5,8 × 42 mm
| 5,8 × 42 mm | |
|---|---|
Ur gartouchenn 5,8 × 42 mm stumm DBP87 | |
| Perzhioù | |
| Kalibr | 5,45 mm |
| Doare korf an douilhez | kreuzenn, bottleneck |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 6 mm |
| Ø kolier | 6,65 mm |
| Ø skoaz | 9,35 mm |
| Ø korf an douilhez | 10,40 mm |
| Ø strad | 10,42 mm |
| Tevder ar strad | 1,42 mm |
| Hirder an douilhez | 42,2 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 58 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | Boled standart : 4,15 g (64 c'hreunenn) 4,15 g - 5 g |
| Tizh mont e-maez V0 | 870 - 930 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 1.795 - 1.926 J |
Ar 5,8 × 42 mm zo ur munision savet er bloavezhioù 1980 e Republik Pobl Sina ha deuet da vezañ kartouchenn standart armoù-skoaz arme ar vro abaoe kreiz ar bloavezhioù 1990.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude brezel Viêt Nam e voe choazet kalibroù armoù-skoaz bihanoc'h evit na oant a-raok, gant broioù AFNA (5,56 × 45 mm) ha Pakt Varsovia (5,45 × 39 mm M74). Arme Sina a aozas e 1971 e Beijing un emvod anvet Kendiviz 713 evit boulc'hañ al labour war ur munision etre nevez. Ret e voe gortoz dibenn an Dispac'h Sevenadurel da vat evit ma vije asantet e 1979 kalibr (5,8 mm) ha hirder douilhez (42 mm) ar gartouchenn nevez. E 1987 e voe kaset ar programm-sevel da benn ha produet ar munision dindan an anv DBP-87[1].
Implijet e voe da gentañ en arme er fuzuilh-arsailh QBZ-87 adkambret. Adalek 1995 e voe lakaet e servij ar rummad fuzuilhoù bullpup QBZ-95 savet da vat evit ar gartouchenn nevez. Ar rummad armoù-skoaz QBZ-191 implijet abaoe 2019 a ra gant ar memes munision, en ur stumm gwellaet hervez gouarnamant ar vro[1].
Stummoù disheñvel eus ar munision zo bet kinniget, hervez e implij. Ar stumm DBP-10[2] (2010) a oa unan hollvedel tonket da gemer plas an holl re all[3]. E stumm diwezhañ, an DBP-191, zo bet savet evit ar rummad fuzuilhoù-arsailh nevez QBZ-191. Hervez amprouennoù eo uhel a-walc'h e c'halloud-toullañ[4], met izeloc'h kalite e vannouriezh dibenn evit ar munisionoù eus ar memes doare implijet e armeoù AFNA pe Rusia[1].
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (en) FORTIER David, DBP87 5.8x42mm: China's High-Velocity Cartridge, Guns & Ammo, 29/11/2017 (lennet d'an 22/01/2025)
- ↑ Hervez an nomenkladur implijet evit an armoù e Sina : D evit "kartouchenn", B evit "arm hiniennel", ha P evir "boled boutin". Gellet a ra cheñch al lizherenn ziwezhañ hervez doare ar vannadell (X evit roudenner, F pa vez e kaoutchoug, C evit toullus hag U evit ur vannadell resisted).
- ↑ (en) POPENKER Maxim, 5.8×42 DAP-87 DPB-10, Modern Firearms (lennet d'an 22/01/2025)
- ↑ (es) 5,8 x 42 Chinese Assault rifle, Municion.org (lennet d'an 22/01/2025)