7 mm Remington Magnum
| 7 mm Remington Magnum | |
|---|---|
| Doare | |
| Doare douilhez | kreuzenn, gourizet |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Mare produiñ | Abaoe 1962 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 7,2 mm |
| Ø trogleuziñ | 7 mm |
| Ø kolier | 8 mm |
| Ø skoaz | 12,5 mm |
| Ø korf an douilhez | 13 mm |
| Ø strad | 13,5 mm |
| Hirder an douilhez | 64 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 84 mm |
| Pouez ha perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 6,5 - 11,3 g |
| Tizh o vont e-maez V0 | 870 - 1.100 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 4.200 bar |
| Energiezh ar vannadell | 4.057 - 4.367 J |
| Emors | LRM |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar 7 mm Remington Magnum, en he stumm berr 7 mm Rem Mag, zo ur gartouchenn armoù-skoaz ijinet ha gwerzhet da gentañ gant an embregerezh stadunanat Remington adalek 1962, pa oa ar c'halibroù magnum diouzh ar c'hiz[1]. Ar garabinenn Remington 700 zo bet unan eus ar re gentañ kambret eviti. Treizhent ar 7 mm Rem Mag a zo plaen a-walc'h, hag efedus eo evit chaseal bronneged bras Europa evel ar c'hirvi hag ar moc'h-gouez dreist-holl, en ur dostaat pe en api[2]. Kreñv a-walc'h eo hec'h argil[1].
Esaeet e voe ar munision gant an arme stadunanat[3]. Adalek 1963 e voe gwerzhet kartouchennoù .300 Winchester Magnum gant Winchester, kevezerien Remington, ha muioc'h a verzh a rejont evit ar 7 mm Rem Mag, pa vezont e plas kentañ ar munisionoù karabinennoù implijet gant ar chaseourien e Frañs hiziv-an-deiz da skouer[4].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (es) 7 mm Remington Magnum Belted, Municion.org (lennet d'ar 15/01/2025)
- ↑ (fr) JACQUET Jean-François, Le calibre 7 Remington magnum, Chassons.com, 30/05/2022 (lennet d'ar 15/01/2025)
- ↑ (fr) 7 mm Remington Magnum, Arme et Passion (lennet d'ar 15/01/2025)
- ↑ (fr) JACQUET Jean-François, Pourquoi le calibre 300 est-il très utilisé en France pour la chasse ?, Chassons.com, 25/06/2023 (lennet d'ar 15/01/2025)