12,7 × 108 mm
| 12,7 × 108 mm | |
|---|---|
Ur gartouchenn 12,7 × 108 mm. Al livioù war he boled a dalvez eo toullus (du) hag entanañ (ruz). | |
| Perzhioù | |
| Bro orin | |
| Kalibr | 12,7 mm / .50 |
| Doare korf an douilhez | kreuzenn, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Mare servij | 1935 - bremañ |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 12,98 mm |
| Ø kolier | 13,95 mm |
| Ø skoaz | 18,90 mm |
| Ø korf an douilhez | 21,75 mm |
| Ø strad | 21,70 mm |
| tevder ar strad | 1,90 mm |
| Hirder an douilhez | 114 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 155,8 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 44,1 -59,2 g |
| Tizh mont e-maez V0 | 770 - 923 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 16.240 - 18.785 J |
| Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 3600 bar |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
An 12,7 × 108 mm zo ur munision armoù-tan galloudus krouet er bloavezhioù 1930 en URSS. Savet e voe da gentañ evit bezañ implijet er vindrailherez ponner DShK[1], a-enep an nijerezioù pe evit toullañ karbedoù hobregonet skañv, pa oa kresket implij armoù a seurt-se war an tachennoù-emgann abaoe ar Brezel-bed Kentañ. Broioù all a oa krog da implijout kalibroù tost er c'houlz-se (.50 BMG er Stadoù-Unanet pe 13,2 mm Mauser en Alamagn)[2].
Berzh en deus graet ar munision-mañ e broioù URSS ha Pakt Varsovia abalamour da liesseurted ar bannadelloù a c'hell bezañ savet warnañ, toullus, entanañ, roudenner, tarzh hag all. Stummoù eus an 12,7 × 108 mm zo bet produet e Hungaria, Tchekoslovakia, Sina pe Egipt da skouer[2]. Kalz fuzuilhoù enepdafar pe mindrailherezioù ponner modern a ra gantañ c'hoazh, e Rusia ha Sina peurgetket.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
- (en) Skouerioù kartouchennoù 12,7 × 108 mm war al lec'hienn Firearms Russia (diell)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) LAEMLEIN Tom, Red Fifty: The Soviet 12.7 mm DShK Heavy Machine Gun, American Rifleman, 21/11/2024 (lennet d'an 13/08/2025)
- ↑ 2,0 ha2,1 (es) 12,7 x 108 Russian DShK Rimless, Municion.org (lennet d'an 13/08/2025)