Mont d’an endalc’had

4,73 × 33 mm

Eus Wikipedia
4,73 × 33 mm
Skeudenn ar pennad 4,73 × 33 mm
Kartouchennoù .223 Remington (a-gleiz) ha 4,73 × 33 mm (a-zehou)
Doare
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Alamagn Alamagn
Saver Heckler & Koch
Dynamit Nobel
Bloavezh krouidigezh 1982 (stumm diwezhañ)
Muzulioù
Ø bannadell 4,73 mm
Hirder ar c'hostez (nec'h) 7,73 mm
Hirder ar c'hostez (traoñ) 7,76 mm
Hirder ar gartouchenn 32,83 mm
Perzhioù all
Mas 5,2 g
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar 4,73 × 33 mm zo ur munision hep douilhez savet er bloavezhioù 1970 gant an embregezhioù alaman Heckler & Koch ha Dynamit Nobel, ha kinniget e 1982 en e stumm diwezhañ. E gargad-poulzañ a c'hronn e vannadell hag e emors penn-da-benn. Soñjet e voe da gentañ evit ar Bundeswehr, evit bezañ implijet er fuzuilh-arsailh arnodel HK G11[1]. Meur a harz teknikel a voe da vare e sevel, pa voe ret kemer e kont unvaniezh e gargad poulzañ, e harz ouzh an tosiñ pa ar rimiañ, e emors a ranke en em zistruj penn-da-benn, pe e boent emendaniñ[2].

E 1977 e voe tennet kuit eus amprouennoù AFNA pa darzhe ar munisionoù o-unan er gambr goude un nebeud degadoù a dennoù, abalamour da dommder an arm. E 1982 e voe kinniget gant Dynamit Nobel un doare propergol nevez evit e gargad-poulzañ, dezhañ un treuzoù tanañ 100°C uheloc'h evit an nitroseluloz. Pevar c'hoch a gaver war gostezioù ar munision evit gouzout dre beseurt tu lakaat anezhañ er c'harger[2].

Ur munision arnodel eo chomet ar 4,73 × 33 mm, ha n'eo ket bet produet a-yoc'h. Un nebeud skouerennoù a gaver da brenañ war lec'hiennoù ispisializet evit an dastumerien.

  1. (es) 4,73 x 33 DAG Caseless XPL- Telescoped DM 1.0 – DM 1.1, Municion.org (lennet d'ar 21/05/2025)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) 4,73 x 33, Arme et Passion (lennet d'ar 21/05/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan