Mont d’an endalc’had

2 cm Flak 30, Flak 38 ha Flakvierling 38

Eus Wikipedia
2 cm Flak 30, Flak 38 ha Flakvierling 38
doare kanolierezh
Iskevrennad eusKanolierezh Kemmañ
Bro orinTrede Reich Kemmañ
SaverRheinmetall AG Kemmañ

Ar Flak 30 (Flugzeugabwehrkanone 30) hag an doare gwellaet Flak 38 a oa kanolioù enep kirri-nij 20 mm implijet gant nerzhioù lu Alamagn e-kerzh an Eil Brezel-bed. Ne oa ket an arm diazez skañv enep kirri-nij alaman, met ar c'hanol produet ar muiañ e voe gant an Trede Reich a-hed ar brezel. Produet e oa bet gant stummoù disheñvel lies, an hini brudetañ o vezañ ar Flakvierling 38 hag a oa ur stumm gant pevar c'hanol aotomatek Flak 38 war ar memes diaz. Kambret e oant e 20 × 138 mm B.

2 cm C/30, 2 cm Flak 30

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Alamaned o devoa lakaet e servij an 2 cm Flak 28 dres goude ar Brezel-bed kentañ, met dre vennadoù Feur-emglev Versailhez e oa bet difennet doareoù armoù evel-se ha gwerzhet e oant bet da Suis.

Flak 30 war Talbenn ar Reter

Ar stumm Flak 30 orin a oa bet treset ha savet diwar ar steuñv Solothurn ST-5 da vezañ dafaret d'ar C'hriegsmarine, hag a oa bet produet gant an anv 2 cm C/30. An arm a denne ar "Solothurn hir" (20 × 138 mm B), ur gouriz 20 × 138 mm a oa bet savet evit an ST-5 hag a oa d'ar mare-se unan eus galloudusañ kartouchennoù 20 mm[1].

Ar stumm C/30, a oa dafaret gant ur c'hanol kalibr 65, hag un tizh tennañ tro 120 tenn dre munutenn. Kudennoù a oa a-fed adkargañ hag alies e oa sac'het, gwasaet e oa ar gudenn dre ma oa kargerioù 20 kartouchenn nemetken ha rediet e oa adkargañ alies. Ar C/30 a oa deuet da vezañ ar c'hanol skañv enep kirri-nij er morlu memestra ha dafaret e oa bet war listri-brezel alaman lies.

Ar stumm MG C/30L a oa bet arnodet da vezañ dafaret war kirri-nij, dreist-holl war an Heinkel He 112. Nerzh an arm a oa dedennus evit toullañ hobregon otoioù hobregonet ha tankoù skañv e-kerzh Brezel diabarzh Spagn.

Rheinmetall a oa kroget da broduiñ ha kemmañ ar C/30 evit bezañ implijet gant an tirlu, ar stumm 2 cm Flak 30. a oa damheñvel ouzh ar C/30. Ar c'hemmoù a oa bet dreist-holl war an diaz hag a oa stank.

Al lakaat e plas a c'helle bezañ graet en ur dennañ ar c'hanol diouzh an diaz div rodek, "Sonderanhänger 51" (karrigel 51). An disoc'h a oa da gaout ur stumm tric'horniek diazez hag a c'helle tennañ a-bep tu.

2 cm Flak 38, 2 cm GebFlak 38, 2 cm C/38

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Flak 38 e 1942.

Ar gudenn diazez en dizagn a chome memestra hag a oa kudenn al lusk-tennañ izel-tre 120 tenn/munutenn. Ne oa ket uhel a-walc'h evit un arm gant ur c'halibr evel-se. Rheinmetall[2] en doa klasket un diskoulm gant ar stumm 2 cm Flak 38, hag a oa tostik-tost a-fed pezhioù ha tres, met gant ul lusk-tennañ uhelaet da 220 tenn/mn ha nebeutoc'h a bouez a oa gant an arm da 420 kg. Ar Flak 38 a oa bet degemeret e servij an tirlu e 1939, hag er C'hriegsmarine evel 2 cm C/38.

Evit reiñ un arm enep kirri-nij d'an unvezioù menez hag harzlammet, Mauser en doa bet ur gevrat evit ur stumm skañvoc'h eus ar Flak 38, hag a oa deuet da vezañ ar 2 cm Gebirgsflak 38 (2 cm GebFlak 38). Kalz simploc'h e oa an diaz hag implijet e oa un trebez a save an arm diouzh an douar. Ouzhpenn-se e oa bet kavet un diskoulm evit reiñ an tu da implijout an arm war dachennoù ha ne oant ket plaen. Ar c'hemmoù-se o devoa skañvaet an arm da 276 kg. Kroget e oa ar broduerezh e 1941 ha degemeret e voe er servij e 1942.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) An introduction to collecting 20 mm cannon cartridges. Kavet : 08/05/2025.
  2. E lod zo eus pennadoù ar mare e vez embannet e oa implijet ha produet ar stumm e-unan se gant meur a embregerezh. E lod all e vez kinniget e oa Mauser hag o doa produet ar Flak 38 hag ar stummoù da heul.
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan