Mont d’an endalc’had

AK-12

Eus Wikipedia

Avtomat Kalachnikova 12
Skeudenn ar pennad AK-12

Ur fuzuilh-arsailh AK-12
Kinnig
Bro Rusia
Doare Fuzuilh-arsailh damaotomatek/aotomatek (AK-12, AK-15, AK-19)
Stumm karabinenn (AK-12K, AK-15K)
Fuzuilh-emgann (AK-308)
Mont en-dro Tennata dre amprest-gazoù, piston
Munisionoù 5,45 × 39 mm M74 (AK-12, AK-12K)
7,62 × 39 mm M43 (AK-15, AK-15K)
5,56 × 45 mm NATO (AK-19)
7,62 × 51 mm NATO (AK-308)
Ijinerien Mic'hail Kalachnikov (diazez), Vladimir Zlobin, Sergey Urzhumcev
Bloavezh krouidigezh 2011
Produer Ijmach (bremañ Kalachnikov Concern)
Mare produiñ Abaoe 2018
Niver produet Ouzhpenn 150.000
Pouez ha muzulioù (stumm AK-12)
Mas (hep kartouchenn) 3,500 kg
Hirder 922 mm
Hirder (lamm teleskopek renket) 688 mm
Hirder ar c'hanol 415 mm
Perzhioù all
Hed-tenn efedus 440 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 880-900 m/s
Lusk-tennañ teorikel 700 tenn/mn
Endalc'h Karger fiñv 30, 45 pe 60 kartouchenn, karger fiñv ront 95 kartouchenn
Adstummoù AK-12, AK-12K, AK-15, AK-15K, AK-308, AK-19
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An AK-12 (e rusianeg Автомат Калашникова, 1912, "fuzuilh aotomatek Kalashnikov 1912") a zo ur rummad fuzuilhoù-arsailh savet adalek deroù ar bloavezhioù 2010 en uzin rusian Ijmach (bremañ Kalachnikov Concern) hag e servij e arme ar vro abaoe 2018. Ar pempvet rummad eus ar fuzuilhoù-arsailh AK int, diwar an armoù savet gant an ijinour Mic'hail Kalachnikov adalek dibenn ar bloavezhioù 1940.

E 2010 e voe kemennet amprouennoù ur fuzuilh-arsailh nevez, diazezet war an AK-74, evit modernaat armoù hiniennel an arme rusian[1]. Ar stumm nevez, anvet AK-12, a voe amprouet e 2013 met daleet e implij ofisiel abalamour da gudennoù teknikel[2]. N'eo nemet e 2018 e voe degemeret en arme an AK-12 kemmet hag hec'h adstumm AK-15 en ur mod ofisiel en arme[3]. Kregiñ a reas uzin Kalachnikov Concern da bourveziañ 700 skouerenn eus an arm da nerzhioù ispisial Rusia e 2019[4], a-raok ledanaat e implij d'ar peurrest eus an arme tamm-ha-tamm.

An AK-12 a ra gant ar sistem tennata dre biston implijet war fuzuilhoù all ar familh AK, met modernaet eo bet gant ul lamm teleskopek a c'haller reoliañ hag ur reilh Picatinny. Un ibil a gaver dindan he c'hanol evit stagañ ur banner-greunadennoù GP-25 pe GP-34[5]. Tri stumm eus an arm zo bet kinniget abaoe 2018, enne gwelladennoù war e sistem-surded da skouer, savet a-drugarez da skiant-prenet ar soudarded rusian enbarzhet er brezel en Ukraina.

Ouzhpenn an AK-12 diazez e kaver stummoù AK-15 (kambret e 7,62 × 39 mm). An daou anezhe zo dezhe un adstumm berroc'h (AK-12K hag AK-15K). Stummoù kambret evit kalibroù standart AFNA (AK-19 e 5,56 × 45 mm, hag AK-308 e 7,62 × 51 mm) a gaver ivez. Ur stumm sivil, anvet SAIGA AK-12, dezhañ ur mod-tennañ damaotomatek hepken, zo bet kemennet e 2019[6].

  1. (en) SAPOZHNIKOV Pyotr, Putin praises new Kalashnikov assault rifle, Voice of Russia, 26/05/2010 (lennet d'ar 24/05/2025)
  2. (en) JOHNSON Steve, AK-12 Not Allowed In State Tests, The Firearm Blog, 30/09/2013 (lennet d'ar 24/04/2025)
  3. (en) Nathaniel F., BREAKING: Russian Army Adopts AK-12, AK-15, AEK-971, and AEK-973 Rifles for Military Service (For Real This Time), The Firearm Blog, 30/01/2018 (lennet d'ar 24/04/2025)
  4. (en) Kalashnikov delivers AK-12 assault rifles to Russian special forces, Army Technology, 12/11/2019 (lennet d'ar 24/04/2025)
  5. (en) POPENKER Maxim, Kalashnikov AK-12 and AK-15 assault rifle (Russia), Modern Firearms (lennet d'ar 24/04/2025)
  6. (en) Hrachya H, Kalashnikov Concern to Make Civilian AK-12s called SAIGA-AK12, The Firearm Blog, 05/03/2019 (lennet d'ar 24/04/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan