Abdelaziz Belc'hadem

Eus Wikipedia

Abdelaziz Belkhadem e 2011

Abdelaziz Belkhadem (arabeg: عبد العزيز بلخادم), bet ganet d'an 8 a viz Du 1945 en Aflou (Aljeria), zo ur politiker aljerian hag a voe Kentañ ministr e vro adalek ar 24 a viz Mae 2006 betek an 23 a viz Mezheven 2008.

Da gentañ e oa kelenner e kornôg Aljeria. Ezel e oa eus Talbenn an Dieubidigezh Vroadel, kentoc'h eus tu an adreizhourien.

E 1977 e voe dilennet evel kannad hag e 1990 ez eas da brezidant Bodadeg ar Bobl hag ar Vroad. Skoazell a reas gouarnamant Mouloud Hamrouche, lesanvet  Gorbatchev Aljeria .
Skarzhet e voe avat pa voe nullet an dilennadegoù bet gounezet gant Talbenn Islamek ar Silvidigezh. Gant kalon e klaskas gant tud all skoulmañ darempred gant islamourion evit kaout un emglev da vare ar brezel diabarzh.

Pa zeuas Abdelaziz Bouteflika da benn ar vro e voe galvet en-dro : da Vinistr an Aferioù Diavaez ez eas. Harp a reas da A. Boutefkila, dizehan, ken ma voe anvet da Gentañ Ministr d'ar 24 a viz Mae 2006.