A-ziwar logod ha tud
A-ziwar logod ha tud (Of Mice and Men) zo ur romant skrivet e 1937 gant an aozer stadunanat John Steinbeck[1]. Deskrivet eo ennañ buhez George Milton ha Lennie Small, daou labourer ranchoù o foetañ bro. Ar re-mañ az a a ranch da ranch dre stad Kalifornia evit klask labour e-pad an Enkadenn Veur.
Diazezet eo bet ar romant gant Steinbeck war e vuhez e-unan pa oa krennard o labourat gant labourerien-douar divroet er bloavezhioù 1910, a-raok donedigezh an Okies a zeskrive en e romant The Grapes of Wrath. Tennet eo an titl eus barzhoneg Robert Burns To a Mouse : "The best laid schemes o' mice an' men / Gang aft agley" ("The best-laid plans of mice and men / Often going awry").
Daoust ma vez kelennet al levr e meur a skol[2], Of Mice and Men a zo bet taget alies gant ar c'hoñtrolliñ ha difennet al levrioù abalamour d'an divalamant ha d'ar pezh a vez gwelet gant lod evel ur yezh dismegañsus ha gouennelour. Dre-se e teu war roll al levrioù diaesañ eus ar XXIañ kantved gant Kevredigezh al Levraouegoù Stadunanat[3].
Itrik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad an Enkadenn Veur e Kalifornia, daou labourer-douar divroet — George Milton, un den speredek met dizesk, ha Lennie Small, un den kreñv-kreñv met nammet e spered — a zo o vont eus Soledad d'ul lodenn all eus ar Stad. Un hunvre o deus : kaout o zachenn dezho o-unan. Hunvre Lennie eo ober war-dro al loened hag al lapined. Plijout a ra dezhañ flourañ al loened dous hag ar pezh a zo dous dre vras, met ken start e vez o flourikat anezho ma lazh anezho hep ober espres-kaer. Tec'het e oa George ha Lennie diouzh Weed goude ma oa bet tapet gant Lennie roched ur plac'h yaouank peogwir e kave dezhañ e oa brav. Ne felle ket dezhañ he lezel da vont, rak dalc'hmat e vez startoc'h pa vez ankeniet. An darvoud-se a roas ar vrud dezhañ da vezañ klasket palforsiñ ar plac'h yaouank, gant ur vandennad tud o sevel evit kavout ha linchañ Lennie. A-hed digoradur ar romant e teu da vezañ sklaer e lak Lennie e holl fiziañs e George rak n'eo ket gouest d'ober war e dro en e-unan.
Gopret eo ar c'houblad en un atant el lec'h m'en em gavont gant Curley, mab berr ha tagus ar perc'henn. Curley ne blij ket dezhañ ar baotred brasoc'h ha diwar an dra-se e tag Lennie. Lennie a zo desachet raktal gant gwreg Curley, debocherez hag atahin anezhi. Kejañ a ra ar c'houblad, Georges ha Lennie, ivez gant Candy, un den kozh zo e vicher labourat er ranch. Candy zo mogn un dorn dezhañ hag ur c'hi leal en deus. Kejañ a reont ivez gant Slim, un toucher-kezeg speredek ha dous hag en deus bet e giez un torrad kelin. Slim a ro ur c'holen da Lennie. Unan a ro da Candy ivez, a oa bet lazhet e gi-deñved leal ha barrek gant e genlabourer Carlson.
Daoust d'ar gudenn e teu o hunvre da wir pa ginnig Candy kinnig 350 $ evit prenañ un atant, en eskemm evit kaout aotre da vevañ ganto. Posupl e vo dezho prenañ un atant a-benn fin ar miz. Laouen-bras eo an tri, met goloet eo o levenez pa vez taget Lennie gant Curley. En em zifenn a ra en e-unan en ur stlakañ aes dorn Curley e-keit ma oa gourc'hemennet gant George hen ober.
George en em sant dinec'het koulskoude. Lezel a ra Lennie war e lerc'h er ranch zoken e-keit ma ya e kêr gant ar baotred all. Lennie az a er c'hraou, hag a flap gant Crooks, ar paotr marchosi, un den c'hwerv, met desket, a zo disheñvel diouzh al labourerien all dre m'eo du. Candy en em gav ganto hag e komzont eus o raktresoù evit prenañ an atant gant Crooks, ha n'hall ket chom hep goulenn diganto hag-eñ e c'hallfe sevel ul liorzh war an atant, daoust ma vez dismegañset gantañ e c'hallfe an hunvre dont da wir. Gwreg Curley a zeu war wel en-dro hag a zouzet gant ar baotred, dreist-holl gant Lennie. Koulskoude e tiskouez he zu drouk pa zispriz anezho ha pa lavar da Crooks e c'hellfe bezañ linchaet. Klevet a reont tud ar ranch o tistreiñ, ha hi kuit.
An deiz war-lerc'h e lazh Lennie e gi bihan hep ober a-ratozh kaer e-pad ma oa o flourañ anezhañ. Gwreg Curley en em gav e-barzh ar c'hrañj hag e klask komz gantañ. Anzav a ra ez eo he hec’h-unan-penn, hag e tispak hec'h hunvre bezañ ur steredenn sinema ha penaos eo bet gwastet hec'h hunvre. Divinout a ra neuze karantez Lennie evit an traoù dous hag e kinnig dezhañ flourañ he blev. Ne sav kudenn ebet er penn-kentañ met ur poent bennak e c'houlenn digantañ paouez, ar pezh na ra ket, ha goude e sant e nerzh e teu da vezañ spontet ha hi da grial. Gant ar spont Lennie a hej gwreg Curley hag e torr he gouzoug hep gouzout dezhañ. Gant ar pezh a zo c'hoarvezet e tiviz tec'hout kuit. Pa gav ar re all eus ar ranch ar c'horf e savjont ur vandenn linchañ gant ar soñj e lazhañ. Ar vandennad a c'halv ar polis a-raok kregiñ gant an enklask. George a gompren buan emañ o hunvre o vont da get ha mont a ra buan da gavout Lennie, gant ar spi m'emañ Lennie ouzh e c'hortoz el lec'h emgav dibabet ganto e kenkaz ma vefent en arvar.
George a gav Lennie el lec'h emgav, hag an daou a azez asambles e-keit ma adkont George istor karet an hunvre, daoust ma oar bremañ ne c'hoarvezo biken. George a glev neuze ar vandennad tud a zo war-lerc'h Lennie evit linchañ anezhañ o tont hag e tenn e penn Lennie, o reiñ dezhañ ur marv trugarezusoc'h eget an hini a resevfe digant ar vandennad. Curley, Slim ha Carlson a erru un nebeud eilennoù diwezhatoc'h. Slim, hepken, a gompren ar pezh a zo c'hoarvezet. Kas a ra George kuit en ur glask e frealziñ. Curley ha Carlson a sell, hep kompren perak en em sant Slim ha George evel-se.
Tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tudennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]George Milton
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un den bresk hag a zo gwarezer ha mignon gwellañ Lennie. E vignoniezh gant Lennie a sikour da zerc'hel e hunvre evit un dazont gwelloc'h. Mignon eo da Lennie abaoe ma oant bugale. Deskrivet eo gant Steinbeck er romant evel "bihan ha prim", pep lodenn anezhañ o vezañ "termenet", gant daouarn bihan kreñv war divrec'h moan. Un dremm teñval ha "daoulagad dic'hortoz" en deus ha "perzhioù lemm ha kreñv" en o zouez ur "fri moan hag askornek".
«An den kentañ a oa bihan ha bliv, rous-du e fas, e zaoulagad bepred war aked, merket don tresoù e zremm. Pep tra ennañ 'oa spis: daouarn bihan ha kreñv, divrec'h moan, ur fri hir hag askornek», e hunvre a zo bezañ perc'henn war un dachenn vihan ha merañ anezhi. Pa gomz e vez spisaet alies a-walc'h penaos: ez eus «imor ennañ», en un doare «melkonius», en un doare «rust», gant «joa», hag «aketus». Evel Lennie Small, devezhour eo ha dibouller (paotr ar c'haeioù).
An dudenn-mañ a zo ur skoazeller abalamour ma sikour an dudenn bennañ da gas da benn e gest. Kalz a garantez a vag evit Lennie, ha pa vefe hemañ e gouloù George gant e sotonioù. An daou vignon a zo evel ur "c'houblad iskis" (odd couple e saozneg). Unan zo bras hag egile zo bihan. Unan zo sot hag egile zo fin. Stabilded a zo gant an daou vignon-se abalamour d'an enebiezhioù bihan o deus.
Embannet e vez gantañ war ar groaz e vankfe dezhañ ul lojeiz hag un dachennig el lec'h ma kresko frouezh e-leizh ha n'en do netra d'ober. Eñ eo en deus ijinet istor an atant a gont dibaouez da Lennie. N'eo ket gwall sklaer e istor bersonel, met gouzout a reomp avat ez eo un den hag en deus evel dudi: c'hoari ar c'hartoù ha reoù all a bep seurt.
Lennie Small
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un den diskiant bras ha kreñv e gorf hag a veaj gant George hag a zo e genlabourer bepred. [4] E hunvre brasañ eo gallout ober war-dro al lapined. Ur gwander eo e garantez evit an traoù dous, dreist-holl dre ma n'anavez ket e nerzh e-unan, hag a-benn ar fin e teu da vezañ pennabeg e zistruj. Steinbeck a zeskriv e zremm evel "kontrol" George, o skrivañ ez eo un "den bras-meurbet, gant un dremm hep stumm, gant daoulagad bras ha gwenn" ha "skoaz ledan ha stouet". Lennie a gerzh pounner, o ruzañ e dreid un tamm, "evel ma ruz un arzh e bavioù", en ur ouzhpennañ ne fiñv ket e zivrec'h war e gostez, met e krog en un doare distag.
«Un den bras-spontus, distumm e zremm, gant daoulagad bras disliv, e zivskoaz ledan a-zivilh. Kerzhout a rae pounner, o stlejañ e dreid un disterañ, un tammig evel ma rafe un arzh. A-ispilh e oa e zivrec'h, dilusk anezho». Un den gour eo gant spered ur bugel, kreñv evel ur marc'h, hag a blij dezhañ kement tra hag a zo flour (evel logod marv a zalc'h en e c'hodelloù). E hunvre brasañ a zo ober war-dro lapined an atant o deus c'hoant da brenañ gant George Milton e vignon abaoe m'eo bugel.
Un den hegredik, nay zoken eo Lennie. George a c'houlennas ur wech ouzh Lennie lammat diwar ur pont, hag eñ ha lammat en dour ha pa ne ouie ket neuial. Kreñv eo evel ur marc'h, goude bezañ bet o c'houzañv taolioù Curley e flastr Lennie dorn Curley diboan diwar urzh George. Karout a ra ar seiz hag an traoù flour. Pa gomañs da deutañ un dra bennak dous ne c'hell ket diharpañ. An dra-mañ a gousto ker d'e lêr, ha pennkaoz eo an dra-mañ d'e varv, dre m'en deus flouret brozh ur plac'hig pe c'hoazh blev gwreg Curley. Ar plac'hig a zo redet kuit o krial en doa bet c'hoant gwallañ anezhi ha lazhet en deus gwreg Curley hep kaout c'hoant d'en ober, avat.
Meur a wech e vez keñveriet gant loened evel da skouer ouzh un arzh, un dingo, pe c'hoazh ur c'hi. Alies a-walc'h e vez deskrivet evel bezañ nervus, trouzus, pasiant pe trumm zoken. E vicher a zo devezhour pe c'hoazh dibouller. Tro ar ranchoù a vez graet gantañ ha gant e vignon George Milton hag a zo evitañ evel ur breur bras pe un tad. Ur pezh hunvre en deus Lennie hag a-hed al levr a vez kontet hag adkontet gant George. George zo aet skuizh o kontañ an istor ha pa lavar da Lennie kontañ an istor en e-unan e respont raktal Lennie bravoc'h eo pa vez kontet gant George. C'hoant en deus da brenañ gant e vignon George un atant el lec'h ma vo frank eus pep-tra. Ur wech ma vo perc'henn war un tammig atant e c'hello ober war-dro al lapined ha c'hoari gant e gi. Plijadurioù simpl ur bugel e korf un den gour. Deskrivet e vez deomp ivez penaos e c'hall bezañ feuls dre garantez a-wechoù. Hep kaout c'hoant d'en ober e lazh al logod hag ar c'hiig a oa bet roet dezhañ gant Slim.
Ne ouzer ket kalz tra diwar-benn e vuhez. Klañv e oa Lennie pa oa ganet. E dintin Clara he deus herberc'hiet anezhañ pa oa marvet e vamm dezhañ. Hag ur prantadig goude e fizias houmañ Lennie e George ha hi peursur e c'hallfe ober war e dro ken madelezhus ma oa. Berr an arc'hant ganto, dalc'hmat, ez int staget gant tro ar ranchoù evit kaout arc'hant d'en em vevañ5 hag evit mont da-heul o hunvre: bezañ perc'henn war un dachenn.
Tudennoù a eil renk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar skoazellerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Candy
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul labourer kozh er ranch, Candy en deus kollet e zorn en ur gwallzarvoud ha nec'het eo gant e zazont er ranch. Gant aon e vefe lakaet da vezañ didalvoud gant e oad, e kemer perzh e deskrivadur George eus an atant a vo gantañ ha gant Lennie, o kinnig hollad arc'hant e vuhez ma c'hallfe kemer perzh gant George ha Lennie da vezañ perc'henn war an douaroù.
An den koshañ war ar ranch eo. Kollet en deus un dorn gant al labour, ha gant an digoll en deus er bank e fell dezhañ prenañ un dachennig douar gant George ha Lennie. Ur c'hi kozh-tre en deus hag a zo bet lazhet gant Carlson daoust ma kare Candy kalz e gi, skoet eo bet forzh pegement gant an tenn fuzuilh en deus lazhet e gi.
