Mont d’an endalc’had

7,62 × 45 mm

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant 7,62 × 39 mm M43 pe 7,62 × 54 mm R.
7,62 × 45 mm

Ur gartouchenn 7,62 × 45 mm
Doare
Bro orin  Tchekoslovakia
Doare kreuzenn, boutailh
Doare skeiñ e-kreiz
Mare ijinañ Bloavezhioù 1940
Mare produiñ Adalek 1952
Muzulioù
Ø bannadell 7,83 mm
Ø kolier 8,66 mm
Ø skoaz 10,56 mm
Ø korf an douilhez 11,30 mm
Ø strad 11,30 mm
Tevder ar strad 1,50 mm
Hirder an douilhez 45 mm
Hirder ar gartouchenn 60 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 8,5 g
Tizh mont e-maez V0 760 m/s
Energiezh ar vannadell 2.455 J
Emors LR
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar 7,62 × 45 mm zo ur munision armoù-skoaz diorroet e dibenn ar bloavezhioù 1940 e Tchekoslovakia, diwar veizad ar 7,92 mm Kurz alaman ijinet e-pad an Eil Brezel-bed[1]. Produet e voe adalek 1952 evit bezañ implijet er garabinenn vz. 52, arm standart arme ar vro, hag er fuzuilh-vindrailher vz. 52.

Dindan wask an URSS e voe dilezet e Tchekoslovakia adalek 1957 evit ar 7,62 × 39 mm, ur gartouchenn un tamm gwanoc'h he energiezh. An holl armoù kambret e 7,62 × 45 mm a voe adkambret pe ezporzhiet[2]. Ne vez ket produet ar munision-mañ ken hiziv an deiz.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Modern Historical Intermediate Calibers 020: The 7.62x45mm Czech, The Firearm Blog, 22/08/2016 (lennet d'an 18/01/2026)
  2. (en) 7.62 x 45 : CS ; 7.62 mm Czech M52, Imperial War Museums (lennet d'an 18/01/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan