, ha roud zo bet kavet gant hendraourien eus korfoù loened ha tud aberzhet, merkoù anat an aberzh warno, pell a-raok ma voe kavet meneg eus aberzhoù er skridoù koshañ. En darn vrasañ eus ar relijionoù e vez kaoz eus aberzhidigezhioù, loened pe tud, met ral eo deuet da vezañ.

Aberzhoù er Bibl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E levr ar C'heneliezh er Bibl eo kontet aberzh Abraham a oa o vont da lazhañ e vab Izaag pa voe harzet e vrec'h gant an arc'hael Gabriel kaset gant Doue.
  • E levr ar varnerien e weler Jepte o lazhañ e verc'h da seveniñ e bromesa graet da Zoue.

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]