Candy a zo un den kozh krommet e gein. Gwisket eo gant ur c'houetiz glas. E arzorn a zo ront ha mogn eo. Ul loen doñv en deus, ur c'hi dall, flaerius, ha n'en deus ken gortoz mervel d'ober. Ne vez keñveriet gant netra. Etre eo er skeul sokial, peizant e servij unan bennak. Deskrivet e vez evel bezañ: goustad, hir, aketus ha jentil.
Lavaret e vo ez eus ur skoazeller anezhañ dre ma sikour gant an dudenn bennañ hag e fell dezhañ reiñ an dorn evit ma teufe da wir hunvre an atant bihan gant al lapined hag all. Buan-kenañ e rann gant Lennie ha George o hunvre. Dre e sikour e teu da vezañ fetisoc'h an hunvre gant an arc'hant en deus en ti-bank ha gant sikour e jedadennoù. Evel evit an tudennoù all ne ouzer ket kalz tra diwar-benn e istor personel. E zudioù a seblant bezañ liesseurt : c'hoari d'ar c'hartoù, c'hoari, kousket, ober war-dro e gi. Gouzout a ra ervat war ar marc'had emañ o tostaat an eurvezh ma teuio karrigell an Ankoù evitañ. Soñjal a ra dezhañ e c'hallfe dont a-benn d'ober war-dro un nebeud trevelloù en e zanvez atant. E gomzoù diwezhañ el levr az a da wreg Curley, ton ar rebech a zo gant ar c'homzoù-mañ, eta. Dre m'en deus kollet pep spi da gaout un atant evel-se goude marv Gwreg Curley.
Slim
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un "toucher kezeg", blenier pennañ ur skipailh muled ha "priñs ar ranch". Doujet-bras eo Slim gant kalz eus an tudennoù hag an dudenn nemeti eo a vez doujet outañ gant Curley. E skiant-prenet, e santadur, e vadelezh hag e aotrouniezh naturel a denn an dud all eus ar ranch war e lerc'h en un doare aotomatek, hag eñ eo an dudenn nemeti o kompren mat al liamm etre George ha Lennie. Slim a zo sellet outañ evel an " übermensch " [5] eus an istor-mañ dre an deskrivadurioù doueek eus Slim a lavar eo eñ an hini a anavez gwellañ tudennoù ar romant.
Un den gant ur vouezh don-tre, eñ eo chalboter ar ranch. Skoulmañ a ra mignoniezh gant George, ar c'how-boy parfet anezhañ. An hini nemetañ a c'hell spontañ Curley eo e-mesk al labourerien. Pa c'houlenn Curley digant Slim pelec'h emañ e wreg, Slim a lavar dezhañ en deus traoù all da ober. Spontet eo Curley ha goulenn a ra digarez, a-raok mont e-barzh ar sal m'emañ Lennie hag ar re all, el lec'h m'en em venjo eus e izeladenn en ur skeiñ gant Lennie.
Slim a zo ur paotr bras-bras anezhañ, gwisket gant un tok feltr pladet, e vlev a zo hir ha du fichet war-dreñv. Gwisket e vez evel ar re all gant ur bragoù glas hag ur chupenn verr e danvez. N'eo ket gwall sklaer pe oad eo etre tregont vloaz hag hanter-kant. Pezhioù divskouarn en deus, hag e lavar az a difonn a-walc'h gant arlivioù komprenezon. Pezhioù daouarn tanav en deus, ar re-mañ a fiñv en un doare delikat evel reoù un dañserez sakret.
Graet e vez anezhañ roue ar ranch, evel ur meurdez, ur mestr arzour hag un dañserez sakr. Gouest eo da vleniañ 20 mul gant rañjennoù d'ar mul-blein hepken. Gant un taol skourjez e c'hall lazhañ ur gelienenn war talier ur mul, hep touchal al loen avat. Bez en deus doareoù ken don ha ken ponner hag e-skoaz an dra-mañ e vez ken habask, ken ma tard an dud da gaozeal pa gomz. Ken bras eo e aotrouniezh ken ma roer kred da gement tra a vez lavaret gantañ. Chalboter eo. Deskrivet e vez evel bezañ un den az a war e bouez, hir, delikat, servijus ha speredek. Anat eo ez eo ur skoazeller. Ne vank netra dezhañ war a seblant ha ne ziskouez ket kaout c'hoant ebet, ne ouzer netra diwar-benn e istor nag e zudioù. E fin an istor e c'hoari gant ar baotred all d'ar c'hoari "hen-kezeg".
An enebourien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Curley
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab ar patron, un dudenn yaouank ha dorneg, ur bokser hanter-vicherel gwechall. Deskrivet eo gant tud all, gant un tamm ironiezh, evel "dornet flour", abalamour ma plij dezhañ mirout ur vaneg leun a vazelin en e zorn kleiz. Gwarizius-kenañ eo ha mirout a ra ouzh e wreg ha diouzhtu e teu da vezañ dismegañsus ouzh Lennie. Ur mare bennak e koll Curley e nerzh goude bezañ gwelet Lennie o c'hoarzhin outañ. E zorn a vo drailhet goude bezañ bet o stourm ouzh Lennie.
Mab ar Patron, un den bihan anezhañ. Ur bokser amatour kozh eo. Plijout a ra dezhañ en em gannañ gant ar re vrasañ. Ne blij ket dezhañ pa ne vez ket e wreg en e gichen. En em gannañ a raio Lennie ha Curley, abalamaour ma klaske laou Curley ouzh Lennie. En em veñjañ a raio Lennie en ur flastrañ dorn Curley. Un dorn da gCurley a chom en ur vaneg gludet gant vazelin «blam' da gaout un dorn flour evit e wreg», hag al labourerien all d'ober goap ouzh an dra-mañ.
Curley a zo ur paotr yaouank brun, gant daoulagad du ha blev stoub. E zorn kleiz a zo maneget gant ur vaneg labour gludet gant vazelin. E-giz e dad, ar patron, ez eus en e dreid botoù seulioù uhel. Evitañ da vezañ ur mailh war ar boks n'eus ket ar spered santel ennañ. Graet e vez anezhañ ar patron hag un tagnous bihan anezhañ. Deskrivet e vez hemañ gwech ha gwech evel bezañ : skañv, o vont dousik, un den start (fiks) pe c'hoazh trumm. Gopret eo gant e dad dre ma labour evit ar ranch. Un enebour eo abalamour ma ne baouez ket da zegas trubuilhoù ha soursioù d'an dudenn bennañ. N'en deus war a seblant na hunvre na c'hoant ebet pe dost na pa 'vefe ar garantez a vag evit e wreg. N'emañ ket en digenvez. Ne vez ket roet da c'houzout d'al lenner e istor war-bouez daou dra ur paotr ampart eo hag er rummad pouez skañv eo d'ar boks. Kasoni a vag ouzh an dud vras, ar pezh a zegaso kalz trubuilhoù da Lennie.
