A belec'h e teuomp ? Petra omp ? Da belec'h emaomp o vont ?

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Woher kommen wir Wer sind wir Wohin gehen wir.jpg
A belec'h e teuomp? Petra omp? Da belec'h emaomp o vont?
Paul Gauguin, 1897–1898
Eoullivadur war lien, 139.1 × 374.6 cm
Mirdi an Arzoù kaer, Boston

A belec'h e teuomp? Petra omp? Da belec'h emaomp o vont? zo un daolenn livet gant Paul Gauguin. Graet e voe e Tahiti en 18971898, ha war ziskouez emañ e Mirdi Arzoù-kaer Boston, e Massachusetts, e SUA. Ur mell taolenn eo, tost da 4 metrad ledander dezhi.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kuitaat Bro-C'hall a reas Gauguin en 1891 da vont da Dahiti, da glask ur gevredigezh eeunoc'h. Kregiñ a reas gant an daolenn e 1897 hag hec'h echuiñ e 1898. Dezhañ e oa e vestroberenn ha neinboent e vennozhiadeg. Kelc'h e vuhez a wele-eñ e-barzh. En 1898 e voe kaset an daolenn gant Gauguin da George-Daniel de Monfreid a oa o chom e Paris. Goude e tremenas etre daouarn marc'hadourien ha dastumerien parizian all ken na erruas er Gallery Marie Harriman en Evrog Nevez en 1936. Neuze e voe prenet gant Mirdi Arzoù-kaer Boston, d'ar 16 a viz Ebrel 1936.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]