Mont d’an endalc’had

6,5 × 52 mm Carcano

Eus Wikipedia
6,5 × 52 mm Carcano
Skeudenn ar pennad 6,5 × 52 mm Carcano

A gleiz da zehou, kartouchennoù 7,92 × 57 mm Mauser, 7,35 × 51 mm Carcano ha 6,5 × 52 mm Carcano

Doare
Bro orin Banniel Rouantelezh Italia Rouantelezh Italia
Doare korf an douilhez kreuzenn, boutailh
Doare skeiñ e-kreiz
Mare ijinañ 1889-1891
Mare produiñ Abaoe 1891
Muzulioù
Ø bannadell 6,80 mm
Ø trogleuziñ 6,50 mm
Ø kolier 7,55 mm
Ø skoaz 10,94 mm
Ø korf an douilhez 11,41 mm
Ø strad 11,45 mm
Tevder ar strad 1,30 mm
Hirder an douilhez 52,50 mm
Hirder ar gartouchenn 76,50 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 10,5 g
Tizh mont e-maez V0 661-700 m/s
Gwask ar gazoù d'ar muiañ 2 850 bar
Energiezh ar vannadell 2293-2572 J
Emors LR
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar 6,5 × 52 mm Carcano zo ur munision ijinet en Italia etre 1889 ha 1891 gant ar c'hont Luigi Scotti, evit armoù-skoaz ar sistem Carcano[1]. Ur gartouchenn stumm ur voutailh eo, dezhi ur greuzenn, hag he deus miret ur vannadell ront he beg betek kreiz ar bloavezhioù 1940, pa baouezas da vezañ implijet gant arme ar vro, pa rae ar braz eus ar munisionoù armoù-skoaz d'ar poent-se gant boledoù begek dija.

Ne voe ket krouet armoù nevez kambret e 6,5 mm Carcano goude an Eil Brezel-bed[2], met produet e vez c'hoazh ar munision gant un dornad embregerezhioù evel Prvi Partizan. Ar munision 7,35 × 51 mm Carcano zo bet deveret anezhi e 1938[3].

Kartouchennoù 6,5 mm Carcano en ur c'hlip savet evit pourveziañ ar fuzuilhoù Carcano M91.

Meur a arm italian eus ar bloavezhioù 1890 hag eus hanterenn gentañ an XXvet kantved a voe kambret e 6,5 mm Carcano, en o zouez [1]:

Ar 6,5 mm Carcano a voe implijet gant Lee Harvey Oswald evit lazhañ ar prezidant stadunanat John F. Kennedy e miz Du 1963[4].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 (fr) 6,5 mm Carcano, Arme et Passion (lennet d'ar 25/05/2025)
  2. (en) POPENKER Maxim, 6.5×52 Carcano, Modern Firearms (lennet d'ar 25/05/2025)
  3. (en) POPENKER Maxim, 7.35×51 Carcano, Modern Firearms (lennet d'ar 06/06/2025)
  4. (fr) 6,5X52 Carcano : calibre maudit !, FCM25, 23/01/2018 (lennet d'ar 25/05/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan