Abelardo de la Espriella
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Kolombia |
| Anv ganedigezh | Abelardo Gabriel de la Espriella Otero |
| Anv-bihan | Abelardo, Gabriel |
| Anv-familh | de la Espriella |
| Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Otero |
| Moranv | El Tigre, Papucho |
| Deiziad ganedigezh | 31 Gouere 1978 |
| Lec'h ganedigezh | Bogotá |
| Pried | Ana Lucía Pineda |
| Yezh vamm | Coastal Colombian Spanish |
| Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
| Micher | alvokad, politiker, den a aferioù |
| Karg | President of Colombia |
| Bet war ar studi e | Sergio Arboleda University, Universidad Externado de Colombia, Our Lady of the Rosary University, Universidad Autónoma del Caribe |
| Strollad politikel | politikour dieub |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2026 Colombian presidential election |
Abelardo Gabriel de la Espriella Otero, ganet d'an 31 a viz Gouere 1978, a zo un alvokad, un den a afer hag ur politikour kolombian. Prezidant ar vro-se eo abaoe 2026. Bez' eo krouer ha penn ar strollad Difennerien ar Vammvro (spagnoleg: Defensores de la Patria), savet e 2024.
Ganet e voe e Bogotá ha desavet e Montería, e departamant Córdoba, e studi en deus graet e peder skol-veur, ha tapet e ziplom e 2012. Dont a reas da vezañ alvokad, brudet o tifenn damsoudarded, narkotrafikerien ha goude politikourien, en o zouez tud tamallet da gaout liammoù gant strolladoù damsoudarded eus an tu-dehoù. E 2005 e tiazezas ar Foundation for Peace Initiatives (FIPAZ) hag a yae a-du evit aozañ ur referendom da verzañ an dazbroañ e Kolombia, hag a aozas foromoù gant komanderien Nerzhioù Emzifenn Unanet Kolombia (Autodefensas Unidas de Colombia pe AUC).
Difenn a ra de la Espriella ar gwir da zougen armoù, da vont kuit eus aozadurioù etrebroadel evel ar Broadoù Unanet ha Lez-varn Etre-Amerikan Gwirioù Mab-den, politikerezhioù ekonomikel doare "lez-ober", ha paouez gant an argerzh a beoc'h gant ar strolladoù armet. War an dachenn etrebroadel en deus embannet e felle dezhañ bezañ tostoc'h da c'houarnamant stadunanat ar prezidant Donald Trump hag adsevel an darempredoù diplomatek etre Kolombia hag Israel.
E kentañ tro dilennadeg ar prezidant d'an 31 a viz Mae 2026 e tapas de la Espriella 43,74% eus ar mouezhioù. Trec'h e voe war ar senedour eus an tu-kleiz Iván Cepeda en eil tro gant 49,66% eus ar mouezhioù evitañ ha 48,70% evit Cepeda, un disoc'h tost-tre eta. Gant 12,9 milion a vouezhioù war e anv e teuas da vezañ an danvez prezidant gant ar muiañ a votoù e istor ar vro avat.