7,35 × 51 mm Carcano
| 7,35 × 51 mm Carcano | |
|---|---|
A gleiz da zehou, kartouchennoù 7,92 × 57 mm Mauser, 7,35 × 51 mm Carcano ha 6,5 × 52 mm Carcano | |
| Doare | |
| Bro orin | |
| Doare korf an douilhez | kreuzenn, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Mare ijinañ | 1938 |
| Mare produiñ | Abaoe 1891 |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 7,57 mm mm |
| Ø trogleuziñ | 6,50 mm |
| Ø kolier | 10,85 mm |
| Ø skoaz | 11,40 mm |
| Ø korf an douilhez | 11,40 mm |
| Ø strad | 11,45 mm |
| Hirder an douilhez | 51,50 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 73,50 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 8 g |
| Tizh mont e-maez V0 | 760 m/s |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 3 500 bar |
| Energiezh ar vannadell | 2389 J |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar 7,35 × 51 mm Carcano zo ur munision armoù-skoaz skoet en e greiz. Ijinet e voe e 1938 en Italia evit uhelaat galloud ar gartouchenn standart 6,5 × 52 mm Carcano implijet en arme betek-neuze. Evit e grouiñ e voe choazet ar c'halibr brasañ a c'halle bezañ savet, en ur zoujañ ouzh redioù surentez, diwar ar c'hanolioù e 6,5 mm Carcano, a-benn adkambriñ an armoù a oa anezhe dija. Abalamour da gudennoù pourveziañ, ne voe ket implijet kalz ar 7,35 mm Carcano, hag e-kerzh an Eil Brezel-bed e voe dilezet tamm-ha-tamm gant an arme hag a chomas gant ar 6,5 mm. Graet e voe gant ar munision-mañ e fuzuilhoù Carcano M91/38 dreist-holl, hag en un nebeud mindrailherezioù[1], pe fuzuilhoù damaotomatek arnodel[2]. Douilhezioù evit ar 7,35 mm Carcano a vez produet gant an embregerezh Prvi Partizan c'hoazh.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) POPENKER Maxim, 7.35×51 Carcano, Modern Firearms (lennet d'ar 06/06/2025)
- ↑ (fr) 7,35 mm Carcano, Arme et Passion (lennet d'ar 06/06/2025)