1st Cherokee Mounted Rifles
| Deiziad krouiñ | 25 Here 1861 |
|---|---|
| Lealded | Cherokee Nation |
| Anv ofisiel | 1st Cherokee Mounted Rifles |
| Moranv | Cherokee Braves |
| Anv berr | 1st Cherokee |
| Brezel | Battle of Pea Ridge, Second Battle of Cabin Creek |
| Skour lu | Provisional Army of the Confederate States |
| Bro | Stadoù Kengevreet Amerika |
| Deiziad divodañ | 23 Mezheven 1865 |
| Roll ar sujed | troadegiezh pignet |
| Renet gant | John Drew, Stand Watie |
Ar 1st Cherokee Mounted Rifles (brudet ivez evel 1st Arkansas Cherokee Mounted Rifles ha "Cherokee Braves") a oa un unvez marc'hegiezh eus Lu Stadoù Kengevreet Amerika war talbenn an Trans-Mississippi eus Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.
Savadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ma vije bet John Ross, penn bras ar Cherokeed, o sinañ ur skrid-emglev gant ar Stadoù Kengevreet e miz Here 1861, eñ hag ar c'huzul Cherokee o devoa aotreet sevel un unvez anvet 1st Cherokee Mounted Riflemen, ha da vezañ renet gant ar c'horonal John Drew[1]. Darn eus fuzuilherien ar rejimant nevez-savet ne oant ket tost ouzh mennozhioù ar c'hengevread, met a oa leal da Ross. Daou isofiser a oa pennoù Cherokee : Thomas Pegg ha W.P. Ross ; ar re-se a oa troet gant an Unvaniezh. Goude-se e oant bet dilennet evel pennoù bras eus an Nasion Cherokee memestra. Drew en doa kendalc'het da harpañ ar re Gengevreet. Chomet e oa d'ober war-dro labourioù merañ pa oa bet tennet digantañ penn an unvez evit e reiñ da Stand Watie, ha biken ne oa distroet evel ofiser en un emgann.
Rejimant Drew a oa deuet da vezañ ul lodenn eus an unvezioù suj d'ar c'horonal Cooper hag a oa bet fiziet ennañ sikour talañ ouzh fiñvoù etrezek an Unaniezh gant ar bobl Creek, hag a oa renet gant ar penn Opothleyahola. Ar re-se a oa o klask tizhout Kansas. An unvez a oa bet o stourm en emgann Round Mountain, emgann Chusto-Talasah, hag emgann Chustenahlah, met roet o doa da c'houzout ne oant ket evit kenderc'hel da stourm a-enep an indianed Creek, dre ma n'o doa graet ar re-se droug ebet dezho. Engortoz e oant da stourm a-enep an alouberien Yankees.
An adsevel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul lodenn eus rejimant Drew he doa dizertet e fin ar bloavezh 1861. Goude emgann Old Fort Wayne e miz Here 1862, darn eus ar soudarded a chomas en unvez Drew, evel ar Major Thomas Pegg, o devoa dizertet evit mont a-du gant an Unvaniezh. Ar pezh a chome eus ar soudarded a oa bet adstummet en ur 2d Cherokee Mounted Rifles hag adaozet er 1st Regiment of Cherokee Mounted Rifles (1añ Rejimant fuzuilherien Cherokee war varc'h) gant Stand Watie e penn ar bagadoù.[2]

1862–1865
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kerzh ar brezel-diabarzh, soudarded Watie a oa bet o kemer perzh e 27 emgann pe stourmad bras ha kalz muioc'h a stourmadennoù bihan. Ul lod eus an emgannoù a oa bet reoù a-renkadoù, met an darn eus o obererezhioù a oa bet reoù doare guerilla. Unvezioù Watie a oa mailhed war argadennoù marc'hegerezh o loc'hañ eus su ar stêr kanadian war-zu norzh an tiriad indian hag ivez war-zu Kansas ha Missouri. Dre o obererezh nerzhus e oa bet stanket milieroù a soudarded eus an Unvaniezh tra ma vije bet ezhomm anezho war talbennoù all eus ar brezel-diabarzh. Ar Cherokeed a oa dafaret fall hag armet gant karabinennoù kozh dreist-holl, bet tapet digant o enebourien. Barrek e oa ar gadourien Cherokee avat evit an doare stourm-se. Watie a oa bet lakaet da Jeneral brigadenn e Mae 1864.[3]
Trec'hioù bravañ Watie e oa bet Trap ar vag dre aezhenn J. R. Williams e miz Even 1864[3] ha harzadenn an tren Unvanet e-kerzh Eil emgann Cabin Creek e miz Gwengolo 1864. Tri obererezh a zo chomet brudet fall: devadur ar Rose Cottage, ti ar penn John Ross, hag hini ti kuzul ar Cherokeed e miz Here 1863, ha lazhadeg bagadoù eus ar First Kansas Colored Infantry hag ar 2nd Regiment Kansas Volunteer Cavalry e-kerzh Hay Camp Action (lesanvet Emgann Flat Rock) e miz Gwengolo 1864.[4]
E miz C'hwevrer 1865, Stand Watie a oa bet fiziet ennañ penn an Divizion amerindian met n'en doa ket gallet kas da benn oberiadur-brezel ebet. Dieubet en devoa darn eus e soudarded pa oa ar stourm o vont da get gant ar C'hengevread en hañv 1865. Goude bezañ kemeret perzh e Kuzuliadenn kamp Napoleon e Mae, Stand Watie a oa kodianet en un doare ofisiel d'an 23 a viz Even 1865, hag evel-se e oa deuet da vezañ ar jeneral kengevreet diwezhañ o kodianañ hag o tilezel ar stourm. Ar rejimant a oa bet lamet a-benn neuze.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "General Stand Watie's Regiment (First Regiment of Cherokee Mounted Volunteers)." Accessed 7 a viz Eost 2016.
- ↑ "Clash at Chusto-Talasah; Hundreds of Rebel Indians Defect." Civil War Daily Gazette". Patrom:Webarchive Lennet d'an 10 a viz Genver 2016.
- 1 2 Civil War in the Indian Territory. Cottrell, Steve. Pelican Books, pp. 94–95. Retrieved 7 a viz Gwengolo 2014.
- ↑ WAGONER COUNTY.