Abermenai

Eus Wikipedia

Abermenai eo anv penn kornôk ar stêr Afon Menai, en Enez Mon, dirak Caer Belan en Arfon. Beg-douar kreisteisañ Mon eo, ha strizh kenañ eo ar Menai el lec'h-se a zigor war Mor Iwerzhon.

Er reter d'ar beg-douar emañ Traeth Abermenai, ha Traeth Melynog,

Mojenn hag istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneg zo eus Abermenai er Mabinogi, en istor Lleu Llaw Gyffes, er pevare skourr, hini Math fab Mathonwy.
Anv eus Abermenai zo ivez en istor Kembre.
E 1075 e tilestras eno Gruffudd ap Cynan, deuet eus Dulenn ma oa harluet da gemer rouantelezh Gwynedd.
E 1144 e tilestras eno Cadwaladr ap Gruffudd, breur Owain Gwynedd. Er bloaz a-raok e oa bet kemeret e zouaroù digantañ gant e vreur, evel kastiz goude dezhañ muntrañ Anarawd ap Gruffudd, priñs Deheubarth.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gwelout a c'haller aber ar Menai gant ur gartenn a gaver e lec'hienn UGB:

[[1]]