7,62 × 38 mm Nagant
Neuz
7,62 × 38 mm Nagant | |
---|---|
Kartouchennoù 7,62 × 38 mm Nagant | |
Doare | |
Doare korf an douilhez | bourled, eeun |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | ![]() |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,82 mm |
Ø kolier | 7,26 mm |
Ø skoaz | 8,38 mm |
Ø korf an douilhez | 8,94 mm |
Ø strad | 9,85 mm |
Tevder ar strad | 1,25 mm |
Hirder an douilhez | 38,86 mm |
Hirder ar gartouchenn | 38,86 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 6,35 g - 7 g |
Tizh mont e-maez V0 | 225 - 305 m/s |
Energiezh ar vannadell | 160 - 325 J |
Emors | SP |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar 7,62 × 38 mm Nagant, pe 7,62 × 38 mm R, zo ur gartouchenn armoù-dorn ijinet gant ar Belgiad Émile Nagant evit ar revolver Nagant M1895[1]. Implijet eo bet dreist-holl gant arme Impalaeriezh Rusia adalek dibenn ar bloavezhioù 1890. Disheñvel eo diouzh kalz munisionoù all abalamour d'e voled bezañ sanket en e zouilhez penn-da-benn. Ur seurt kreuzenn a gaver a-wechoù e-kreiz e zouilhez evit stankañ ar vannadell[2].
Daoust d'ar 7,62 mm Nagant bezañ diamzeriet e-keñver ar munisionoù modern e vez produet c'hoazh gant un dornad embregerezhioù evel Fiocchi pe Prvi Partizan. Goulenn a vez c'hoazh war ar c'halibr-mañ abalamour d'an niver uhel a revolverioù Nagant M1895 produet en XXvet kantved (war-dro daou vilion).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) POPENKER Maxim, 7.62x38R Nagant, Modern Firearms (lennet d'ar 14/05/2025)
- ↑ (fr) 7,62 x 38,5 R Nagant M. 1895, Arme et Passion (lennet d'ar 14/05/2025)
|