Gwreg Curley
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur vaouez yaouank ha koant, a zo disprizet gant he gwaz. An tudennoù all a ra anv anezhi "Gwreg Curley" hepken. Steinbeck a zisplege n'eo ket "un den, un arouez eo. N'he deus kefridi ebet, nemet bezañ ur follenn – hag un dañjer evit Lennie." [4] En ul lizher diwezhatoc'h kaset gant Steinbeck da Miss Luce (an aktourez a c'hoari gwreg Curley) evit ur produadur leurenn Of Mice and Men, e teskriv Steinbeck gwreg Curley evel ur plac'h yaouank digenvez ha spontet hag a zo hec'h emzalc'h kalet ha flemmus un doare da zifenn hec'h aon hag he spont c'hoant dic'hortoz da gaout mignoniezh. [6] Prederi gwreg Curley gant he c'haerder a vuanao he marv: lezel a ra Lennie da flourañ he blev evel un induljañs dic'hortoz war a seblant, nemet e teu da vezañ nec'het Lennie pa gri outañ paouez da "flourikat" he blev. Lennie a glasko lakaat anezhi da devel en ur lakaat an dorn war he genoù hag en ur hejañ anezhi, en ur ober an dra-se e lazho anezhi a-benn ar fin. Torret e vo he gouzoug gantañ.
Ur plac'h yaouank koant hag a zesach evezh ar baotred. N'eo ket dre garantez eo dimezet da Curley, met dre redi. He hunvre kaerañ a zo dont da vezañ aktourez. Met n'he deus ket gellet.
Gwreg Curley a zo ur vaouez yaouank anezhi. Livet eo he muzelloù gant he ruz-muzelloù. Daoulagad distok ha livet mat. Hec'h ivinoù a zo ruz-tan, he blev rodellet ha dous. Gwisket eo gant ur vrozh-ti kotoñs, muletezoù ruz, gant bokedoùigoù pluñv lotrus ruz.
He a vez ingal o klask war-lerc'h he «dousig». Keñveriet e vez gant ur silzigenn. Deskrivet e vez evel bezañ: skañv, sioul ha stabil.
N'he deus micher ebet. Lennie a lazho anezhi hep ober espres-kaer e fin al levr, dre ma n'eo ket evit e nerzh a zo en e izili. Ha dre an dra-mañ e vo kiriek eus marv Lennie en distro. Hag un enebourez eo? Ne seblant ket bezañ ken anat ha se. Kollet he deus he c'hoantoù hag hec'h hunvreoù. Kerse he deus ne vefe ket bet asantet gant he mamm he c'hoant da zont da vezañ aktourez. He buhez a vez kontet ganti, n'eus koulz lavaret tudenn all ebet o kontañ he buhez. O chom e oa e Salinas pa oa bihan deuet e oa neuze ur strollad c'hoariva. Graet he doa anaoudegezh gant ur c'homedian. Hennezh en doa kinniget dezhi mont d'e heul.
C'hoant bras a oa ganti da vont da heul ar c'homedian-se. Ar pezh a voe nac'het gant he mamm, re yaouank e oa neuze : 15 vloaz e oa d'ar poent-se. Ur wech all e reas anaoudegezh gant un den er Riverside Dance Palace. Lavaret 'zo bet dezhi e lakfe anezhi d'ober sinema hag e oa ganet aktourez. Kerkent ha ma vefe distro hennezh da Hollywood e oa o vont da skrivañ dezhi. N'he deus resevet lizher ebet avat, tapet ha distrujet gant he mamm, hervezi. Rannet he c'halon e tivizas mont kuit hag eurediñ gant Curley.
Tudennoù a drede renk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Carlson
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un den tev-mat, lard memes, met bagol. Diskenn a ra ki Candy gant un tenn «luger» peogwir e soñj dezhañ ez eus c'hwezh fall spontus gantañ. Ur revolver «luger» en deus hag a vo laeret gant George evit lazhañ Lennie. Ne vez keñveriet gant netra er skrid. Deskrivet e vez evel bezañ un den: gant leun a basianted, trumm, stenn, ha stabil. Gopret eo gant an embregerezh. N'eo netra ouzhpenn evit ur figurant en istor dre ma ne seblant ket bezañ, gwall bouezus ar pezh a vez lavaret gantañ, daoust da bep tra e tegasont kudennoù kevredigezh. Hervez ar pezh a c'heller lenn, ne seblant kaout tamm hunvre ebet, daoust da-se e fell dezhañ e varvfe ki Candy, dre m'eo flaerius anezhañ. Ne ouzer tamm tra ebet diwar-benn e vuhez a-raok hini ar ranch.
Crooks
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Crooks, ar paotr-marchosi du, a zeu e anv eus e gein kromm (crooked o talvezout krommet e saozneg). Fier, c'hwerv ha sinik, digenvez eo diouzh ar baotred all abalamour da liv e groc'hen. Daoust dezhañ e-unan e teu Crooks da vezañ karet gant Lennie, ha daoust ma lavar bezañ gwelet tud diniver o heuliañ hunvreoù goullo evit prenañ o douaroù o-unan, e c'houlenn digant Lennie hag-eñ e c'hallfe mont ganto da bourmen el liorzh. Crooks zo un den aesoc'h da zaremprediñ an traoù hag a sell ouzh an traoù diouzh ur sell reishoc'h ha deneloc'h.
Ar palefrinier du pe anvet ivez «The Negro» (ar beg du, ar morian). Kromm eo e gein peogwir eo bet skoet gant karn ur marc'h. Ne vev ket gant e gamaraded ranch peogwir eo du ha tamallet e vez dezhañ gant ar re all ez eus «c'hwezh fall» gantañ. Er marchosi emañ o chom ha soñjal a ra eo ar vicherourien all a zo c'hwezh fall ganto. Kejañ a raio gant Lennie, sachet gant gouloù e lamp, hag a vo an hini kentañ o vezañ madelezhus outañ. Desket-tre eo ivez war ar c'hezeg, toucher eo eñ. Crooks a zo un den du deskrivet en un doare gouennelour «Negr». Ur penn moan en deus merket gant ar boan, ha daoulagad leun a basianted. O vevañ emañ en dibrerezh, un hangar harpet ouzh moger ar marchosi. A-gostez emañ o vevañ abalamour d'ar ouenelouriezh hag a zo ledet dre Stadoù-Unanet Amerika d'ar poent-se. E wele a zo ur c'hased leuniet a blouz, lec'h ma astenne e ballennoù. Palefrinier eo diouzh e vicher. Nammet eo ha bodet en deus muioc'h a draoù evit ar pezh n'en dije gellet dougen war e gein. Perc'henn eo war ur fuzuilh, Ha kalz levrioù en deus ivez met abalamour d'an amzer m'eo bet en e-unan ne ro talvoudegezh ebet ken d'al levrioù ha muioc'h-muiañ d'an darempredoù etre an dud. An dra-mañ eo a vank ar muiañ da Crooks, an darempredoù. E livenn-gein a zo diroudennet, hag e zaoulagad zo siket en e boulloù-lagad a seblant bezañ o skediñ ha skediñ mat abalamour d'o donder. Moan eo e zremm gant roufennoù du ha muzelloù du, strishaet gant ar boan, sklaeroc'h evit peurrest e zremm. Ne vez keñveriet gant netra dre ar skrid-mañ. Ar gerioù a zeskriv anezhañ a zo : sioul, hir hag efedus. Ur «figurant» eo. Ur wech c'hoazh ne ouzer kazimant netra diwar-benn istor buhez an dudenn nemet e vefe ganet e Kalifornia. Kontet e vez gantañ ivez penaos e tesave e dad yer hag en doa hemañ un nebeud devezhioù-arat. E zaou vreur a veze bepred gantañ hag an dud wenn a zo pennkaoz d'o gwalleur. C'hoant bras en deus e vefe degemeret gant ar re all ha dreist pep-tra e c'hallfe rannañ ur bartienn kartoù hag anavezout eskemmoù hir.
Moereb Clara
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Maouez he deus savet Lennie Small. Reiñ a rae logod da Lennie a-raok mervel. Goulennet he deus ouzh George Milton ober war-dro Lennie.
Lennie a gomz ur wech eus "ar vaouez jentil hag a roe logod" met n'en deus ket soñj eo e voereb memes.
Ne ouzer ket kalz a dra diwar he fenn. War-bouez penaos he doa degemeret Lennie goude marv e vamm ha penaos e fizias Lennie e George pa oa war he dalaroù. Paouezet he doa da reiñ logod gwirion ha bev da Lennie dre ma lazhe anezho seul taol, roet he doa unan kaoutchoug dezhañ met ne blije ket dezhañ o vezañ ma oa ket ken dous hag ar re wir.
Ki Candy
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hi dall a vez deskrivet evel "kozh", "kamm", "flaerius", ha "dall", ha lazhet gant Carlson.
Candy en doa bet hemañ pa oa ur c'holen c'hoazh. Ur c'hi barrek-tre war e labour e oa, ken en doa c'hoant Candy ober war e dro betek fin e vuhez. Ar pezh a en em gavo hepdale o vezañ ma ne c'hell ket debriñ traoù kalet ken.
Carlson na oa ket evit anduriñ ken e welet o kiañ gant ar boan hag e c'hwezh a zo pegus meurbet hervezañ. Abalamour d'an dra-se e kinnig da candy lazhañ e gi evit n'en defe ket poan ken. Er penn-kentañ e vez nac'het gant Candy e vefe lazhet met bountet eo gant holl dud pe dost a zo er varakenn hag e fin ar gont ec'h asant e vefe lazhet.
A-raok ne 'z afe kuit Carlson gant ur c'hi evit e lazhañ e lavar Slim dezhañ kas gantañ ur bal evit e zouarañ. Ne vez ket gwelet fin buhez ar c'hi. Klevet e vez avat un tenn en noz tra ken. Carlson en doa lavaret e vefe tennet gantañ etre e zaoulagad giz-se ne santo netra. Pa vez klevet an tenn-mañ e paouez an holl dud da gomz ha da c'hoari d'ar c'hartoù ha Candy, eñ, gourvezet war e wele a dro war-zu ar voger evit gouelañ ha mouzhañ war an dro. Ne lavaro netra ken a-hed an nozvezh-se.
Posupl eo keñveriañ tonkadur ki Candy gant hini Lennie. Ki Candy a vez lazhet gant un estren ha na vag tamm karantez ebet evitañ ha candy en do keuz da vezañ lezet un estren en ober. George n'en doa ket c'hoant e vefe bet Lennie o c'houzañv diwar krizder an dud ha war ar marc'had n'en doa ket c'hoant en defe bet keuz evel Candy o vezañ laosket un den estren ha na vag karantez ebet evit Lennie da lazhañ anezhañ. Ki Candy a vez lazhet gant un estren, ya, met un den dizhegar hag en digenvez ha pa vez lazhet Lennie ez eo gant e vignon feal, evel ur breur, e kreiz e seizh plijadur warn-ugent o valañ kaozioù skuizh an atant a vo prenet ganto. Pa varv eo anat ez eo aet kuit marvailh ar bed hag an inosanted.
Ar Patrom
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tad Curley, merour ar ranch. Perc'hennet eo ar ranch gant "un embregerezh bras a zouaroù" hervez Candy.
Un den berr ha tev eo. Gwisket en deus ur bragoù glas-glas, ur roched flanell, ur jiletenn du divoutonnet, ur porpant du, hag ur gouriz lec'h ma stag e veudoù. Gwisket en deus ur gasketenn feltr kozh gell ha botoù seul uhel gant kentroù.
Whit
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul labourer-douar yaouank er ranch. Deskrivet eo evel bezañ "divskoaz a-ispilh en deus ha kerzhout a ra start war e dreid."
Temoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E pep skrid onest er bed ez eus un tem diazez. Klaskit kompren an dud, ma komprenit an eil egile e voc'h dous an eil ouzh egile. Anavezout mat un den ne gas ket d'ar gasoni ha kazi bepred d'ar garantez. Bez' ez eus doareoù berroc'h, kalz anezho. Skridoù a gas war-raok ar cheñchamant sokial, skridoù a gastiz an direizhder, skridoù a lid an harozegezh, met bepred an tem diazez-se. Klask kompren an eil egile.[7]
Ar c'hoantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pouezañ a ra Steinbeck war ar c'hoantoù a-hed al levr. C'hoant en deus George da vezañ dizalc'h, da vezañ e vestr e-unan, da gaout un atant, ha, dreist-holl, da vezañ "unan bennak". C'hoant en deus Lennie da vezañ gant George en e di dizalc'h, ha da stankañ e evezh war an traoù dous. C'hoant en deus Candy da adlakaat e gefridi kollet gant marv e gi, ha da gaout surentez evit e gozhni — e ti George. C'hoant en deus Crooks da gaout un ti bihan ma c'hallo diskouez e zoujañs, e surentez, ha dreist-holl e zegemer. Huñvreal a ra gwreg Curley er fet da vezañ aktourez, evit bastañ d'he c'hoant brud kollet pa zimezas da Curley, ha lakaat un termen d'he digenvezded.
An digenvezded
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un elfenn bouezus eo an digenvezded e buhez meur a dudenn. Candy a zo en e-unan goude ma'z eo aet kuit e gi. Digenvez eo gwreg Curley rak n'eo ket he gwaz ar mignon a c'hortoze — ober a ra war-dro he digenvezded dre zouzigañ gant ar baotred er ranch, ar pezh a laka Curley da vagañ muioc'h-muiañ a zroukrañs hag a warizi. Kompagnunezh George ha Lennie a zo disoc'h an digenvezded. Crooks a zispleg an tem evel-henn "Un den a ya da sot ma n'en deus den ebet. Arabat ober diforc'h ebet hervez piv eo an den-se, hag e pad pegeit e vo ganeoc'h." Kreñvaat a ra an aozer an tem-se muioc'h c'hoazh dre doareoù soutil o lakaat an istor e-kichen kêr Soledad, ar pezh a dalvez "an digenvezded" e spagnoleg. [8]
Daoust d'an ezhomm da gaout mignoniezh e laka Steinbeck ar gaoz war ar mod ma vez dalc'het an digenvezded dre ar barregezhioù staliet evit ober traoù dishegar an eil ouzh egile. Digenvezded gwreg Curley a zo dalc'het gant gwarizi Curley, ar pezh a laka an holl dud eus ar ranch da bellaat diouti. Trenkded Crooks a zeu eus ar fet da vezañ bet dispartiet diouzh ar re all a zo er "varakenn" ha bezañ bet kaset er marchosi ; torret eo e c'hwervder evit ul lodenn, avat, gant diouiziegezh Lennie.
