Mont d’an endalc’had

7,92 × 94 mm

Eus Wikipedia
7,92 × 94 mm P318


Munisionoù 7,92 × 94 mm e boestoù staget ouzh ur fuzuilh enepdafar Panzerbüchse 39 (talbenn Rusia, hañv 1941).
Doare
Doare douilhez kreuzenn, boutailh
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Trede Reich Trede Reich
Mare servij 1939 - 1944
Muzulioù
Ø bannadell 8,24 mm
Ø kolier 9,32 mm
Ø skoaz 19,02 mm
Ø korf an douilhez 20,91 mm
Ø strad 20,94 mm
Hirder an douilhez 94,4 mm
Hirder ar gartouchenn 118 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 14,58 g
Tizh o vont e-maez V0 1.210 m/s
Energiezh ar vannadell 10.584 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall ?

Ar 7,92 × 94 mm P318 zo ur munision enepdafar, ijinet er bloavezhioù 1930 en Alamagn evit ar fuzuilh eneptank Panzerbüchse 38. Implijet e voe ar gartouchenn er Panzerbüchse 39 dreist-holl, hag en un nebeud armoù all e-pad an Eil Brezel-bed ivez, arnodel evit ar braz anezhe. Ur galonenn tungsten he doa he bannadell 14,5 gram, ha roudenner e oa[1]. Bihan e oa he c'halibr e-keñver ar re implijet gant Stadunaniz (.50 BMG) ha Soviediz (14,5 × 114 mm) evit ar memes doare arm, met aesoc'h e oa da implijout evit un tenner e-unan[2]. Abalamour da araokadennoù hobregonoù ar Gevredidi e-kerzh ar brezel e voe tennet ar munision eus ar servij e 1944[3]. Ral eo kavout anezhi hiziv an deiz.

  1. (fr) 7,92 x 94 , Arme et Passion (lennet d'an 20/09/2025)
  2. (es) 7,92 x 94 Panzerbüchse (Patrone 318), Municion.org (lennet d'an 21/09/2025)
  3. (en) POPENKER Maxim, 7.9×94 Patr.318, Modern Firearms (lennet d'an 21/09/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan