Mont d’an endalc’had

11 mm modèle 1873

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant 11 × 59 mm Gras.
11 mm modèle 1873
Skeudenn ar pennad 11 mm modèle 1873

Tresadenn ur gartouchenn 11 mm modèle 1873 stumm 1873/90
Doare
Doare korf an douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Bro-C'hall Bro-C'hall
Muzulioù
Ø bannadell 11,46 mm
Ø korf an douilhez 11,45 mm
Ø strad 12,5 mm
Tevder ar strad 1,40 mm
Hirder an douilhez 17 mm
Hirder ar gartouchenn 30 mm
Perzhioù all
Stumm 1873
Pouez ar vannadell 11,7 g
Tizh o vont e-maez V0 130 m/s
Energiezh ar vannadell 98 J
Stumm 1873/90
Pouez ar vannadell 10,6 g
Tizh o vont e-maez V0 190 m/s
Energiezh ar vannadell 196 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C pe D

An 11 mm modèle 1873, anvet ivez 11 × 17 mm R, 11 mm Chamelot-Delvigne[1], pe 11 mm French Ordnance er broioù saoznek, a zo ur munision armoù-dorn gall ijinet evit ar revolver modèle 1873 implijet en arme c'hall adalek 1873 ha betek ar bloavezhioù 1940, memes ma oa en em gavet armoù modernoc'h d'ar poent-se. Produet e voe betek ar bloavezhioù 1930 gant an E.C.P.B. hag an S.F.M.[2].

Ur gartouchenn skoet en he c'hreiz, dezhi ur bourled, e oa an 11 mm modèle 1873. Karget e oa gant poultr du. He stumm kentañ a oa izel a-walc'h he galloud, met ur stumm all galloudusoc'h (11 mm modèle 1873/90) a voe kinniget e 1890, dezhañ un energiezh tost ouzh hini an .32 ACP[3].

  1. (es) 11 mm French M.1873 and 73/90, Municion.org (lennet d'an 09/02/2025)
  2. (fr) 11 mm Mle 1873, Arme et Passion (lennet d'an 09/02/2025)
  3. (en) BARNES Frank C., Cartridges of the World (8th ed.), DBI Books, 1997, pp. 64 ha 91, ISBN 0-87349-178-5
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan