AMC (chadenn skinwel)
Neuz
AMC
| Deiziad krouiñ | 1 Her 1984 |
|---|---|
| Testenn ar ger-stur | Story Matters Here, Something More, TV for Movie People |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| Perc'hennet gant | AMC Global Media |
| Sez sokial | New York |
| Yezh implijet | saozneg |
| Lec'hienn ofisiel | https://amc.com |
AMC zo ur chadenn skinwel stadunanat. Abaoe 2002 e ro tro da welet ur meskaj krouidigezhioù AMC, dreist-holl dramaoù ha diellfilmoù, met ivez abadennoù skinwel prenet, ha filmoù bet embannet er sinema.
Lañset e oa bet e fin 1984 evel an American Movie Classics, ha chomet eo diazez an AMC Networks. Skignañ a ra filmoù klasel (savet a-raok ar bloavezh 1970), damheñvel ouzh Turner Classic Movies, ar chadenn gevezer. E 2002 he doa AMC roet lamm d'an anv American Movie Classics, dre ma oa bet kemmet a galz ar programadur.[1][2]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gildemeister, Christopher (October 16, 2006). What Your Kids are Discovering on Discovery Channel. Parents Television Council.
- ↑ "When TV network changes name, look close", CNN.com (March 3, 2003).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn AMC