.50 Action Express
| .50 Action Express | |
|---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .50 Action Express ha .32 ACP | |
| Perzhioù | |
| Doare korf an douilhez | kreuzenn, eeun |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Bloavezh krouidigezh | 1988 |
| Ijinerien | Evan Whildin Action Arms |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 12,7 mm |
| Ø trogleuziñ | 12,5 mm |
| Ø kolier | 13,5 mm |
| Ø korf an douilhez | 13,8 mm |
| Ø strad | 13,1 mm |
| Tevder ar strad | 1,5 mm |
| Hirder an douilhez | 32,6 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 40,9 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 19 - 30 g |
| Tizh ar boled V0 | 320 - 470 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 1126 - 1600 J |
| Emors | LP |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
An .50 Action Express, anvet ivez .50 AE pe 12,7 × 33 mm RB (anv metrek) zo ur gartouchenn armoù-dorn krouet adalek 1988 gant Evan Whildin, besprezidant an embregerezh stadunanat Action Arms, evit ar bistolenn damaotomatek Desert Eagle[1].
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An .50 AE zo unan eus ar munisionoù armoù-dorn galloudusañ bet produet. He stumm kentañ (1988) a oa treuzkiz e voled .510 meutad, met dre ma voe berzet gant ar Stadoù-Unanet implijout munisionoù uheloc'h o c'halibr evit .500 meutad en armoù-dorn e voe kinniget e 1991 ur stumm nevez, dezhañ ur vannadell strishoc'h (.500 meutad, 12,7 mm)[2].
He stumm diwezhañ a voe kinniget e 1991. Ur munision galloudus-tre eo, pa c'hall treuzkas ouzhpenn 2 000 joul d'ur vannadell 300 greunenn, kalz muioc'h evit munisionoù armoù-dorn all (war-dro 500 joul evit ur boled 9 mm Parabellum, ha war-dro 1 000 evit ur vannadell .357 Magnum da skouer, hervez pouez ar vannadell). Kalz argil a zegas, ha ne vez ket implijet gant arme ebet.
Armoù kambret e .50 AE
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ral e chom an armoù kambret evit ar c'halibr-mañ :
- pistolennoù Desert Eagle ;
- pistolennoù L.A.R. Grizzly ;
- revolverioù Magnum Research BFR ;
- pistolennoù AMT AutoMag V ;
- revolverioù Freedom Arms Model 555 (hiziv Model 83).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 263
- ↑ (es) .50 Action Express 1st model, Municion.org (lennet d'an 12/05/2025)