Mont d’an endalc’had

5,6 mm Suis

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant 7,5 mm GP90.
5,6 mm Suis
GP90
Skeudenn ar pennad 5,6 mm SuisUr gartouchenn 5,6 mm Suis
Doare
Bro orin Suis Suis
Doare kreuzenn, boutailh
Doare skeiñ e-kreiz
Mare implij Abaoe 1990
Produer RUAG
Muzulioù
Ø bannadell 5,70 mm
Ø trogleuziñ 5,56 mm
Ø kolier 6,43 mm
Ø skoaz 9 mm
Ø korf an douilhez 9,58 mm
Ø strad 9,60 mm
Tevder ar strad 1,14 mm
Hirder an douilhez 44,70 mm
Hirder ar gartouchenn 57,40 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 4,08 g (63 greunenn)
Tizh mont e-maez V0 915 da 975 m/s
Energiezh ar vannadell 1.559 da 1.694 J
Emors SR
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall Hini ebet (implijet en arme suis hepken)

Ar 5,6 mm Suis, anvet ivez GP90 pe Gw Pat 90 (evit Gewehr Patrone, kartouchenn fuzuilh, ha 1990), zo ur munision armoù-skoaz hiniennel lakaet e servij en arme suis adalek 1990 evit he fuzuilhoù-arsailh nevez SIG SG 550. Produet eo gant RUAG.

Heñvel eo e vuzulioù ouzh re ur gartouchenn 5,56 × 45 mm standart en AFNA, ha gellet a ra an daou vunision bezañ implijet er memes armoù. An disheñvelderioù zo gant o boledoù : hini ar 5,6 mm Suis n'en deus ket ar galonenn dir implijet e reoù AFNA. Ar c'hemm diwezhañ eo eo azasaet ar GP90 evit kanolioù dezhe rizennoù 1/7" (da lavaret eo hag a ra un dro penn-da-benn e 7 meutad), pa vez 1/10" evit ar 5,56 mm standart[1].

Gwisket e voe ar vannadell gant nikel da gentañ. E 1999 a voe degaset un nebeud kemmoù d'ar GP90, evel ur gwiskamant e kouevr, ur poultr disheñvel hag un emors gwelloc'h e aozennoù, sañset, evit an endro[2].

Tri stumm eus ar GP90 a gaver : an FMJ diazez, unan roudenner, hag unan gwenn[1].

  1. 1,0 ha1,1 (en) The New GP90, Swiss Rifles (lennet d'an 10/06/2025)
  2. (fr) Innovations dans la munition pour fusil d´assaut, kemenadenn ofisiel, 19/03/1998 (lennet d'an 10/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan