30 vloaz Diwan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Diwan: 1977-2007, 30 vloaz![kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwan, ur skoliadur klok eus ar skol-vamm d'ar vachelouriezh. Ar brezhoneg, n'eo ket ur yezh kollet. Abaoe 30 vloaz e stourm Diwan evit ar brezhoneg. E 1977 e tigoras ar skol gentañ. E fin 1978, e oa 4 skol. E miz Gwengolo 2007 e oa 34 skol.

  • Savet eo ar skol gentañ e miz Mae 1977 e Lambaol-Gwitalmeze (30 km eus Brest) diwar skouer ar skolioù euskarek ha kembraek. Ar skolaer kentañ, Denez Abernot a oa e karg eus 5 bugel en ur skol feurmet da Z/Diwan gant ar gumun. Da c'houde, e tigore muioc'h mui a skolioù: e 1977 e Kemper, e Plouneour-Menez, e 1978 e Roazhon...

Un huñvre deuet da wir[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • D'ar poent-se e oa disheñvel-tre soñjoù an dud diwar-benn Diwan. Aterset zo bet tud er straed evit gouzout o soñjoù: "N'eus ket plas evit ouzhpenn ur yezh e penn ar vugale" a zisklêrias ur skolaer. "Aon o deus an dud met talvoudus eo" a lâras ur vamm yaouank, he bugel e Diwan. E 2008, e tiskleir Anna-Vari Chapalain, renerez Diwan, "un huñvre deuet da wir eo. Ur gammed war-raok. Dav eo kenderc'hel gant an hent ha ledanaat anezhañ e-kerzh an 30 vloaz o tont"

Digoradur al lise.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E 1980 e oa 13 skol dija hag e voe digoret ar c'hentañ klas kentañ-derez e Treglonoù. 3 bloaz goude e voe sinet an emglev kentañ gant an Deskadurezh-Stad. Met, e 1987 e oa kudennoù arc'hant spontus ha dic'hopret eo bet an holl implijidi. Gant ar gudenn-se e vez sinet un emglev all: 51,5 post a vo kemeret e kont gant an Deskadurezh-Stad. Neuze, e 1994 e tigoras al lise, staliet er Releg-Kerhuon. D'ar mare-se ne oa nemet ur skolaj. Met betek 2001 e tigoras 4 skolaj all.
  • E 2007 e oa 2990 skoliad e diwan a-bezh, 201 lisead en o zouez. Raktresoù a zo da zigeriñ skolioù all c'hoazh, er Vro-Vigoudenn hag e Lokournan (Leon).
  • Sede ma c'haller laret en deus DIWAN un dazont brav ha n'eo ket echu ar stourm bras evit ar brezhoneg !

30 vloaz, gouel ar gevredigezh ha gouelioù ar skolioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

30 vloaz ar gevredigezh Diwan a zo bet lidet e Karaez d'an 2, 3 & 4 a viz Mae 2008. Ar ger stur a oa "30 vloaz, 3000 skoliad, 30 darvoud : ur bloavezh gouel". Liammet e voe ar gouel-se gant Ar Redadeg, c'hoar ar c'hKorrika e Bro-Euskadi, oc'h ober tro Breizh dibaouez, noz-deiz. Eus Naoned betek Karaez, lec'h ar gouel. War-dro 10.000 den a zo deuet d'ar gouel-se ha gounezet ez eus bet muioc'h eget 60.000 €.

30 vloaz pep skol a zo bet pe a vo lidet ivez :

...

Liamm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Lec'hienn 30 vloaz Diwan : [2]
  • Pajenn myspace 30 vloaz Diwan : [3]
  • Pajenn myspace 30 vloaz Diwan Kastell Paol : [4]