Mont d’an endalc’had

APS (pistolenn)

Eus Wikipedia
Pistolenn Aotomatek Stetchkin


Ur bistolenn APS gant he lamm
Kinnig
Bro URSS
Doare Pistolenn damaotomatek / aotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil simpl
Munision 9 × 18 mm Makarov
Mare produiñ 1951-1958 (APS)
1972-1973 (adstumm APB)
Mare implij Abaoe 1951
Meneger GRAU 56-A-126
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 1,22 kg
Hirder 225 mm
Hirder ar c'hanol 140 mm

Hed-tenn efedus 50 m
Hed-tenn d'ar muiañ 200 m
Lusk-tennañ 750 m
Tizh ar boledoù V0 340 m/s
Adtsumm APB
Endalc'h Karger fiñv 20 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar bistolenn aotomatek Stetchkin, anvet ivez APS (rusianeg : АПС, evit Автоматический Пистолет Стечкина, "Avtomatitcheskiy Pistolet Stetchkina"), zo ur bistolenn damaotomatek hag aotomatek bet ijinet gant ar rusian Igor Stetchkin ha produet adalek 1951. Servijout a reas en arme soviedel hag e unvezioù ispisial betek brezel Afghanistan dreist-holl.

Tu kleiz un APS. Al loc'henn a-dreñv ar gulasenn zo ar surded hag an dibaber evit ar mod-tennañ war un-dro.

Goude an Eil Brezel-bed, an arme soviedel e voe an hini gentañ o reneveziñ he armoù hiniennel penn-da-benn. Fellout a rae dezhi reiñ d'he soudarded un arm-dorn bihan a-walc'h evit chom hep kemer re a blas e-pad o c'hefridioù, met galloudus a-walc'h evit pourveziañ ur galloud-tan uhel memestra. Igor Stetchkin, un ijiner e uzin armoù Toula, a grogas da labourat e kreiz 1948 war ar raktres, ha kentaptromoù a ginnigas e 1949. E bistolenn he doa ur wikefre dennata dre argil simpl, ar pezh a oa aesoc'h da broduiñ evit ar re gant ur sistem dre argil berr ar c'hanol. Pourveziet e oa gant ur c'harger 20 kartouchenn 9 × 18 mm Makarov, ar memes re implijet en arm a oa o vezañ savet gant e benn meur Nikolay Makarov. Pistolenn Stetchkin a c'halle tennañ e mod daomaotomatek pe aotomatek, gant ul lusk 750 tenn/mn. Ul lamm a c'halle bezañ staget outi, evel war ar Mauser C96, evit kontrolliñ anezhi aesoc'h e-pad an tennadegoù[1][2].

Asantet e voe an arm er servij e 1951. Pourveziet e voe da soudarded ar c'hanolierezh, d'an ekipajoù tankoù, da ofiserien kaset war al linennoù kentañ[2], ha d'ar skipailhoù troadeien karget da dennañ gant banneroù-greunadennoù RPG-2. Buan e voe gwelet e oa re vras an APS hag he lamm war ar pemdez. Ouzhpenn e oa diaes da vestroniañ pa denne a-dennadegoù[3], ha re izel e oa galloud he c'hartouchenn 9 mm Makarov evit bezañ implijet evel arm pennañ war an dachenn emgann. Er bloavezhioù 1950 e kreskas galloud produiñ an industriezh soviedel, ha divizet e voe reiñ un arm-skoaz galloudus - an AK-47 pe ur stumm deveret anezhi - da bep soudard war an dachenn.

Ur bistolenn APS (e-kreiz) hag he adstumm APB, gant ur reduer-son hir, savet evit an nerzhioù ispisial (en traoñ) .

Paouezet e voe da broduiñ an APS e 1958 neuze. Un adstumm gant ur reduer-son hag ul lamm disheñvel, anvet APB, a voe savet evit ar Spetsnaz e 1972-1973[4]. Testeniekaet eo implij an APS e-pad brezel Afghanistan, etre 1979 ha 1989. Er c'hontrol d'an armoù all produet gant Soviediz, an APS n'eo ket bet ezporzhiet kalz e broioù tost ouzh an URSS[1].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) THOMPSON Leroy, Soviet Pistols: Tokarev, Makarov, Stechkin and others, Osprey Publishing, 2022, 80 p., ISBN 978-1472853486
  1. 1 2 (en) Vlad BESEDOSKYY, APS Stechkin automatic pistol - Soviet pocket submachine gun, Safar Publishing, 20/11/2023 (lennet d'an 28/06/2026)
  2. 1 2 (en) POPENKER Maxim, Stechkin APS, Modern Firearms (lennet d'an 28/06/2026)
  3. (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, ISBN 978-2035979650, p. 273
  4. (en) The APS Stechkin: From Sidearm To Spetsnaz, The FirearmBlog, 28/10/2015 (lennet d'an 28/06/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan