Mont d’an endalc’had

10,6 × 25 mm R

Eus Wikipedia
10,6 × 25 mm R
Doare
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh alaman
Mare implij 1879-1945
Muzulioù
Ø bannadell 10,92 mm
Ø kolier 11,5 mm
Ø korf an douilhez 11,53 mm
Ø strad 12,94 mm
Hirder an douilhez 24,64 mm
Hirder ar gartouchenn 36,82 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 17 g
Tizh o vont e-maez V0 215 m/s
Energiezh ar vannadell 404 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An 10,6 × 25 mm R, anvet ivez 10,6 Ordnanz pe 10,6 mm Mauser, zo ur munision armoù-dorn skoet en e greiz, dezhañ ur bourled, implijet gant arme an Impaleriezh alaman er revolverioù Reichsrevolver adalek 1879. Karget e oa gant poultr du[1]. E stumm kentañ evit ar Reichsrevolver M1879 a oa dezhañ ur strad plaen[2]. E eil stumm (1883) a zo dezhañ ur vosenn war e strad[3] hag ur gargad poultr skañvoc'h (1,35 g e-lec'h 1,5 g)[1].

Dilezet e voe adalek 1908 ha donedigezh an 9 mm Parabellum en armoù-dorn alaman, met chom a reas implijet asambles gant ar revolverioù Reichsrevolver betek dibenn an Eil Brezel-bed e degouezhioù zo[4].

  1. 1,0 ha1,1 (fr) 10,6 Ordnanz, Arme et Passion (lennet d'ar 04/06/2025)
  2. (es) 10,6 mm Mauser M.79 Flat base, Municion.org (lennet d'ar 04/06/2025)
  3. (es) 10,6 mm German Ordnance M.1879-83 (Mauser A), Municion.org (lennet d'ar 04/06/2025)
  4. (en) SHELL Bob, The Model 1883 Reichsrevolver, Handguns Mag, 22/10/2018 (lennet d'ar 04/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan