7,62 × 42 mm SP-4
| 7,62 × 42 mm SP-4 | |
|---|---|
Kartouchennoù 7,62 × 42 mm SP-4, a-raok bezañ tennet | |
| Doare | |
| Bro orin | |
| Doare korf an douilhez | kreuzenn, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 7,76 mm - 7,91 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 42 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 9,3 g |
| Pouez ar munision | 24 g |
| Tizh mont e-maez V0 | 195 - 205 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 339 J |
| Hed-tenn efedus | 15 m |
| Hed-tenn d'ar muiañ | War-dro 150 m |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | ? |
Ar 7,62 × 42 mm SP-4, anvet ivez 7,62 × 41,5 mm, 7,62 × 41,3 mm, pe SP-4 en ur mod simploc'h e Rusia (СП-4) zo ur munision savet en URSS e deroù ar bloavezhioù 1980 evit ezhommoù ar c'hKGB hag ar Spetsnaz[1].

Ne ra tost na trouz, na gouloù pa vez tennet, a-drugarez d'ur mont en-dro dibar : e vannadell zo enbarzhet en e zouilhez penn-da-benn ; un doare piston zo e traoñ an douilhez, etre ar gargad poultr hag ar vannadell[2]. Pa darzh ar poultr e vount war ar piston : hemañ a gas ar vannadell er-maez eus an douilhez, met chom a ra dalc'het en douilhez e fin e red. Dre-se e chom gazoù an darzhadenn e-barzh ar munision e-lec'h bezañ skarzhet dre ar c'hanol. Abalamour d'ar gartouchenn bezañ bet savet evit kas oberadurioù kuzh, n'eus stampilh pe merk produer ebet warni[1].
Hed-tenn efedus bannadell an SP-4 zo ur 15 metr bennak hepken. Hec'h implij a zo anavezet e tri arm : ar bistolenn PSS, ar revolver OTs-38, hag ar gontell-emgann NRS-2[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) POPENKER Maxim, 7.62×41 SP-4 7N36, Modern Firearms (lennet d'an 21/07/2025)
- 1 2 (es) 7,62 x 41,5 Russian SP-4 for Silenced pistol Typ PSS, Municion.org (lennet d'an 20/07/2025)