An namm hag ar psiche
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurliesañ e vez dic'hallus tudennoù Steinbeck, abalamour d'o degouezhioù speredel, ekonomikel ha sokial. Lennie zo an den kreñvañ eus an holl dudennoù, ar pezh a zlefe neuze sevel ur santimant a zoujañs dre ma vez implijet evel dibouller war ar ranch. E namm speredel a zigresk koulskoude an dra-se hag a laka anezhañ da vezañ dic'hallus. Staliet eo an dic'halloudezh ekonomikel dre ma'z eo kalz eus an dud a ra war-dro ar ranchoù gouzañvet gant an Enkadenn Vras. Dre ma'z eo George, Candy ha Crooks tudennoù pozitivel ha troet war an obererezh, e fell dezho prenañ un atant, met abalamour d'an Enkadenn ne c'hellont ket gounit arc'hant a-walc'h evit seveniñ o hunvre. Lennie eo an hini nemetañ ha n'eo ket gouest d'ober war e dro. An tudennoù all, avat, a zo gouest d'ober e seurt da wellaat o flanedenn. Ar gwir zañjer a c'hallfe bezañ namm speredel Lennie evit eürusted an holl.
Keñverioù nerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit a sell ouzh an oberoù etre an dud, droug ar gwask hag an drougimplij zo un tem a vez skeudennaouet gant Curley ha gwreg Curley. Curley a implij e natur tagus hag e garg uheloc'h evit klask kemer ar galloud war atant e dad. Ton ar rebech a vez atav en e c'henoù ouzh an dud a labour an douar ha tamall a ra ouzh lod da vezañ o c'hoari gant e wreg. Diskouezet eo kemplezh Napoleon Curley gant e c'hourdrouz ouzh tud an atant evit darvoudoù bihan. Gwreg Curley, eus an tu, n'eo ket gwasker a-fet korf met kentoc'h dre gomz. Implijout a ra he c'hoant reizhel evit tapout un tamm evezh, o tousigañ gant tud ar feurm. Hervez al levr Penguin "Teacher's Guide evit Of Mice and Men", Curley ha gwreg Curley a zastum an droug dre ma vez gwasket ha gwallgaset an divroidi e doareoù disheñvel. [9]
Pouez an tonkad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kompren a reer pouez an tonkad pa vez distrujet c'hoantoù an tudennoù pa ne c'hell ket George gwareziñ Lennie (hag a zo ur gwir zañjer). Steinbeck a ginnig an dra-se evel "un dra bennak a c'hoarvezas" pe evel m'en deus krouet e vignon dezhañ "soñjal nann-teleologel" pe "o soñjal", ar pezh a ziskouez ur savboent ha na varn ket. [10]
Ar bevennoù diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-ziwar logod ha tud (Of Mice and Men) a c'hell bezañ liammet ouzh ar mennozh ez eus bevennoù diabarzh. Ha daoust d'an holl strivoù ha d'an holl stourmoù e vez bevennet a-wechoù gant an darvoudoù ar vuhez marvailhus a fell d'an nen bevañ. Titl ar romant e-unan zoken a ra anv eus se "an titl a zo, a-dra sur, un tamm eus barzhoneg Robert Burns, a laka pouez war ar soñj eus didalvoudegezh strivoù mab-den pe vanite c'hoantoù mab-den". [11]
Al loened, arouezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Al loened a c'hoari ur roll en istor ivez ; ar gerc'heiz a dremen eus ul lodenn gaer eus ar gweledva eus penn-kentañ ar romant d'ur preizher e fin al levr. Er pennad diwezhañ e tistro ar gerc'heiz, o preizhañ naered a zeu da vezañ re gurius en un natur adlavaradus, arouezius eus hunvreoù an dud a vez laeret kuit bepred.
Diorren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Framm al levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Of Mice and Men a zo taol-esae kentañ Steinbeck skrivañ e stumm ur romant-c'hoari anvet "play-novelette". Savet e tri arvest daou chapistr pep hini anezho. Graet eo e seurt da vezañ ur romant hag ur senario evit ur pezh-c'hoari. 30 000 ger a zo ennañ. Fellout a rae da Steinbeck sevel ur romant a c'hellfe bezañ c'hoariet diwar e skrid, pe ur pezh-c'hoari a c'hellfe bezañ lennet evel ur romant. [12]
Orin an titl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ e oa bet anvet gant Steinbeck Something That Happened (o komz eus darvoudoù al levr evel "un dra bennak a c'hoarvezas" rak den ebet ne c'hell bezañ tamallet evit an drajedienn a c'hoarvez en istor). Koulskoude e cheñchas an titl goude bezañ lennet barzhoneg Robert Burns " To a Mouse ". [12] Barzhoneg Burns a gont ar glac'har a sant an daneveller evit bezañ distrujet ti ul logodenn e-pad ma oa oc'h arat e dachenn. [13]
Adskrivañ e labour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Steinbeck en deus skrivet al levr-mañ ha The Grapes of Wrath el lec'h m'emañ bremañ Monte Sereno, e Kalifornia. Ur brouilhed kentañ eus Of Mice and Men a oa bet debret gant ki Steinbeck. Evel m'en deus displeget en ul lizher eus 1936: [14]
Ma c'hi bihan [Toby], lezet e-unan un nozvezh, en deus graet konfeti gant tamm-pe-damm hanter ma levr [dornskrid]. Daou viz [sic] labour da ober en-dro. Gorrekaet on bet gant an dra-se. Ne oa brouilhed all ebet. Fuloret e oan a-walc'h, met ar paourkaezh paotr bihan a c'hellfe bezañ bet o vont en-dro en un doare kritikel.
Steinbeck, labourer er ranchoù E penn-kentañ embannadur 1994 al levr gant Penguin e skriv Susan Shillinglaw e oa bet Steinbeck, goude bezañ kuitaet skol-veur Stanford, o tremen tost daou vloaz o pourmen e Kalifornia, o kavout labour e ranchoù evit Spreckels Sugar ma veze gounezet ed ha beterabez-sukr. [15] Steinbeck a lavaras d'ar New York Times e 1937 : [4]
Ur bindlestiff on bet va-unan e-pad ur pennadig. Labouret em eus er memes bro ha m'emañ an istor. Kemmesket eo an dudennoù betek ur mare bennak. Un den gwirion e oa Lennie. E Kalifornia emañ bremañ en ul lec'h repu d'ar re foll. Labouret em eus gantañ e-pad meur a sizhunvezh. Ne lazhas plac'h ebet. Lazhañ a reas ur mestr-feurm. Poan en deus bet rak ar patron en doa skarzhet e vignon ha sanket ur forc'h en e stomog. N'em eus ket c'hoant da lavarout deoc'h pet gwech. Kasoni am eus o lavaret deoc'h pet gwech. E welet em eus oc'h hen ober. Dibosupl e oa deomp harzañ anezhañ ken na oa re ziwezhat.
Degemer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]O vezañ bet resevet an degemer c'hwekañ eus e holl oberennoù betek ar poent-se, romant Steinbeck a voe dibabet gant Levr ar Miz Klub a-raok ma voe embannet. Meuleudiet e voe al labour gant meur a vurutellour brudet, en o zouez Maxine Garrard (Enquirer-Sun), [16] Christopher Morley, ha Harry Thornton Moore (New Republic). [17] Ar burutellour eus ar New York Times Ralph Thompson en deus deskrivet ar romant evel ul "levr bihan brav, evit e holl melodrama diwezhañ". [18] [19] Er Rouantelezh-Unanet e oa bet renket e niverenn 52 eus "romantoù karetañ ar vro" e-kerzh enklask ar BBC e 2003 The Big Read.
Kontrollerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Difennet eo bet ar romant e levraouegoù foran ha skolioù SUA pe programmoù kelenn abalamour ma oa o "vroudañ an eutanaziezh ", oc'h "aotren ar c'hunujennoù gouennel", a "enep-embregerezh", komzoù gros ennañ, ha dre vras ur yezh "divalav", "dismegañsus", ha stereotipoù gouennel, hag ivez levezon negativel ar stereotipoù-se war ar studierien. [20] [21] Kalz eus an difennoù hag ar strishadurioù a zo bet lezet kuit hag ez eo ur redi lenn anezhañ e meur a lise amerikan, aostralian, iwerzhonat, saoz, eus zeland-nevez pe c'hoazh kanadian all.
Dre ma vez taget alies ar c'hontrollerezh, e teu Of Mice and Men war roll ar 100 levr difennet/koñtestet gwellañ gant Kevredigezh al Levraouegoù Amerikan: 2000–2009 (niverenn pemp) [22] ha 100 levr difennet/koñtestet: 2010–2019 (niverenn 288). [23] Of Mice and Men a zo bet kinniget 54 gwech evit bezañ siñset abaoe ma oa bet embannet e 1936. [24] Koulskoude, skolidi en o zouez Thomas Scarseth o deus stourmet evit gwareziñ al levr en ur arguzenniñ e dalvoudegezh lennegel. Hervez Scarseth "er gwir lennegezh veur e vez treuzfurmet poan ar Vuhez e kaerder an Arz".
Azasadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Leurennn c'hoariva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel ur "romant c'hoarius", e oa bet c'hoariet gant Theatre Union of San Francisco evel ma oa bet skrivet. Digoret e voe ar stumm-se d'an 21 a viz Mae 1937 – nebeutoc'h eget tri miz goude embannadur ar romant – hag e padas un daou viz bennak. [15]
Evit krouiñ ur produadur Broadway, Steinbeck a azasaas hag adwelet un tamm e destenn orin hag ar stumm-mañ, produet gant Sam H. Harris ha sevenet gant George S. Kaufman, a voe digoret d'an 23 a viz Even 1937, er Music Box Theatre e Broadway hag a voe aozet e-pad 207 arvest. [25] C'hoariet en deus Wallace Ford evel George ha Broderick Crawford evel Lennie. [25] Roll Crooks a voe c'hoariet gant Leigh Whipper, an ezel afro-amerikan kentañ eus Actors' Equity Association . [26] (Whipper a adkemeras ar roll-se er stumm film e 1939. [27]) Dibabet e voe ar produadur evel ar pezh-c'hoari gwellañ e 1938 gant New York Drama Critics' Circle. [28]
E 1939 e voe dilec'hiet ar produadur da Los Angeles, gant Wallace Ford c'hoazh e roll George, met gant Lon Chaney, Jr., o kemer perzh Lennie. C'hoari Chaney er roll-se a lakaas anezhañ da vezañ dibabet er film.
E 1958 e voe produet un azasaat c'hoariva sonerezhel gant Ira Bilowit (1925–2016) e-maez Broadway e New York City. En o zouez e oa meur a arzour brudet-tre en o amzer, en o zouez Art Lund ha Jo Sullivan, adkempennet goude bezañ bet o seniñ asambles er sonerezh brudet The Most Happy Fella, hag ivez Leo Penn. [29] Un harz-labour kazetennoù a lakaas koulskoude ar produiñ da vezañ en ur blegenn fall ha serret e voe goude c'hwec'h sizhunvezh. Un adsav eus al labour a oa bet staliet e Western Stage e Salinas, e Kalifornia e 2019. [30]
Adsavet e voe ar pezh-c'hoari e 1974 e Broadway e C'hoariva Brooks Atkinson gant Kevin Conway evel George ha James Earl Jones evel Lennie. [31] An aktourez leurenn brudet Pamela Blair a c'hoarie perzh gwreg Curley er film-mañ.
E 1970 e skrivas Carlisle Floyd un opera diwar ar romant-se. Un diforc'h etre levr Steinbeck hag opera Floyd eo e vez kavet The Ballad Singer en opera, un dudenn na vez ket kavet el levr.
Ur stumm nevez eus ar pezh-c'hoari a voe digoret war Broadway e The Longacre Theatre d'an 19 a viz Meurzh 2014 evit ur c'hoari bevennet a 18 sizhunvezh, gant James Franco, Chris O'Dowd, Leighton Meester ha Jim Norton. [32] [33]
Un azasadenn dindan stumm ur "ballet" a oa bet savet gant Cathy Marston gant sonerezh orin gant Thomas Newman. Deuet eo er-maez d'ar 27 a viz Ebrel 2022 e Joffrey Ballet e Chicago. [34]
Film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Embannet e voe ar film kentañ e 1939, daou vloaz goude embannadur ar romant, ha Lon Chaney Jr. a c'hoarie evel Lennie, gant Burgess Meredith evel George, ha sevenet gant Lewis Milestone . [27] Enrollet e oa bet evit pevar Priz an Akademiezh. [27]
Ur stumm skinwel, produet gant David Susskind e 1968, a c'hoarie George Segal evel George, Nicol Williamson evel Lennie, Will Geer evel Candy, Moses Gunn evel Crooks, ha Don Gordon ha Joey Heatherton evel Curley hag e wreg, hervez o urzh. [35]
E 1981 e voe embannet ur stumm film skinwel, gant Randy Quaid evel Lennie, ha Robert Blake evel George, ha sevenet gant Reza Badiyi . [36]
Ur stumm film c'hoariva all a voe savet e 1992, sevenet gant Gary Sinise, a voe anvet evit ar Palmez aour e Cannes . [37] Sinise a c'hoarie George, ha roll Lennie a c'hoarie John Malkovich, o-daou o adtapout o rolloù eus produadur leurenn Steppenwolf Theatre Company e 1980. [38]
Diwar ar romant eo savet ivez ar film malayalam Soorya Manasam, sevenet gant Viji Thampi e 1992. [39]
Radio
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Of Mice and Men a oa bet azasaet gant Donna Franceschild evel ur pezh-c'hoari radio sevenet gant Kirsty Williams gant David Tennant ha Liam Brennan [40] d'ar 7 a viz Meurzh 2010.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Of Mice and Men e Faded Page (Kanada)
- Fotoioù embannadur kentañ Of Mice and Men
- 1953 Best Plays radio adaptation of play version at Internet Archive
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Of Mice and Men Summary (en). OxNotes GCSE Revision. Diellet er skrid orin d’an June 4, 2023. Kavet : 2018-10-10.
