Abati Tyndyrn
Abati Tyndyrn | |
---|---|
Tyndyrn hag an abati, 2015 | |
Urzh | Sistersian |
Riez | Kembre Rouantelezh-Unanet |
Kumun | Tyndyrn Sir Fynwy |
Staliadur | 1131 |
Distaliadur | 1536 |
Diazezer | Walter fitz Richard de Clare |
Mamm-gozh | Abati Cîteaux Bro-C'hall |
Mamm | Abati L'Aumône Bro-C'hall |
Merc'hed | Abati Kingwood Gloucestershire Abati Tinter Parva Iwerzhon |
Daveennoù | 51° 41' 49,2" N 2° 40' 37,2" K |
Internet | CADW |
Abati Tyndyrn (Abaty Tyndyrn e kembraeg, Tintern Abbey e saozneg) zo un abati bet savet en XIIvet kantved war lez kleiz ar stêr Wy e Tyndyrn, e Sir Fynwy, e gevred Kembre.
An abati sistersian kentañ e voe e Kembre, hag an eil eus an urzh-se savet e Breizh-Veur.
Istor an abati
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Walter fitz Richard de Clare († 1138), aotrou norman-saoz Cas-gwent, e voe diazezet d'an 9 a viz Mae 1131.
Petra bennak ma voe an eil staliadur graet gant "menec'h wenn" – lesanv ar sistersianed eo – e Breizh-Veur, hag an hini kentañ e Kembre, ne voe ket ar manati norman kentañ er c'horn-bro-se. Abaoe kreiz an XIvet kantved hag Emgann Hastings (1066) e oa bet staliet meur a brioldi beneadad gant an Normaned, hogozik an holl anezho o vezañ e dalc'h abatioù a oa e Bro-Saoz pe e Bro-C'hall. "Menec'h du", evel ma vez graet eus beneadiz, a oa e Cas-gwent, Trefynwy, Abergavenny hag e lec'h all.
Ur rummad tud nevez e oa hini Walter de Clare avat, ha dre euredoù e oa kar da William Giffard († 1129), eskob Winchester, en devoa roet d'ar venec'h wenn o ziriad kentañ e Breizh-Veur, e Waverley, Farnham, (Surrey) en 1123.
Mennet e oa Walter de Clare da lakaat ar sistersianed dindan e veli, setu e troas war-du abati L'Aumône en eskopti Chartres[1] da gaout menec'h evit diazezañ un abati e Cas-gwent. Merc'h da abati Cîteaux[2], bet diazezet e 1098 gant Robert de Molesme, e oa L'Aumône, neuze e voe lakaet abati Tyndyrn da verc'h-vihan Cîteaux, evel abati Waverley a oa merc'h da L'Aumône ivez. Ur wech dre vare e teuas abad Cîteaux da weladenniñ ar verc'h-vihan betek 1330. Bep bloaz, hervez gourc'hemennoù Carta Caritatis ar sistersianed[3], e veze galvet abad Tyndyrn da gemer perzh er Chabistr Hollek, bodadeg veur an ebed, en abati Cîteaux.
En XIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koadeier a oa war glannoù ar stêr Wy, ar pezh a dalvezas d'ar chanter. Douaroù a voe roet d'an abati e Porthcasseg, Modesgate, Penterry ha Wilcrick. Nebeud goude e voe prenet Merthyrgeryn, ha Trelleck a voe roet d'an abati gant Richard de Clare († 1176). Neuze e voe ar rummad kentañ a venec'h o tiskar gwez evit astenn gorread o douaroù-gounit ha sevel atantoù en o c'hreiz. E-pad meur a gantved e chomas digemm stumm ar raktres o devoa kaset da benn a-hed an degadoù kentañ.
An abad Henry, a voe e penn an abati adalek 1148 betek 1157, e voe lusker ar predad-se. Ul laer e oa bet kent keuziañ, mont da sistersian ha gweladenniñ koulz Bernard de Clairvaux hag ar pab Inosant II.
En e c'houde e renas an abad William adalek 1169 ; pa ne zeuas ket a-benn da blaenaat an darempredoù etre Tyndyrn hag he c'hoar Waverley e rankas reiñ e zilez diwar urzh Cîteaux end-eeun e 1188. En hevelep mare e pellaas Tyndyrn diouzh reolennoù ar Chabistr Hollek, pa zegemeras deogoù digant Iliz Woolaston ha chapel Alvington e Gloucestershire.
Kerkent ha diazezet e tesachas abati Tyndyrn tud eus ar c'horn-bro da vont da venec'h ; da eizh vloaz hepken e voe gouest da gaout ur verc'h. Abati Kingwood e Gloucestershire e voe ar verc'h-se, bet diazezet e 1139 gant William of Berkeley ; ar priol Thomas of Tintern e voe an abad kentañ e Kingwood.
E 1189 e voe William Marshal († 1219) aotrou Cas-gwent ha Tyndyrn ; e 1199 e voe kont Penfro hag aotrou Cúige Laighean en Iwerzhon. E 1201, p'en em gavas-eñ gwallgaset gant ur gorventenn war Mor Iwerzhon e tonkas ur marc'had gant doue ar Gristeniezh : un abati nevez a vije savet en Iwerzhon mar bije lezet e vuhez dezhañ. Pa voe distro da Gembre e tennas un eil bagad menec'h eus Tyndyrn hag en o c'hasas e 1203 da Iwerzhon da sevel abati e Tintern Parva ("Tyndyrn vihan") war ragenez Hook e-kichen Loch Garman[4] ; de Voto, "diwar le", e voe lesanvet an abati nevez.
En XIIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diskennidi William Marshal a gendalc'has da bourveziañ abati Tyndyrn. E 1223-24 e voe roet douaroù-gounit dezhi gant William ar Yaouankañ († 1231) er gwalarn war lez dehoù ar stêr Wysg, e Monkswood hiziv, ma voe savet un atant hag ur chapel. Douaroù-gounit all a roas, en o zouez reoù bras e Rogerstone, war lez reter ar stêr Wy e mervent abati Tyndyrn. En eskemm ouzh ar roadoù-se e talc'has menec'h Tyndyrn ul lamp war elum war bez Isabel Marshal, kontez Penfro ha mamm William Marshal, a oa bet beziet en abati e 1220 – hervez reolenn Cîteaux ne veze ket beziet tud lik en abatioù, nemet e vijent bet madoberourien evit ar gumuniezh. A-hend-all, daou vab da Isabel, anvet Walter hag Anselm, a voe beziet d'o zro en abati e 1245, hag o c'hoar Matilda e 1248.
E deroù an XIIIvet kantved, da heul ar profoù digant William Marshal ar Yaouankañ, e voe kaset ur mell chanter adsevel lod tammoù eus an abati hag astenn gorread an douaroù-gounid dre zistrouezhañ ha diskar gwez ; e 1282 e voe kastizet an abati gant ur mell tell-gastiz a 112 lur (£) en abeg ma oa bet diskaret 8 hektar (16 devezh-arat) a goadeg roueel e Woolaston hep bezañ bet aotreet da ober.
Pinvidik a-walc'h e oa abati Tyndyrn neuze : war-dro 1 214 hektar e oa gorread o douaroù-arat, ha tremen 3 000 dañvad a veze o peuriñ ; da 145 lur e save talvoudegezh he madoù, ar pezh a oa izeloc'h eget leve meur a vanati saoz met a lakae Tyndyrn da bempvet ti relijiel e Kembre – kement-se a ouzer dre un teul anvet Taxatio Ecclesiastica, bet embannet gant servijoù ar pab Nikolaz IV e 1291[5].
Un eil diazezer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre eured Matilda e 1246 e tremenas Cas-gwent dindan beli an tiegezh Bigod, konted Norfolk. Unan eus he mibien-vihan, Roger Bigod (1245-1306), pempvet kont Norfolk, a voe marichal Bro-Saoz e lez ar roue Edward I[6] Skoazell vras a roas da savidigezh iliz abati Tyndyrn, a oa bet boulc'het e 1269. War-dro ar bloavezh 1279 e profas d'an abati iliz Halvergate e Norfolk.
E 1291 e voe Roger Bigod e droukc'hras ar roue, hag e troas da vat war-du Tyndyrn. E 1302 e roas dezhi e atant en Acle, Norfolk, a oa tremen 300 km diouti. Acle e voe spletusañ perc'hennadenn an abati – 1/4 eus he leve e oa e deroù ar XVIvet kantved. Ouzhpenn atant Acle e roas Roger Bigod hini Aluredeston (Alvington), Gloucestershire, en eskemm ouzh Plateland, anezho douaroù chomet fraost etre ar stêr Wy hag ar stêr Usk, ha douaroù-gounit e Modesgate en eskemm ouzh ur feurm.
Ken brokus e voe Roger Bigod ma voe lakaet da ziazezer gwirion abati Tyndyrn. E 1535, ar venec'h a roe c'hoazh an aluzen d'ar beorien pemp gwech ar bloaz evit diskuizh ene an den meur.
Dibenn ar Grennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù ar XIVvet kantved neuze e oa abati Tyndyrn e barr he brud hag he finborte. Goude bezañ degemeret deogoù talvoudek a-berzh iliz Lydd e Kent e 1326-27 ne voe mui lakaet kresk bras en he finvidigezh.
Ar roue Edward II[7] a zeuas da dremen div nozvezh e Tyndyrn e 1326 ; degemeret e voe gant an abad Walter of Hereford, a voe e penn an abati adalek 1321 betek 1327. Hep mar e oa deuet ar roue da weladenniñ unan eus e servijerien gozh, John de Ispannia, a oa bet fiziet en abati e 1314, evel ma oa bet graet gant e dad Edward I e 1304 ; d'an daou zen-se e oa bet roet ar gwir da chom en abati hervez al lezenn saoz anvet cor(r)ody[8], ar pezh a oa nevez e Tyndyrn hag a zegase kargoù ouzhpenn, panevet evit pourchas bod ha boued da c'hrad an dud uhel-se a voe niverusoc'h-niverusañ gant an amzer.
Meur a ziaester a savas en abati Tyndyrn a-hed ar XIVvet kantved, koulz war dachenn ar c'henurzh ha war hini ar merañ.
Etre 1330 ha 1334 e voe tabut etre ar venec'h hag o amezeien abalamour da c'horedoù an abati war ar stêr Wy : ken uhel e oa ar stankelloù a oa bet savet ma virent ouzh ar bigi a dremen ; an aotrou Henry of Lancaster († 1345) a savas klemm ouzh ar roue abalamour ma ne c'helle mui ar pourvezioù tizhout he gastell ha kêr Drefynwy. Taget gant ar venec'h e voe kannaded ar roue a oa deuet da c'houlenn ma vije izelaet ar stankelloù.
Nebeut-ha-nebeut e troas an abati, evel meur a hini sistersian all, eus melestradurezh an atantoù da hini an aotrounez. Mui-ouzh-mui a zouaroù-gounit a voe lakaet e feurm, un doare da gaout leveoù digemm hag ingal. Broudet e voe ar c'hemm gant digresk an niver a vreudeur lik hag ar c'hresk war goproù al labourerien diavaez. A-greiz an argerzh-se ec'h erruas ar vosenn e Kembre, er bloavezh 1349, ar pezh a vihanaas muioc'h c'hoazh an niver a labourerien.
Ur skouer eus an emdroadur-se eo atant Merthyrgeryn : gant breudeur lik e oa meret e 1291, ha feurmet e oa ar pep brasañ anezhañ e 1388. A-hed ar c'hantved neuze e kendalc'has likadur armerzh an abati : en XIIvet ha XIIIvet kantvedoù e oa chomet ar galloud gant ar manac'h merer, a rae war-dro an holl vadoù hag a droe da abad peurliesañ, met er c'hantved war-lerc'h e rankas kilañ a-zirak ar maer, a oa lik. E 1402 e voe un hoberell eus ar c'horn-bro, John ap Wilcock, o verañ an abati ha 50 vloaz diwezhatoc'h e oa ar galloud gant ur par eus ar rouantelezh.
Daoust d'ar vosenn e chomas abati Tyndyrn unan vras a-walc'h, pa chome enni 14 manac'h hag an abad John Wysbech e 1395.
E deroù ar XVvet kantved e voe berr an arc'hant gant an abati, a-c'houde emsav Kembreiz kaset gant Owain Glyndŵr etre 1400 ha 1415 – e 1406 e skrivas ar roue Henry IV[9] da eskob Hereford penaos e oa bet distrujet ha devet an abati gant an emsaverien.
Diwar roadoù digant pirc'hirined e teuas arc'hant d'an abati, pa'z embannas ar venec'h e oa e Tyndyrn ur skeudenn vurzhudus eus ar Werc'hez Vari – ouzh dor gornôgel an abati e oa un delwenn anezhi na zeued ket a-benn da lemel, ha pa roas ar pab Gregor XII induljañsoù da neb a zeuje da weladenniñ an abati da geñver lod gouelioù kristen, gant ma rojent an aluzen d'ar venec'h.
Er bloavezioù 1450 e voe meret an abati gant Sir William Herbert of Raglan, a voe anvet da zug Pembroke e 1468. Bloaz war-lerc'h e voe beziet en abati. Kent mervel, an dug en devoa pourchaset arc'hant evit savadur e vez ha kloastroù nevez.
E dibenn ar XVvet kantvet e oa ur gêriadenn ouzh troad moger-dro an abati, ha bev-buhezek e oa ar c'henwerzh enni pa roe ar venec'h aotreoù da sevel stalioù ha tavarnioù ma veze gwerzhet kenderc'hadoù ar vro – bara, bier, kig hag all. Ar venec'h a vire ar gwirioù war ar c'henwerzh, ha telloù-kastiz a roent d'ar varc'hadourien-red a glaske gwerzhañ danvezioù hep aotre digant an abad.
An diskar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mui-ouzh-mui a dud a oa o vevañ tro-dro d'an abati e deroù ar XVIvet kantved, ha lezennoù a voe embannet evit reoliañ o buhez : e 1528 e voe berzet c'hoari an diñsoù hag ar c'hartoù en aotrouniezh a-bezh, ha berzet ivez e voe c'hoari polotenn e diabarzh tachenn an abati.
Kenderc'hel a rae an abati da zegemer pourvezidi, koulz ha kouvidi a baee o chomadenn eno betek o marv. Mevelien a voe gopret : ur porzhier, ur c'hanner, un treizher, ur jolier zoken, an holl anezho gwisket gant un doneg arouez an abati warni.
Richard Wyche e voe abad diwezhañ Tyndyrn, adalek 1521. Ret e voe dezhañ sevel enep merour an abati, Charles Somerset, kentañ kont Worcester (c. 1460-1526), a oa o klask lakaat e veli war an aotrouniezh a-bezh.
D'ar mare-se ivez e oa an arc'heskob Thomas Wolsey (1473-1530) o serriñ tost da dregont manati bihan war zigarez ma ne veze na servijet Doue na miret relijion ebet
enno. Gwir eo e oa aet da get al lusk speredel en devoa ganet an abati : den lik ebet ne savas e vouezh a-enep lamadennoù an arc'heskob er bloavezhioù 1520, ha nebeut-tre a dud a Iliz. Kement-se a vroudas danvez-preizherien pinvidigezhioù ar manatioù hag an abatioù.
E deroù ar bloavezhioù 1530 en em gavas abatioù Kembre gwall wan e-tal al luskad a oa o sevel, ha ne oa den ebet evit o gwareziñ. Darev e oa ar vrientinien da lakaat o c'hrabanoù war ar preizh toc'hor ; niverus e voe ar re a glaskas bezañ e karantez Thomas Cromwell (c. 1485-1540), anezhañ Lord Great Chamberlain ar roue Henry VIII Bro-Saoz, alvokad divrall an Disivoud protestant saoz ha pennatizer al lemel manatioù.
Er bloaz 1534 e voe embannet an Act of Supremacy kentañ, ul "Lezenn an Dreistbeli" a lakae ar roue Henry VIII hag e warlerc'hidi rag-eeun dindan beli Doue hag e penn Iliz Bro-Saoz. Ne c'hallas ket ar venec'h katolik roman displijout d'ar roue neuze, hag e miz Gwengolo ar bloaz-se end-eeun e voe galvet Richard Wyche, abad Tyndyrn, da vont betek al lez diwar gourc'hemenn Cromwell ; an abad a zeuas a-benn da ampellat ar veaj avat, war zigarez gouel Ganedigezh ar Werc'hez a oa da vezañ lidet e Tyndyrn.
Krog e oa Cromwell da sellet pizh ouzh spletusted arc'hantel ar serriñ lod eus an 800 manati bennak a oa e Bro-Saoz hag e Kembre ; dav e oa dezhañ renabliñ o madoù ha kinnig un teuliad d'ar roue. E miz Genver 1535 e kasas ensellerien dre ar rouantelezh a-benn sevel ar renabl-se, a voe anvet ar Valor Ecclesisticus ; e-touez ar re binvidikañ e Kembre e oa abati Tyndyrn, gant ur c'horvoder bloazhiek a save da £192 – met pinvidikoc'h a-galz e oa abatioù Bro-saoz.
Bloaz war-lerc'h, e 1536, e voe kaset ensellerien d'ober war-dro aferioù speredel ar manatioù. E miz Meurzh ez erruas an doktor John Vaughan, leuriad Thomas Cromwell, en abati Tyndyrn ; a-c'houde e weladenn e skrivas d'ar roue e oa an abati unan eus an tiez a oa gwallgaset-bras, dre brouenn ar c'hleved
. Un nebeud sizhunvezhioù diwezhatoc'h e voe embannet ul lezenn a c'hourc'hemenne ma vije serret kement manati nebeutoc'h eget 12 manac'h ennañ ha nebeutoc'h eget £200 a gorvoder bloaziek. War-dro 200 ti a yeas da get er bloavezhioù 1536 ha 1537, hag e 1540 e oa bet lamet an holl vanatioù hag abatioù.
Evit a sell ouzh Tyndyrn, 12 manac'h a oa ennañ e 1536 ha da £238 e save e gorvoder bloaziek – ar pezh ne viras ket outañ a vezañ serret d'an 3 a viz Gwengolo 1536.
Renablet ha priziet e voe madoù an abati kent bezañ kaset da deñzor ar roue. Ar savadur hag an douaroù a voe roet da Henry Somerset, eil kont Worcester (c. 1496-1549). Ne fellas ket d'ar perc'henn nevez bevañ e Tyndyrn.
Ne voe ket distrujet an abati kerkent : a-nebeudoù e voe dismantret ; e 1541 e voe teuzet plom an toennoù gant plomerien ar roue, hag e 1545 pe 1546 e paeas ar c'hont Henry £217 evit plom ha kleier o tont eus an abati aet da get.
Tres an abati
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]MMM XII-XIIIvet kantvedMMMMMMMMMMM An iliz, 1269 - 1330MMMMMMMMMMM Dibenn ar Grennamzer | ||||
1 - Enkerzh orin 2 - Salioù an abad 3 - Sal-vevañ an abad 4 - Chapel 5 - Lojeiz ann abad |
6 - Prevezioù 7 - Sal-vevañ ar venec'h 8 - Sal-dommañ 9 - Predva ar venec'h 10 - Predva ar vreudeur lik |
11- Kouskva ar vrudeur lik 12 - Kegin 13 - Kav 14 - Komzlec'h diavaez 15 - Kloastr |
16 - Komzlec'h diabarzh 17 - Chabistr 18 - Kloastr an ospital 19 - Salioù an ospital 20 - Sekretiri |
21 - Levraoueg 22 - Porched an iliz 23 - Korf-iliz 24 - Chantele 25 - Presbital |
a - Kouldri • b - Kan-dizourañ • c Porzh • d - Diri an deiz • e - Tremen • f - Diri an noz • g - Tremen toet • h - Kador-sarmon |
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hiziv ne chom nemet dismantroù eus an abati, hogen dismantroù meurdezus hag a weler a-bell war ribl ar stêr Wy.
Ganto e voe awenet meur a varzh en XIXvet kantved, en o zouez William Wordsworth (1770-1850) a savas ur varzhoneg diwar-benn abati Tyndyrn (Lines Composed A Few Miles above Tintern Abbey)[10] pe c'hoazh Alfred, Lord Tennyson (1809-1892)[11] ha meur a livour ivez, evel Joseph Mallord William Turner (1775-1851).
E 1901, ar Gurunenn a brenas an abati digant Henry Adelbert Wellington FitzRoy Somerset, 9vet dug Beaufort, en eskemm ouzh £15 000. Da savadur istorel e voe lakaet, ha kempennet gant ar Stad neuze.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) David M. Robinson, Tintern Abbey, CADW:Welsh Historic Monuments, 2002 (ISBN 978-1-8576-0163-3)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (cy) (en) Tintern.org Lec'hienn an abati
- (cy) (en) Cadw - Pajenn diwar-benn Abati Tyndyrn
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ E kêr La Colombe, hiziv ur ranngumun eus Beauce-la-Romaine, e departamant Loir-et-Cher.
- ↑ E Saint-Nicolas-lès-Cîteaux (Côte-d'Or) e Bourgogne-Franche-Comté
- ↑ Skrid-diazez Urzh Cîteaux, savet gant Étienne Harding, a voe trede abad Cîteaux e 1108. Ne voe ket nullet reolenn Sant Benead gant ar skrid-se.
- ↑ Na droukveskañ gant Tintern Parva, a oa ur barrez e Kembre ; Tyndyrn evel m'emañ hiziv zo bet krouet dre vodañ parrez Tintern Parva en norzh ha parrez Chapell Hill er su.
- ↑ (en) The "Taxatio" Manuscripts Online
- ↑ Ren :1272-1307.
- ↑ Ren : 1307-1327
- ↑ Bod ha boued roet dre garitez. Diwar ar c'hrennsaozneg corrodie, eus al latin krennamzerel corrodium "pourvezad".
- ↑ Ren : 1399-1413.
- ↑ (en) William Wordsworth (1798) : Lyrical Ballads, with a Few Other Poems, Dodo Press, 2007 (ISBN 978-1-4065-5093-1)
- ↑ (en) Alfred Tennyson (1847), Tears, Idle Tears, in The Princess: A Medley (1847), Hard Press, 2006 - (ISBN 978-1-4069-4453-2)