- ↑ "Who, what, why: Why do children study Of Mice and Men?", BBC News.
- ↑ American Library Association Top 100 Banned/Challenged Books: 2000–2009. web page. American Library Association (2011). Diellet er skrid orin d’an 04/01/2012. Kavet : 01/07/2011.
- 1 2 3 Parini, Jay (1992-09-27). "FILM; Of Bindlestiffs, Bad Times, Mice and Men". The New York Times
- ↑ Barden, Tom (May 2017). Of Mice and Meaning in John Steinbeck's Of Mice and Men. Critical Insights: Of Mice & Men.
- ↑ Steinbeck’s Letter to Miss Luce (en). English Teaching Resources (2020-09-17). Kavet : 2026-04-08.
- ↑ Steinbeck, John (1938). John Steinbeck in his 1938 journal.
- ↑ Van Kirk, Susan [2001] (2001). in Tracy Barr: Cliff Notes: On Steinbeck's Of Mice and men. New York City, New York : Wiley Publishing. ISBN 0-7645-8676-9.
- ↑ Reed, Arthea J.S.. A Teacher's Guide to the Penguin Edition of John Steinbeck's Of Mice and Men. Penguin Group (USA). Retrieved on 2013-06-11.
- ↑ [2001] (2001) in Tracy Barr: Cliff Notes: On Steinbeck's Of Mice and men. New York City, New York : Wiley Publishing. ISBN 0-7645-8676-9.
- ↑ Goldhurst, William (October 2017). "Of Mice and Men : John Steinbeck's Parable Of The Curse Of Cain". Western American Literature 6 (2): 123–135. DOI:10.1353/wal.1971.0038
- 1 2 Dr. Susan Shillinglaw (January 18, 2004). John Steinbeck, American Writer. The Martha Heasley Cox Center for Steinbeck Studies. Diellet er skrid orin d’an September 8, 2006. Kavet : December 28, 2006.
- ↑ Coyer. More About This Poem. Robert Burns - To a Mouse. BBC. Diellet er skrid orin d’an January 30, 2018. Kavet : 26 May 2014.
- ↑ Steinbeck, John (1976). Steinbeck : a life in letters. New York : Penguin Books. 124 p. ISBN 0-14-004288-1. OCLC 2511315.
- 1 2 Steinbeck, John (1994). Of mice and men. ISBN 978-1-101-65980-9. OCLC 873818443.
- ↑ Joseph r. Mcelrath, Jr (18 June 2009). John Steinbeck – The Contemporary Reviews. Cambridge University Press. ISBN 9780521114097. Retrieved on March 25, 2023.
- ↑ Harry Thornton Moore: John Steinbeck and His Novels - an appreciation by Harry Thronton Moore. www.goldenbooksgroup.co.uk. Diellet er skrid orin d’an June 10, 2009. Kavet : 10 December 2017.
- ↑ McElrath, Joseph R. (1996). John Steinbeck: The Contemporary Reviews. Cambridge University Press. 71–94 p. ISBN 978-0-521-41038-0. Retrieved on October 8, 2007.
- ↑ (2000–2007) CliffNotes: Of Mice and Men : About the Author. Wiley Publishing, Inc.. 71–94 p. Retrieved on October 8, 2007.
- ↑ Banned and/or Challenged Books from the Radcliffe Publishing Course Top 100 Novels of the 20th Century. American Library Association (2007). Diellet er skrid orin d’an June 2, 2015. Kavet : October 8, 2007.
- ↑ Top 10 Most Challenged Books Lists (en). Advocacy, Legislation & Issues (2013-03-26). Diellet er skrid orin d’an July 24, 2017. Kavet : 2021-05-04.
- ↑ American Library Association list of the Most Challenged Books of 21st Century. American Library Association (2007). Diellet er skrid orin d’an June 5, 2011. Kavet : August 25, 2009.
- ↑ Top 100 Most Banned and Challenged Books: 2010-2019 (en). Advocacy, Legislation & Issues (2020-09-09). Diellet er skrid orin d’an September 27, 2020. Kavet : 2021-05-04.
- ↑ Doyle, Robert. "Banned And/or Challenged Books from the Radcliffe Publishing Course Top 100 Novels of the 20th Century". ALA.org. American Library Association, 2010. Web. Banned and/Or Challenged Books from the Radcliffe Publishing Course Top 100 Novels of the 20th Century | American Library Association. Diellet er skrid orin d’an 2012-01-19. Kavet : 2012-04-25..
- 1 2 Internet Broadway Database: Of Mice and Men. The League of American Theatres and Producers (2001–2007). Diellet er skrid orin d’an May 1, 2008. Kavet : October 8, 2007.
- ↑ Internet Broadway Database: Leigh Whipper (2001–2007). Diellet er skrid orin d’an October 12, 2007. Kavet : October 8, 2007.
- 1 2 3 Of Mice and Men (1939). Internet Movie Database. Diellet er skrid orin d’an October 30, 2007. Kavet : October 8, 2007.
- ↑ National Steinbeck Center: About John Steinbeck : Facts, Awards, & Honors. National Steinbeck Center. Diellet er skrid orin d’an December 18, 2015. Kavet : October 8, 2007.
- ↑ The Western Stage and The National Steinbeck Center present Rare Musical Adaptation of Steinbeck's Of Mice and Men, Archived for 60 Years. Latino Edge (2018-04-27). Kavet : 3 January 2019.
- ↑ Fazi arroud : Balizenn
<ref>faziek ; ne oa bet lakaet tamm testenn ebet evit an daveennoù anvet "Californian" - ↑ Internet Broadway Database: Of Mice and Men (1974). The League of American Theatres and Producers (2001–2007). Diellet er skrid orin d’an May 1, 2008. Kavet : October 8, 2007.
- ↑ "James Franco Says He's Coming to Broadway to Star in 'Of Mice and Men'", Daily News.
- ↑ Leighton Meester on Broadway. Yahoo! Philippines (December 8, 2013). Diellet er skrid orin d’an December 15, 2013. Kavet : December 8, 2013.
- ↑ Warnecke (April 28, 2022). "Review: The Joffrey brings 'Of Mice and Men' to the ballet stage in a world premiere; plus Balanchine's 'Serenade'", Chicago Tribune. Retrieved on 29 May 2022.
- ↑ Of Mice and Men (1968). Turner Classic Movies. Diellet er skrid orin d’an February 3, 2012. Kavet : January 21, 2012.
- ↑ Of Mice and Men (1981). Internet Movie Database. Diellet er skrid orin d’an February 10, 2008. Kavet : October 8, 2007.
- ↑ Of Mice and Men (1992). Internet Movie Database. Kavet : October 8, 2007.
- ↑ Of Mice and Men (1992). Rotten Tomatoes / IGN Entertainment. Diellet er skrid orin d’an June 19, 2015. Kavet : October 8, 2007.
- ↑ Sooryam Manasam. Diellet er skrid orin d’an 29 May 2015. Kavet : 29 May 2015.
- ↑ BBC – Classic Serial – Of Mice and Men'. Diellet er skrid orin d’an November 30, 2012. Kavet : October 18, 2011.